Category Archives: Bannoù treset ha Romantoù grafek

Pourmenadenn Yaya 3 : Ar sirk, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2018.

Gant an trede levrenn-mañ e kuita kêr ar vugale e bourzh karr-samm ur sirk. Digeriñ a ra war ardamaezioù ha livioù nevez, ar pezh a zegas un tamm aer fresk en heuliad.

N’emañ ket mui holl giriegezh ar veaj war divskoaz an daou vugel, gant se e c’hell Yaya soñjal en-dro en he familh hag en em leuskel da vont gant ar velkoni, evel ma tere ouzh ur plac’hig vihan pell eus e gerent.

Emañ atav enebourien drouk pe droukoc’h war seulioù Yaya ha Tuduo : abalamour dezho ne c’hellint ket chom dindan warez o mignon gour nevez, en em sant kiriek anezho un tammig. Ha setu un imram nevez o kregiñ evito, pell diouzh pep tra anavezet ur wezh ouzhpenn. Ne chom dezho nemet o youl da dizhout ar pal : adkavout tud Yaya e Hong-Kong.

Brav eo an istor, hirisus un tammig, gortoz a ran e vo echu evit adlenn an holl levrennoù en un tenn.

Advertisements

Moi, jardinier citadin, 1 ha 2, Min-ho Choi, Korea ar Su (2014 ha 2015)

Ur rummad div vannenn-dreset, awenet gant buhez ar skrivagner.

Erru poazh gant e labour er gêr vras, e tiviz Min-ho Choi reiñ e zilez ha mont da annneziñ war lez ur gêr vihannoc’h ma c’hell feurmiñ un tamm douar en un dachennad liorzhoù boutin.

Ar wezh kentañ eo dezhañ tostaat ouzh douar pe blant. Gwelet a reer anezhañ o teskiñ, o poaniañ, o tastum pe o koll e c’hounid, gant barzhoniezh ha kalzig a fent. Liorzhañ zo ivez un doare da deurel ur sell nevez war ar bed ha war an dud : e-keit ma toñvaa an danvez-liorzhour e zachenn nevez, ez eus ur grouell o kreskiñ e kof e wreg. Mont a ra e darempred gant e amezeien, krouiñ a ra liammoù nevez.

Kammedoù kentañ un neofit war al liorzhañ eo eta. Ingal goude pennad pe bennad e kaver div bajennad displegadennoù, evit kinnig legumaj e liorzh, penaos o c’hounit, penaos o virout pell ha kement ‘zo. N’eo ket al lodenn dedennusañ evidomp, o vezañ ma z’eus ul lodenn vras eus ar plant kinniget n’anavezer ket o anv zoken. Hag evit ar re a anavezomp, eo gwall zisheñvel an hin hag an doare da labourat etre Breizh ha Korea.

Plijet on bet gant ar rummad gras da zaou dra : da gentañ, e kavan dibar an tem, n’eo ket alies e weler an dud o kontañ o buhezioù liorzhourien, ha pa vije e kêr. Da eil, kontet eo an div levrenn gant dourlivadurioù penn-da-benn. Ha pegen kaer int, ur blijadur d’an daoulagad ! N’eo ket ken barrek an aozer evit tresañ an tudennoù eget al legumaj, ar plant hag an ardremezioù, met n’eus forzh.

Kenkoulz lenn an div levrenn-mañ hag ober un droiad-bale en ho liorzh, m’ho peus c’hoant da zistanañ un deiz ma raio glav…

 


Faire de la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2006)

Diouzh ar c’hentañ gwel, n’eo ket ken meizidik al levr-mañ hag an daou gent.

Kavet e vo ennañ, evel e kalz levrioù all diwar-benn an hevelep sujed, ur voest-ostilhoù da gregiñ e-barzh : Peseurt tem dibab ? peseurt hent a heul ar c’harrezennoù ? penaos dibab un dalenn pe un all ? Peseurt benveg a glot gant an teknik-mañ-teknik ? Gant an dorn, pe gant an urzhiataer ? Penaos diforc’hañ trolinenn un dudenn-paper diouzh trolinenn eben ? Penaos tresañ santimantoù an dud war o fenn ?

Met mont a ra pell Scott McCloud ganti, ur wezh c’hoazh, ouzhpenn m’eo dornet kaer (e gatalog dremmoù, da skouer, em eus kavet marzhus). En ur heuliañ anezhañ, me ha n’em eus treset bannenn-treset ebet morse ha n’on ket e sell ober, em boa ar santimant da zeskiñ traoù diwar-benn mab-den. Traoù a ouezen dija, marteze, met kinniget ken eeün, ken splann, ma taole ur gouloù nevez warno. Traoù a denn, da skouer, ouzh yezh ar c’horf, ouzh tresoù an dremmoù, ouzh an ijinañ bedoù… Ur gentel diwar-benn ar c’hrouiñ eo, dre vras, a ro Scott McCloud d’e bublik.

Krog on da gaout douetañs ez eus un dra bennak all etre me hag an aozer (ar skrivagner ?)-mañ avat. Klotañ a ra resis e zoare da zisplegañ gant va doare da gompren an traoù. Kement tra a lavar a zo dres an hini emaon o c’hortoz, respont a ra d’am goulennoù a-raok na vijent savet. Ha n’eo ket moc’h gant e zaveoù, evit an hini en deus c’hoant da vont pelloc’h. Ar pep tra-se a ra hep brabañsal morse. Dispakañ a ra frouezh e enklaskoù, diskuliañ a ra e gredennoù, met ivez e arvaroù. Pa ne vez ket sur, pa sant n’eo ket ur mailh war un dra bennak, en lavar ivez, da reiñ an daolenn ar resisañ hag an onestañ posubl. Gant se, e c’hell al lenner mont pelloc’h egetañ, m’eo e zezo.

Dre an tri levr-mañ eo personelezh un arzour dibar em eus graet anaoudegezh gantañ. Un arbennigour eus mab-den evel m’o doujan. Bet eo pell oc’h en em stummañ dre entan evit e zanvez, betek tizhout ur sklaerder, un eeünded hep o far. Perzhioù a denn da arz minimalist bro-Japan en ur mod.

 


Réinventer la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2000)

Al levrenn gentañ a zisplege petra eo bannoù treset, penaos ez eont en-dro, peseurt perzhioù mat pe fall o deus e-keñver mediaoù all. Dre he sujed e oa nebeutoc’h en arvar da goshaat.

Gant al levr-mañ e klask Scott McCloud tresañ un dazont, pe meur a hini, dezho. Sevel a ra martezeadennoù. Ha se, 18 vloaz ‘zo : kement ha lavaret eo dic’hizet un tammig ar pezh a gont diwar-benn istor ar stlenneg (fin, dic’hizet n’eo ket, met anat eo ne z’a ket pell a-walc’h an displegadennoù evidomp-ni bremañ)…

Daoust da se, en em ziskouez pellwelour, ha gwellaour ivez. Unan eus perzhioù dibar an hir a zisplegadenn-mañ, eo ar feiz en deus Scott McCloud e-barzh an dazont, ijin an dud, ar Genrouedad… plijet ken-ken on bet gant e savboent war ar produioù niverel (difenn ar bannoù-treset dizanvezelekaet zo kement ha stourm evit a romantoù niverel, neketa ?), da skouer. Met ne c’heller ket bihanaat e oberenn d’an dra-se, pinvidik-meurbet eo.

Entanet on gant e labour. Kleuziañ a ra pell-tre, displegañ a ra eus ar c’hentañ, koñseptoù hag em bije bet mil boan o lenn anezho en ur stumm levr klaseloc’h, marteze. Petra eo an arz ? Penaos e vez gwallet, gant piv, perak ? Penaos talañ ?…

Seul souezhusoc’h eo din bezañ ken gwallzedennet, ma n’on ket ul lennerez bannoù-treset touet. Neuze e kredan eo ul levr mat evit n’eus forzh piv, memes ar re a zo pell eus ar bed-se. Ur wezh fourret e fri e-barzh, n’eus ket tu ken d’e zibegañ. Ur marzh !


L’art invisible, comprendre la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (1993)

Dindan 223 pajennad treset, e tispleg Scott McCloud d’al lenner petra eo arz ar bannoù-treset : penaos eo ganet, penaos eo aet war-raok, petra eo e stiloù disheñvel ha peseurt pal a vez klasket tizhout gant ar grouerien. Kement-se gant ur barr-livañ hag ur bluenn skañv ha fentus.

Desket em eus ur bern traoù. Mont a ra ken don e-barzh e zanvez ma vezen kollet a-wezhioù, ha rediet da lenn meur a wezh lodennoù ‘zo, daoust ma ne vije ket bet tu da lakaat muioc’h a bedagogiezh en eztaoladenn.  Harpet e vez war mont en-dro an empenn, boazioù an dud a-fed gwelet pe sellet… displegañ a ra penaos e c’hell ur vanenn-treset, ha ne harp nemet war ur skiant, ar gweled, reiñ da gompren ar skiantoù all evit adkrouiñ ur bed paper. Penaos diskouez an tizh ? An amzer o tremen, goustad pe buanoc’h ? Penaos dibab an elipsoù e-barzh ar sanioù (ha petra eo ur san, e geriaoueg ar bannoù-treset) ?) Perak e tibab tud ‘zo reiñ tresoù gwirheñvel d’o zudennoù, pa gav gwelloc’h tud all chom gant un nebeut tresoù eeün ? Petra eo al liamm etre arz ar bannoù treset hag al livañ ? Reiñ a ra ur bern skouerioù, anvioù, skeudennaouet gant bommoù tennet eus oberennoù an dud a veneg.

Ken dispar em eus kavet al levr m’em eus echuet anezhañ gant ar soñj prenañ anezhañ. Ouzhpenn eo entanus : ar re a gav dezho c’hoazh ez eus un arz minorelaet eus ar bannoù treset ne c’hellint ket chom gant ar soñj-mañ goude bezañ e lennet.

Ul levr diazez da gaout en e levraoueg, gras d’ar skiant a vez prenet drezañ.

 


Pourmenadenn Yaya 2 : Ar brizoniadez, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2017.

Ne z’a ket an traoù war wellaat evit Yaya, kouezhet etre krabanoù ur vandennad boued-ar-groug a fell dezho korvoiñ anezhi. Koulskoude emañ en he fenn adkavout he zud, ha n’o deus ket gellet mont kuit hepti, emichañs. Chom a ra bac’het e loch ar re zrouk tra m’eo kaset Tuduo, gant Zhu, da laerezh e-barzh tiez ar c’harter pinvidik emañ ti Yaya ennañ. Ne gavfe ket an ti paneve sikour unan bennak dic’hortoz, a zeu a-benn da lakaat kompren e veno. Dont a ra a-benn Tuduo da gavout ti Yaya hag he gouarnerez Fang Yin, chomet ennañ d’he c’hortoz. Dont a ra honnezh da adkemer ar plac’hig hec’h-unan…

Dre chañs ez eus galloudoù dreistordinal gant Yaya, a-hend-all ne vije ket kalz a spi d’en em dennañ, evit daou vugel o-unan en ur gêr vras bombezennet. An dud gour n’int ket ur rekour bras, hag int ken pennfollet all gant an darvoudoù, pa n’int ket mennet da dennañ o vad eus ar brezel.

Plijus eo atav, gant tresadennoù lipet ha livet kaer, stroñs ha spi. Anat eo n’eo ket echu trubuilhoù Yaya, da vezañ kendalc’het.


Fun, Paolo Bacilieri, bro-Itali (2014)

fun-paolo-bacilieriUr vannenn-treset dreist, dizoloet ganin un tamm dre zegouezh, a loc’h eus istor ar gerioù-kroaz met kroaziet, just a-walc’h, gant istorioù all, tammoù eus buhez an treser peurgetket.

Brav tre eo an tresadennoù hag iskis ar stumm : evel ur gael gerioù-kroaz, n’eo ket linennek ; daou ahel pennañ a zo ha tammoù traoù a c’hell seblantout iskis, evel pa lenner ur gael c’hoari en ur zont en-dro meur a wezh war un termenadur n’eo ket diluziet c’hoazh… En em veskañ a ra eus ar c’hentañ foñs ha stumm, en oberenn-mañ. Ha dre m’eo kinniget New-York evel kavell ar gerioù-kroaz, ne c’hellan ket mirout a soñjal e-barzh lakadenn Kenneth White, a lavare e veze stummet awen an unan gant e endro…

Leun eo an itrik a sorbiennoù ; souezhus ha gwallzedennus, daoust m’en em santfer diroudennet a-wezhioù gant an diouer a gronologiezh splann.

Unan eus gwellañ tresourien bannoù-treset Italia eo Paolo Bacilieri en amzer a-vremañ : n’eo ket ur souezh, gant ar resis ha soutil m’eo e bajennadoù. Un eil bannenn-treset a zeu da heul honnezh ; More fun hec’h anv.


Bugaled Breizh, 37 eilenn, Erwan Ar Saeg, Paskal Bresson (2016)

bugaled-breizhPetra ober pa ne c’heller ket tizhout kaout ar wirionez ? Ijinañ, na petra ‘ta. Setu ar pezh eo bet krouerien ar vandenn-dreset-mañ oc’h ober, en ur implijout ar muiañ posubl an dielloù istorel ha ne vez ket tabut warno… hag ar re nann-ofisiel ivez. En istor wirheñvel-mañ e kinnig an dud ha ne oant ket a-du gant an tezennoù rakchaoket, ar pezh a gav dezho eo c’hoarvezet e gwirionez.

Ouzhpennet eo bet un dudenn pe zaou d’ar re korf hag eskern : ar c’hazetenner a gas an enklask da benn, sur a-walc’h, evit reiñ liamm ha korf d’an traoù, hag un nebeut eus an dud zo tro-dro dezhañ.

Anzav a ran n’em boa ket heuliet pizh an istor-mañ, na n’on ket bet dedennet ganti gwezh ebet a-raok kaout al levr brezhoneg-mañ etre va daouarn. Plijet on bet gant ar vannenn-treset. Tev eo, brav an tresadennoù anezhi, dreist-holl e-keñver endro (mor, kêriadenn, hentoù anavezet, diabarzhioù an tiez ha kement ‘zo). N’eo ket ken resis an tres evit pezh a sell ouzh dremmoù an dud, met an hollad zo kempouez memestra. Dre vannoù-treset kaer a seurt-se e c’heller adperc’henniñ ul lodenn eus istor hor bro.


Pourmenadenn Yaya, 1. An dec’hadenn, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

pourmenadenn yayaEmbannadur brezhonek eus 2015.

Kontrol da Vodou zo amañ, Pourmenadenn Yaya zo evit ar vugale. Tremen a ra e-pad an eil brezel-bed e 1937. Harozed ar vannenn-treset-mañ zo daou vugel eus metoù disheñvel. Yaya, plac’hig pinvidik eus Shangaï, n’eo ket evit muzuliañ grevusted ar brezel : kenderc’hel a ra da heuliañ he soñj a zo tremen ur genstrivadeg piano, daoust ma vije bet kemeret gant he zud bilhidi-bag evit tec’hout diouzh kêr an derc’hent. Harzhet e vo war he hent gant ur vombezadeg. N’eus ket mui eus ar bed a anaveze ha krediñ a ra d’he zud eo marvet. Kroaziañ a ra hent Tuduo, ur paotrig paour-razh, tec’het eus al lec’h ma oa o krakvevañ peogwir e veze gwallgaset. Kenderc’hel a ra an daou vugel da dec’hout asambles, siwazh, tud zo war o roudoù…

Ur souezh eo kalite ha liesseurted ar bannoù-treset brezhonek embannet nevez ‘zo. Honnezh zo brav c’hoazh, a vent bihan, treset a-zoare (doare manga met lipet-brav), gant talennoù diwezhañ leun a vunudoù a zo gwir taolennoù anezho. Kalz arlivioù zo el livaoueg implijet hag ur blijadur eo mont a benn da benn eus al levrennig-mañ. Ur wezh echu, e ouezer diouzhtu ne c’hello ket bezañ graet mod-all eget lenn ar pezh a zeuio da heul. Plijout kalz a ra d’ar vugale ivez. Spi em eus e vo embannet ar peurrest ingal (ma n’eus nemet ul levrenn e brezhoneg, ez eus 9 dija e galleg) dindan nebeut amzer.


Vodoù zo amañ, Valériane Duvivier, Frañs (2011)

vodou-zo-aman-golo01_0Emañ an embannadur brezhonek eus 2014.

Ur vannenn-treset e gwenn-ha-du eo. Lec’hiet eo an istor en ur “bayou” ijinet, kreñv-kenañ ennañ an hudouriezh du. Kement hini, den, loen pe c’hoariell a groaz hent al lenner en deus galloudoù hud. Ur c’hest en em lak e blas buan a-walc’h, ha n’eo ket el levrenn-mañ e vo kaset da benn vat, met n’eo ket ur gwall afer : n’eo ket kreizennet an traoù war an itrik.

Plantet e vez un dekor a-feson, iskis-tre ha dibar, gant tudennoù ha traoù bev eo diaes o diverkañ eus e vemor ur wezh graet anaoudegezh ganto. O dremmoù ha korfoù o deus tresoù divoutin hag hep o far, ha darempredoù dedennus a liammont an eil re gant ar re all. Lakaet em eus un tamm amzer o kompren eo bet awenet kalz an istor-mañ gant c’hoarioù-rol, ar pezh a zeu da vezañ anat en doare ma vez kinniget an tudennoù, e kreiz-tout, evel pa vije war ur gartenn-c’hoari o kinnig o ferzhioù pennañ, o galloudegezhioù hag o zechoù gwan. Ar pezh n’eo ket bet evit displijout din.

Poan em eus bet oc’h en em lec’hiañ e penn kentañ al levr, dleet em eus adlenn meur a wezh ar pennad-digeriñ evit tennañ ur c’hompren bennak eus ar pezh a welen, met ur wezh lañset ha staliet en endro ez a plaen an traoù. Roet e vez ur skeudenn dreist eus ar bayou, staliet e vez un ambiañs dreistordinal gant ar skeudennoù e arlivioù gris hag ar foñs, du alies. Ha koulskoude e evod eus senennoù zo ur gwir douster.

N’eo ket tamm ebet an doare oberenn a vezan boaz da lenn, n’eo ket va bed, met kendrec’het on bet gant an disoc’h, ha mall zo warnon dizoloiñ ar peurrest : spi em eus e vo kaset ar raktres da benn vat gant an troer, Stefan Carpentier. Laouen on o tizoloiñ seurt nevezentioù, a zigor an nor war dremmwelioù nevez ha n’int ket brudet-kenañ c’hoazh.