Category Archives: Moliac’h ha Faltazi harozek

Les cartographes, Peng Shepherd, Stadoù Unanet (2023)

Les-CartographesDiegi em bez, alies, da vont war gaout skrivagnerien n’anavezan ket pa vez anv a faltazi harozek : ur stil lennegel eo hag a vez kustum da awenañ ur mor a skriverien stag ouzh an danvez kentoc’h eget ouzh ar stumm. Mil boan em bez o lenn levrioù avañtur skrivet fall. Gortoz a ran e vije lennet an oberennoù gant kalz tud a-raok ober va soñj din-me.

Disheñvel eo bet an dro-mañ gant Peng Shepherd. Koulskoude e oa ar wezh kentañ din lenn he anv. Krediñ a ran eo ar c’hoari Cartographers en deus bountet ac’hanon war-zu ar romant-mañ. Netra da welet, a-benn ar fin… Nemet ar blijadur a zo da dennañ eus ar romant kement hag eus ar c’hoari.

N’on ket bet paket en istor diouzhtu : n’em boa ket fiziañs er skrivagnerez. Aon em boa e vije skrivet brav hep bezañ “santet”, lennegezh d’ober lennegezh, leun a ditouroù diezhomm evit an itrik. Aon em boa ivez ne c’helljen ket en em stagañ ouzh an tudennoù.

E gaou e oan.

Un istor kreñv eo, ijinet brav, gwallzedennus. Lod e teuer da vezañ er c’hest.

Un dizoloadenn vrav eo bet. Ur veaj saourus hag entanus, gant va gwellañ ajañs-beajoù : va levraoueg. Hag en ul levrenn nemeti, ar pezh a ra vad, ur wezh n’eo ket bep tro !


La saga du sorceleur, L’intégrale, Andrzej Sapkowski, Pologn (2008-2015)

sorceleurSetu an titloù a gaver en 3566 pajennad eus an oberenn glok-mañ :

1. Le Dernier Vœu (2008)

2. L’Épée de la providence (2008)

3. Le Sang des elfes (2008)

4. Le Temps du mépris (2008)

5. Le Baptème du feu (2009)

6. La Tour de l’hirondelle (2010)

7. La Dame du Lac (2011)

8. La Saison des orages [prequel] (2015)

Disoñjet em eus, bremañ, gant piv e oa bet aliet din teurel ur sell war an heuliad. Un hir a sell em eus taolet, kement hag ober. Souezhusat tra avat, n’eo ket peogwir e oan sot gant an oberenn. Evit kregiñ diouzhtu gant an tu fall, e kredan ez eo abalamour d’ar fent a gaver penn-da-benn al levrioù-mañ.

Ha da gompren a zo ne blij ket din c’hoarzhin ? Tamm ebet. Met daou seurt fent a zo el levrioù, a gav din. An hini kentañ eo ar fent a zeu diwar ar pezh a ra an tudennoù. En Harry Potter ez eus kalz eus ar fent-se, a gavan eus ar c’hentañ troc’h. Ne bella ket al lenner eus ar pezh a c’hoarvez ; er c’hontrol, desachañ a ra anezhañ d’e heul.

An eil fent, an hini a implij Andrzej Sapkowski, a zo ur fent “evit lakaat al lenner da c’hoarzhin”. C’hoarvezout a ra traoù grevus, met un dibab eo a-berzh ar skrivagner o c’hontañ gant fent.

Kalz poan em bez gant an eil fent-se, a lazh va beaj er romantoù. Herzel a ra ouzhin sevel an eor. Chom a ran atav en va c’hroc’hen lennerez, e-lec’h kemer perzh en avañtur.

Gwelloc’h eo, emichañs, peogwir e tiskouez buhez ar “witcher” bezañ arvarus-abominabl ! Plijadur a vez o skeiñ, o tourtañ, o troc’hañ munut, o taeañ, oc’h aspediñ pe o ravokiñ boudoù… Dibistik ne chom ket Geralt atav.

Skrivet mat eo an avañturioù-mañ ha bev-buhezek. Ne oa ket ur binijenn mont betek penn.

N’em eus ket kavet dedennus-tre ar bed ijinet gant Andrzej Sapkowski avat. Harpañ a ra war fiselennoù gros ar jener, a gav din. E-keñver soutilded romantoù Robin Hobb, da skouer, e komprener n’eo ket e-barzh krouiñ e ved en deus lakaet ar skrivagner e holl aked. N’eo ket e dra kement-se. Skrivañ eo e hini. Pep tra a zeu aes dindan e bluenn. Ar gerioù skrivet eo e huderezh dezhañ.

Un dra em eus kavet dedennus-tre a-hed an tri mil pajennad-mañ eo gwelet e bluenn o lemmat, dres. Ma vijen chomet gant an div pe deir levrenn gentañ n’em bije ket santet an traoù o vont war-raok, ken war ar stil ken war an danvez.

Kalz dedennusoc’h eo testennoù ar c’hreiz eget re ar bloavezhioù kentañ. Ha gwir eo en tu all ivez ; berraat a ra e alan a-benn ar fin, santet e vez gwezh ha gwezh all en dez mall ar skrivagner oc’h echuiñ, pe diegi o vont war-raok.

N’eo ket dizingal an oberenn evit kement-se. Ret-mat eo d’an traoù kaout ur penn kentañ hag un dibenn. Ar vouedenn, e kreiz, zo magus ha fonnus.

An oberenn glok-se ne vez kavet da werzhañ nemet dindan he stumm niverel, amañ, da skouer. Al levrioù paper a vez gwerzhet unan hag unan a-hend-all.


An tasmant fromet, Paol ar Meur (2022)

tasmantMat eo an istor ha kontet brav. N’em eus ket kavet dreist-ordinal ar romant, dre m’em boa lennet kalz oberennoù evit ar yaouankiz war an hevelep dodenn, met diverrañ a ra an amzer en un doare skañv. Dedennus an itrik ivez.

N’on ket sur ez eo ur romant evit ar grennarded e gwirionez : e fent n’eo ket aes da gompren evit ar bras anezho, d’am soñj. Divinout a ran ez eo dibab ar publik krennarded un afer ti-embann : da betra skrivañ romantoù ha ne vint lennet gant den ? Met derc’hel a ran da soñjal, memestra, ez eo Paol ar Meur, e sevenadur ledan, e ijin strujus, e eil derez soutil, ur skrivagner evit an dud gour.

Netra ne vir outo da lenn oberennoù Priz ar Yaouankiz, evel-just. Gant ma ouezint peseurt re dibab.


Neverland, Timothée de Fombelle, Frañs (2017)

NeverlandSouezhet gant al levr-mañ. Ar wezh kentañ e oa din lenn ul levr gant ar skrivagner-mañ ha n’eo ket faltazi da vat.

Met petra eo ?

Un droiad e ti goullo e dud-kozh, digarez da c’hervel eñvorennoù kozh, lakaomp. Met ouzhpenn se eo. Ur skrid barzhoniel, dezhañ da vezañ e komz-plaen, ha ne vez roet netra ennañ na dremenfe dre ur c’hwezh pe ur skeudenn.

Diazezet eo war traoù bevet, splann eo. Met pegen trehontet !

Kaer ha fromus eo, al levr-mañ hag a gont deomp ar pezh hon eus pleustret holl warnañ : aet eo kuit hor bugaleaj, ha paneve an arz hag al lennegezh, netra ne zegaso anezhañ.

Un oberenn dreist, ha n’eo ket unan hir.


La 13e maison des Bradley, Amber Lee Dodd, Rouantelezh Unanet (2021)

Bradley 13Doare Harry Potter, lakaomp, met disheñvel-mat war un dro. Ne denn an istor ouzh netra a anavezomp. E-barzh ar romantoù avañturioù, d’an nebeutañ. Ar pezh a vez klasket eo traoù diabarzh, tra ma vez klasket un ti da chom ennañ da viken. Gwirionez en darempredoù, gwir da vezañ anezhañ e-unan hep soursial ouzh sell ar re all.

N’it ket da grediñ eo un istor kentelius evit kement-se. Un avañtur gwir a zo, dañjer, treitouriezh ha bugale kalonek da lakaat pep tra en e reizh.

Skrivet brav eo, gant ul lusk a ya war-raok ingal met a oar kemer e amzer war ar munudoù.

N’eo ket alies e vez lennet romantoù evit ar yaouankiz dezho ul live ken uhel, war gement tachenn a zo. Tem, yezh, soñjoù, suspens, santimantoù. Ur bennoberenn evit ar grennarded yaouank.

Hag ur skrivagnerez da heuliañ pizh !


Le sabre de sang 1 : Histoire de Tiric Sherna ha 2 : Histoire de Kardelj Abaskar, Thomas Geha, Frañs (2014)

geha1Er rummad daou levr-mañ en deus graet Thomas Geha un dibab divoutin : cheñch savboent etre al levr kentañ hag an eil. Kontet eo penn kentañ an istor gant Tiric Sherna tra m’eo kontet ar fin anezhi gant Kardelj.

Poan em eus bet oc’h en em ober ouzh ar yezh implijet. Un dibab eo, anat eo, met skrivet eo en ur yezh tostoc’h ouzh ar yezh komzet eget hini ar bras eus al levrioù a lennan. Lakaat a rae, alies, un hed etre me, al lenner, hag an istor kontet. Ne oan ket sur e teujen a-benn da vont dreist an dra-se evit mont kant dre gant en istor d’ur mare bennak.

C’hoarvezet eo koulskoude, en eil levrenn dreist-holl : koshoc’h ha desketoc’h eo Kardelj eget Tiric. Tostoc’h e oan dioutañ eta.sabre sang 2

Mat a-walc’h eo an istor ha dedennus-tre lod eus an tudennoù ijinet : ar Maskl, ar maouezed a vir enno o bugale a nac’h genel peogwir ne fell ket dezho en em zistagañ diouzh o mamm hag a zeu, dre-se, da vezañ galloudus, bodet m’eo enno o furnez hag hini o bugale nann-ganet.

Danvez a zo er skrivagner-mañ, a gav din, memes ma n’eo ket direbech e levrioù c’hoazh. Ijin en deus, lusket eo e oberennoù ha mont a ra war-raok war ar vicher a levr da levr. Da heuliañ.


Le pendule de Foucault, Umberto Eco, Italia (1988)

Le-pendule-de-FoucaultHennezh em eus bet poan o lenn anezhañ. Ral eo din kavout ken hir va amzer gant ur romant.

Koulskoude e oa un dra bennak ennañ o vountañ ac’hanon da vont war-raok. Daoust d’an tem em eus heug outañ (ar c’hredennoù ezoterik e Europa diouzh red an amzer), daoust da rannbennadoù a-bezh troc’hañ red an dezrevell, o fringal evel pennadoù un holloueziadur e-touez romantoù-foto) e santen e talveze ar boan mont betek penn. Abalamour da bennadoù klaseloc’h, tener, skrivet brav, silet e-touez ar peurrest moarvat hep na gomprenfen da belec’h e kasent da gentañ.

Mont a ra an traoù e breskenn tro ar fin. Nann, n’eo ket en aner e vez roet ar peurrest. Ha ken c’hwezhet eo senenn an diskoulm ma c’hellfe bezañ bet ijinet gant ur skriver senario filmoù amerikan (rann B).

Ur sapre romant eo, a-benn ar fin. Un oberenn. Ne blij ket din, ha ne cheñcho ket va soñj war se, met ne zisoñjin ket anezhañ kennebeut.

Ul levr pennadoù-kaoz gant Umberto Eco em boa lennet n’eus ket gwall bell a zo en deus taolet ur sklêrijenn dic’hortoz war va doare da lenn ar romant-mañ. El levr-se, e lavare Umberto Eco en doa en e di un dastumadeg ledan o tiskouez sotoni mabden. Levrioù kozh pe goshoc’h, oc’h embann sotoni an dud, o c’hredennoù, a gantved da gantved. Gwelet a ran Le pendule de Foucault evel ur private joke o tennañ d’an dastumadeg-se. Ur mell farsadenn. Un dae en deus lakaet outañ e-unan, moarvat, un deiz ma oa e ijin o virviñ en ur sellet ouzh e levraoueg. “Sell ‘ta ! Ma z’afen da strollañ an holl velbiaj-se en un oberenn nemeti, petra a zeufe diouti ?”. Gloubi-boulga, fennet diouzh chaodouron suilhet ur sorser meur. Ha diouzh ar pezh em boa klevet diwar-benn al levr a-raok e lenn -ur mell oberenn, diellet-kenañ, meur a yezh o tiskouez o fri ennañ, digant un den ken gouiziek m’eo a-boan ma teuer a-benn da heuliañ troidelloù e spered, hag all-, on sur en deus c’hoarzhet e walc’h ar skrivagner o welet an degemer graet d’e levr.

Bourjinerezh un tamm “bourj”, bourc’hiz. Diaes eo dezhañ kuzhat en em gav gant ouiziegezh. Met kazi sur on eo ar romant-mañ ur mell farsadenn diouzh e berzh.


Ma beajou-me ; Enebour ar barzh, Yorgos C’himonas, Bro-C’hres (1984)

ma beajou meAn droidigezh-mañ, graet gant Alan Botrel gant aotre ar skrivagner, a oa bet embannet e brezhoneg e 1995 en dastumad Skrid. Ar fed e vije eoriet tammoù eus an istor e Breizh en deus pouezet moarvat.

Anzav a zlean eo chomet kloz a-walc’h an testennoù-mañ din. N’eo ket en abeg d’o yezh : kompren a ran ar gerioù, kompren a ran ar pezh a c’hoarvez, gouest on da gontañ tammoù eus an istorioù. Plijadur em eus bet, gwezhioù ‘zo, pa zeuen a-benn d’en em stagañ ouzh diorroadur ur skeudenn pe un darvoud, o lenn anezho. Pas atav.

Ur fazi e oa bet diouzh va ferzh kregiñ el levr-mañ hep bezañ bet o klask titouroù diwar-benn ar skrivagner a-raok. N’eo ket aet hebiou din e liammoù gant ar psikanaliz, anat. Neuropsikiatr e oa diouzh e vicher. Intret eo e lennegezh gant e sevenadur vicher.

Dedennet on bet gant an doare da skrivan, troc’h-didroc’h. Displeget eo en Encyclopedia Universalis eo liammet gant tachenn an hunvre, tomm ouzh e galon hag ouzh e empenn. War an divoud-se em eus kavet un hevelebiezh bennak gant skridoù Kafka, reiñ a reont ar memes santimant gwezh ha gwezh all.

A-hend-all n’on ket deuet a-benn da gavout interest en danevelloù-mañ. Ne lavaran ket int didalvoud : n’o c’homprenan ket, traken. N’on ket bet gouest da welet va-unan eo bet awenet an eil testenn gant Diougan Gwenc’hlan zoken.

Lennegezh start, din-me. N’on ket sur e vije embannet seurt skridoù en deiz a hiziv c’hoazh. Un tamm muioc’h realist eo deuet an embann e brezhoneg da vezañ, marteze : piv a lennje ?


No pasaran : 1. Le jeu, 2. Andreas, le retour 3. Endgame, Christian Lehmann, Frañs (1996)

No pasaran1Levrenn gentañ ar rummad tri levr-mañ a loc’h diwar un tem boutin : n’eo ket gwall splann ar vevenn etre c’hoari ha gwirionez.

Tri c’hrennard a heulier. Da vare ur veaj-skol e tec’hont diouzh evezh o c’helennerien amzer da vont d’ur stal c’hoarioù-videoù iskis. Unan eus ar c’hoarioù a zegasont en-dro en deus perzhioù dreistnaturel. Daoust ma vijer c’hoazh e mare an disketennoù PC, e tiskouez bezañ gouest da etrelugañ e c’hoarierien, hep wifi na netra ebet. Ken pizh eo kalite e skeudennoù ma kreder bezañ er vuhez gwir. Hag e gwirionez… Hervez an dibaboù graet, en em gaver o vevañ brezel pe vrezel eus an XXvet kantved ha, gwashoc’h ‘zo, e liamm eeun gant familh ar c’hoarier.no pasaran 2

Goude bezañ soñjet ne oa ket ur souezh e vije bet lakaet al levr-mañ en ur voest-levrioù, o vezañ m’eo diamzeriet e endro stlennek, em eus troet va soñj. E gwirionez e ro dezhañ ul liv “vintage” a c’hell plijout a-nevez d’ar grennarded. Ha n’eo ket tamm ebet ul levr “jentil” evel ma vez ar c’hiz. Kriz ha realist eo ar senennoù emgannoù, ar brezelioù.

Mat eo al levr-mañ d’en em soñjal war al liammoù a zo etre dec’h hag hiziv ha war disoc’hoù pleustrek ar brezelioù. Lennet em eus anezhañ da vat evel un oberenn enep an arme, dreist-holl goude twitch ar fin.

Daoust ma oa lipet-mat, hag echu, an istor e fin al levrenn gentañ, al levrennoù 2 ha 3 a gendalc’h gant an hevelep spered met, evel alies pa vez un astenn d’ar soubenn, hep digarez gwir e penn kentañ. Ken dic’hortoz all eo ar fin e-keñer ar pezh a ouezer eus ar penndudenn Andreas.

No pasaran 3Ret eo tremen hep teurel re a evezh ouzh gwanderioù a zo evit bourrañ an istor da vat : unan anezho eo an ton un disterig kentelius, “Signe de Piste”, a vez gant ar skrivagner a-wezhioù. A-boan ma vez santet, met pa vez, eo hegasus.

Ur meskaj mat etre brezelioù an XXvet kantved hag ar politikerezh (kazi) a-vremañ e bro-Frañs (n’eo ket cheñchet kement-se dindan 25 vloaz hag anavezout a reer an dud, daoust d’o anvioù faos). Un dra a zo sur : ne veze ket damantet betek re al lennerien yaouank, nag a-fed danvez, nag a-fed hirder. Ne gredan ket e vije embannet seurt traoù hiziv, ne vije ket lennet ganto. Domaj eo, kar dedennus eo.


Rampo, Loeiza an Duigou (2020)

rampo-levr-loeiza-an-duigouUr romantig evit ar grennarded.

Luchañ a ra hennezh war-zu ar moliac’h ivez, met gant un tasmant klaseloc’h en e zoareoù.

Souezhet e vezan gant ar binvidigezh a gaver dindan ken nebeut a bajennoù. Skoulmet brav eo an istor ha karakterizet he zudennoù, plijus da lenn war gement poent a zo.

Ar pezh a blij din muioc’h-muiañ gant Loeiza an Duigou eo ar c’hreunennoù faltazi (pe follentez ?) a had en he zestennoù hag a adkaver eus unan d’an all. Un doare imor vat a evod diouto hag a vezer kaset ganti. Lennet e vezont gant ur mousc’hoarzh e korn e vuzelloù, hag ur goulennig souchet en e empenn : betek pelec’h e kredo mont ?

Gant kuriusted ha spi e sellan ouzh bleuniadur ar skrivagnerez yaouank-mañ.