Tag Archives: André

La peur des autres : trac, timidité et phobie sociale, Christophe André, Patrick Légeron, Frañs (1995)

Dedennus a-walc’h em eus kavet al levr, dreist-holl er penn kentañ. Displegañ a ra mat-tre ar c’hudennoù liesseurt a c’hell kaout unan da zaremprediñ tud all. Kinniget e vez goulennaouegoù bihan, da c’houzout gant peseurt droug oc’h taget (ma z’oc’h), hag-eñ e talv ar boan kaout sikour da blaenaat an traoù pe get.

Ar pezh ez eus da zerc’hel soñj anezhañ eus al lodenn gentañ eo n’eo ket normal aozañ e vuhez tro-dro d’an traoù ne greder ket ober, en em renkañ evit chom hep en em gavout gant tud all, mont da ouelioù ‘zo, nac’h pignat gant skeul ho labour peogwir ne fell ket deoc’h kaozeal dirak ar re all… e berr gomzoù, leuskel an namm-se da ren war ho puhez.

Hervez an aozerien, e vije meur a zoare da zont a-benn eus ar c’hudennoù-se. Gwell a se… met gant an eil lodenn on bet dipitet a-walc’h, peogwir ne ginnigont nemet unan, a-benn ar fin. An hini a labouront warni. Terapiezh an emzalc’h, a reont diouti. Ar sistem : ober an traoù n’ho peus ket c’hoant d’ober, daoust da bep tra. Evel m’ho pije c’hoant paouez da vutunat : paouezit, ha mat pell ‘zo ! Brav eo, evit tud yaouank dreist-holl… met m’eo bet klasket dija a-hed ur vuhez, klask en-dro, memes gant ur “coach”, a chom danvez-gouzañv. Evel evit ar butun, ez eus sur a-walc’h doareoù all da zousaat buhez ar re a zo taget gant seurt diaesamantoù (ha n’int ket merket e-touez ar c’hleñvedoù ofisiel). Hipnoterapiezh, ha me ‘oar… Met eus an traoù “e-kichen”-se, n’eus anv ebet amañ.

N’eus forzh, reiñ a ra un tañva dija, da bep hini d’ober e damm hent war-lerc’h.

Advertisements

Hunvre un den lu, Fiodor Dostoievski, bro-Rusi (1877)

Gant un doare mezh eo ret din anzav n’on ket kendrec’het gant an danevell-mañ, daoust ma n’em bije ket alergiezh ouzh Dostoievski diouzh boaz.

N’eo ket gwall hir an destenn. Divizout a ra an daneveller en em lazhañ, met ur gejadenn dic’hortoz a cheñch e nozvezh. Chom a ra kousket don, paket en un hunvre faltaziek dezhañ livioù ar wirionez. Treiñ a ra an destenn da utopia, ma ro Dostoievski ur skeudenn eus ur bed peurvat, hep sach-blev na soñjoù droch. Ur bed a ya da fall abalamour da zonedigezh an dezreveller ennañ. Amzer en deus bet memestra da welet war-zu petra mont, ha setu ma tiviz mont da skignañ ar c’helou vat ur wezh dihunet.

Ur seurt geneliezh adwelet eo an destenn, a ya berr-ha-berr da gelennadurezh pennañ ar c’hrist, karout e nesañ. Un destenn teologel muioc’h eget faltaziek, a bell.

An embannadur brezhonek, eus 2006, zo ennañ un dastumad gerioù hag ereadurezhioù egzotek. N’eo ket divalav, met mont a ra a-enep d’ar pezh a gomprenan bezañ bouedenn ar gelennadurezh roet gant an destenn-mañ : ret eo paouez da derriñ e benn gant meizadoù uhel ha bevañ gant ar re all en doare eeünan posubl, gant karantez outo.

Kavout a ran diamzeret a-walc’h an tem, a-fed relijion d’an nebeutañ : ar re a zo dedennet gant ar relijion bremañ ne bledont ket ganti en doare ma veze graet en XIXvet kantved dre studial testennoù relijiel kozh ha tabutal diwarno. Hag ar re n’int ket dedennet gant ar relijion n’o do ket kalz ebat o lenn an destenn-mañ moarvat. N’eo ket fonnus a-walc’h an endro faltaziek evit lakaat dougen ar soñjoù gant ijin al lenner. N’eo ket un destenn da hunvreal, met unan da studiañ.

Posubl eo e rofe alc’hwezioù da gompren gwelloc’h oberennoù Dostoievski, koulskoude. Aze emañ an interest anezhi, moarvat.

 


Si le grain ne meurt, André Gide, Frañs (1918)

A-viskoazh em eus kavet brav-kenañ titl al levr-mañ, setu perak on bet desachet d’e lenn. Ennañ e kont Gide e vuhez eus e c’hanedigezh betek e zimeziñ.

En va spered e oa ar skrivagner-mañ eus an XXvet kantved penn-da-benn, met faziet e oan kar ganet e oa e 1869. Eus ur familh pinvidik a-walc’h e oa. Evit keñveriañ gant ur brezhoneger, em eus kavet e vugaleaj heñvel a-walc’h ouzh hini Meven Mordiern, war meur a boent.

Meur a dra em eus kavet dedennus e-kerzh va lennadenn (ne lavaran ket int ar re bouezusañ en oberenn, just ar re o deus desachet va evezh din-me) : plas bras an deskiñ sonerezh, sistem skoliata a-raok Jules Ferry, darempredoù sokial etre bourc’hizien, e metoù ar skrivagnerien… Met ar pep heverkañ eo en deus dibabet Gide chom hep kuzhat e heñvelreviadelezh, d’ur mare ma ne veze ket komzet nemeur eus se. Deskrivañ a ra e zeskoni revel dre ar munud, kement gant merc’hed ha gant paotred. Souezhus a-walc’h eo evit ul levr embannet 100 vloaz ‘zo.

Plijet bras on bet gant va lennadenn. Skrivet brav eo, gant ur geriaoueg un tammig uhel a-wezhioù (n’anavezen ket an holl c’herioù, ur ral !). En ur deurel ur sell ouzh roll oberennoù Gide em eus dizoloet eo bet ur skrivagner fonnus a-hed e vuhez. Ar c’hofesaat-mañ zo e-touez e oberennoù muiañ lennet.


Anciennes complaintes de Bretagne, troet gant Andre Markowicz ha Françoise Morvan (2010)

anciennes complaintes de bretagneSavet eo bet al levr-mañ a-benn reiñ un tañva eus pinvidigezh ar gwerzioù d’an dud ha ne gomzont ket brezhoneg : kinniget eo testennoù ar c’hanaouennoù e brezhoneg, e-tal da bep hini un droidigezh gant Françoise Morvan pe gant Andre Marcovicz.

Kempenn eo ar brezhoneg ha bras e blas. Pinvidik eo an dastumad, bet strollet ennañ ar c’hanaouennoù skoüsañ hag heverkañ a zo bet gellet kavout : dedennus an istorioù kontet ha skrijus a-wezhioù. Klasket eo bet o renkañ dre dri dem bras : Le légendaire, la chronique du temps, récréations lettrées

Daoust da se ez eus un nebeut traoù on bet displijet ganto un tammig.

Da gentañ, n’on ket deuet a-benn d’en em dommañ tamm ebet ouzh al luc’hskeudennoù e gwenn-ha-du zo bet lakaet da skeudennaouiñ an traoù. Reiñ a ra ur blaz re deñval d’an hollad, ha re ziamzeret en ur mod. Tennañ a reont holl ouzh delwennoù ilizoù.

Kavet em eus un tamm c’hwezhet an droidigezh a-wezhioù, evit ober allaz da zivskouarnioù ar c’hallegerien emichañs : gwezhave, ne oan ket a-du tamm ebet gant ster ar frazenn-mañ frazenn zoken. Ha soñjet em eus e oa un tamm iskis lakaat ur gwerz gant Prosper Proux da gurunenniñ al levrenn : re vras eo al lamm en amzer evit chom hep noazhañ ouzh unvaniezh an dibab. Re dreut e vije bet an drede lodenn hepti, moarvat…

D’am soñj eo ul levr-pont, da zesachañ tud ‘zo war-zu sevenadur Breizh ha war-zu ar brezhoneg. Savet gant arbennigourien hep bezañ ken arbennig-se : santout a reer ar c’hoant ober lez. Met n’eo ket fall en holl.