Category Archives: Brezhoneg

An Antekrist, Tangi Malmanche (1950)

Ur pezh-c’hoari nebeut anavezet, digant unan eus hor c’hlaselañ dramaourien.

Kavet em eus plijus lenn un doare personel eus an istor, anavezet dreist-holl dre ar werz dediet da Fontanella er Barzaz Breiz. Ober a ra kazh an divizoù, dreist-holl p’emañ Mari vihan er jeu. Plijet on bet oc’h en em gavout er manerioù gant an tudennoù hag oc’h ijinañ an endro gras da zidaskaliezhioù deuet brav o tisplegañ ar c’hoarioù-gouleier pe ar sonioù a-dreñv. Mat eo, emaer er jeu.

Bez em eus bet tro d’en em c’houlenn hag-eñ ne oa ket Mari ur seurt pimpatrom eus an doare ma weler Anna Breizh, en ur mod. Ur plac’hig glan, uhel he fenn, bras he c’halon ; ur skouer a vertuz, memes evit ar re a glask profitañ diouti… Ur skeudenn a dizh ar gwenn hep mar eta. Met ur savboent personel n’eo ken, n’eo ket skrivet tamm ebet en destenn.

Evit distreiñ d’ar pezh-c’hoari, ret eo din anzav n’em eus ket komprenet gwall vat da be lec’h en doa c’hoant Malmanche da gas an dud gant e istorioù teologel. Ententet em eus an dezenn, met n’he deus ket kalz ster evidon, ha n’he c’havan ket pouezus. Padal eo war se en doa c’hoant Malmanche da zesachañ an evezh dreist pep tra… Pep hini a raio e soñj, forzh penaos eo berr ha diskuizhus da lenn.

Advertisements

Yaouankizoù, Nicolas Fort (2017)

Seizh danevell, berr pe hiroc’h, a gaver en dastumad-mañ.

Interest a zo o lenn pep hini, met kavout a ra din e teu bravoc’h an testennoù hir gant ar skrivagner. A-wezhioù e chomer gant ar santimant ne z’a ket an traoù war-raok, ar pezh a glot mat gant an tem, ar yaouankiz, ur mare m’emaer o klask e hent. Gwir eo dreist-holl evit Pakañ Laorañs, un tammig ivez evit Deus pa gari, lakaomp. An danevell Mont da zañsal he doa desachet va evezh e Al Liamm dija, mat em boa kavet anezhi. An hini nemeti eo ma vez anv a draoù dreist-naturel.

Kavet em eus mat tre ‘Wall dost ar mor, o reiñ ur skeudenn a-feson, ambiañset mat, eus un dour-beuz e ti ur familh. Souezhet on bet gant he fin avat (n’eus hini ebet, e gwirionez). An danevell m’en em ziskouez an dibarañ pluenn Nicolas Fort eo moarvat an hini ziwezhañ, Gwendolin, enni tost da 80 pajenn. N’eo ket boutin ar grez dibabet, pa ne oa ket an anv a Vreizh d’an Arvorig c’hoazh. A-feson eo an istor, ha divoutin. Plijus eo atav soubañ en un endro istorel. Goulenn a ra muioc’h a aked digant ar skrivagner, ivez. Ul labour brav en deus kaset da benn.

Ul levr aes da lenn, diverrus, dichipot.

Laouen on o welet ur c’han nevez o sevel el lennegezh vrezhonek.


Kalonya, Youenn Kervalan (2017)

Anv-pluenn Ronan an Henaff eo Youenn Kervalan, ur skrivagner a ra e doull el lennegezh vrezhonek abaoe meur a zek vloaz.

Kinnig a ra e-barzh Kalonya ur sammad eus e varzhonegoù. Ul levr souezhus eo, dre e vent dija (ur 500 pajenn bennak), ha dre e vod ivez. Chom a ra eleveziek ar skrivagner peurliesañ, met echuet e vez al levr gant ar santimant d’e anavezout. Dispakañ a ra e soñjoù, e garantezioù, munudoù pemdez, betek reiñ ur poltred klok-rezonabl anezhañ.

Ar ger “klok” a glot madik gant va santimant diwar-benn al levr-mañ, ha gant ar pezh a gomprenan en deus klasket ober : un dastumad klok eus e varzhonegoù. Paotr al listennoù eo ivez, evel ma weler e kalz eus e skridoù : prederiet eo gant ar c’hoant da ziskouez, da zispakañ, hep disoñjal tra pe dra. Ur varzhoneg skouer eus se zo Treizherien levrioù, lakaomp, met kavet e vez en ur yoc’had anezho.

Rannet eo al levr dindan peder lodenn : A Bed, B Bro, C Buhez, D Barzhonegoù berr. Lod eus ar skridoù zo diaes-tre da renkañ, o vezañ ma klotaont gant an teir lodenn gentañ war un dro, pe gant div. Div varzhoneg –Koroll ar gorriged ha Bertsolariadenn– a gaver e div lodenn zisheñvel, dre fazi moarvat.

E-barzh Bed e jaoja Kervalan ar bed o treiñ. Tro da ziskouez e gizidigezh ouzh merzherien a bep lec’h, e gengompren evit ar bobl munut, e zoujañs evit stourmerien o deus aberzhet o buhez evit ur bed gwelloc’h. Paotañ a ra er pajennoù anvioù tud ha broioù bet brudet gwezhall dre ar c’heleier… hag a zo bet disoñjet abaoe, tra ma kendalc’h ar bed gant e dro direizh. Heklev ar bloavezhioù a dregern en anvioù “dic’hizet”-se : Timisoara, Solidarnosc… hag heklev eus an amzer-vremañ kement-all. A-benn ar fin, evit al lodenn-mañ hag a denn ouzh an Istor e vije bet gwelloc’h heuliañ red an amzer marteze. An dibab graet gant ar skrivagner da chom hep deiziata ar barzhonegoù a gavan domaj, el lodenn-mañ dreist pep tra.

Ar blijadur da lenn istorioù, da addizoloiñ tonkad an dud-se, eo ar pep splannañ el lodenn-mañ. Alies e vez savet ar barzhonegoù tro-dro d’ur galonenn varzhoniel a gaver er fin. Dont a ra ar peurrest da brientiñ, displegañ ha gwiskañ ar mennozh-se, da skouer e Tro ar bed, a echu gant an div werzenn-mañ : Kerkent taolet gant ar c’hilhog e gan, e stag Mab-den gant e gann-ha-diskann.

El lodenn Bro e kaver kentoc’h testennoù a denn da Vreizh. Ur mennozh kreñv eo ar garantez-vro evit Youenn Kervalan. Diskouezet e vez gant testennoù a bep seurt : politikel, meulganoù da dud pe aozadurioù, taolennoù eus an natur, dezrevelloù gwerzennet eus baleadennoù pe zarvoudoù… Merzet em eus da skouer Hent an disoñj, Kablusted, Kerseennoù, O kerzhout en ho kichen (a vije gwelloc’h e Buhez ?)…

Testennoù personeloc’h a gaver en trede lodenn Buhez. Barzhonegoù diwar-benn ar familh, an amezeien, ar garantez… E-touez ar re-se on bet plijet kalz gant Em boz, Kenvilin an ankounac’h, Kerbrad, Mab Janina, Roz ar gaouenn, Treizherien levrioù, War aod Ledav

Strollet eo bet an testennoù berr er fin en ur pevare lodenn. Enno eo ez eus, a gav din, ar muiañ a varzhoniezh hag a startijenn :

Erin / Eus tu an traezh / Irin / Eus tu an drez

Lod a son evel krennlavarioù nevez :

Lod zo disto / O c’hlopenn / Lod all dister / o empenn

A-hed al levr e vez implijet ur geriaoueg pinvidik a bled kement gant ar bed kozh ha gant an hini modern, hep na seblantfe bezañ kalvezel morse. Santout a reer eo ar brezhoneg yezh bev-birvidik ar skrivagner.

Kalz plijadur em eus bet o lenn al levr-mañ a santan tost ouzhin, o komz eus traoù a sell ouzhin, o lakaat ar brezhoneg da vevañ en traoù munut evel er soñjoù bras. Bamet on gant nerzh skrivañ, gant dalc’husted Youenn Kervalan e-doug an holl vloavezhioù-stourm-se. Daoust da se, ne gav ket din e vije barzhoniezh an testennoù kinniget a rafe o friz. Stil lennegel Youenn Kervalan a luch war-zu ar sevel kronikoù muioc’h eget war-zu ar c’han. Kalz eus ar barzhonegoù kinniget el levr-mañ a vije lakaet o gwerzennoù kichen-ha-kichen da sevel komz-plaen hep disteraat o zalvoudegezh, a gredan.

Bezo pe vezo, ul levr a dalvoudegezh eo evit hol lennegezh. Plantañ a ra ur maen-bonn ha ne c’hello ket bezañ c’hoariet an dro dezhañ hep e saludiñ.

 

 


Barzaz, Mikael Madeg (1988)

nvo madegUl labour genel en devez al lenner d’ober peurliesañ pa lenn un oberenn bennak gant Mikael Madeg. Dleout a ra sachañ ar grouadell vev eus ar c’hof gerioù tev emañ kuzhet enni, bev-buhezek.

N’eo ket gwir evit an dastumad barzhonegoù-mañ ma kav pep ger e blas, met splann eo en e hir a bennad-digeriñ : Barzoniez ? ma atersa Mikael Madeg anezhañ e-unan diwar-benn e zarempred gant ar varzhoniezh, e labour-krouiñ ha kement ‘zo. M’eo dedennus-kenañ ar soñjoù eztaolet eo hegasus an doare m’int roet. Danvez preder ha studi a gaver e-barzh koulskoude, sot e vije tremen hep e lenn.

Plijus a-walc’h em eus kavet ar barzhonegoù, hep ne z’afent da zihuniñ traoù don ennon kouskoude. Evel m’en lavar e-unan int stag ouzh ur mare bennak eus e vuhez, barzhonegoù ur paotr yaouank dreist-holl. Ha dre-se int techet da dreiñ war-dro un tem nemetañ : ar garantez, en he ster strizh, hini un den yaouank ouzh ur plac’h. Gant se, n’int ket gwall vagus d’an dud gwenn o blev marteze. Met bez ez eus un aesder skrivañ, ur skañvder o laka da vezañ diskuizhus ha bourrus da lenn.

War sujed ar garantez, ar re on bet fromet ar muiañ ganto eo : Advarzoneg da Ann, Soñj az peus, Karolina ? a echu gant ur bimpoellenn tipik a-walc’h eus ar skrivagner, Buanijin e stumm ur rimodell da lakaat ar vugale da lammat war ho parlenn, Mervel a gomz eus ster ar vuhez gant un ton a ziwar-c’horre, Kan ma trevez ar skrivagner ur ganaouenn hengounel ha ma ra goapig ouzh e benn dezhañ e-unan, un dra eo Mikael Madeg ur mailh warnañ, Disadorn da noz da disul vintin un diviz fentus ha lusket mat etre daou gariad.

E-barzh an Advarzonegoù hag el lodenn ziwezhañ Hag abaoe… (nevesoc’h, p’emañ kinniget an holl varzhonegoù-se hervez red an amzer) eo aet war-raok preder ar skrivagner diwar-benn ar garantez evel en Goude hir gortoz, A gwir oa ganez… (e koun Sergei Esenin). Marteze e klot muioc’h gant ar pezh em eus c’hoant da lenn er mare-mañ.

Karantez ouzh ar vamm a santer ivez, ur wezhig an amzer, evel en War va lent.

Un eil tres a vez brodet warnañ gant Mikael Madeg en e varzhonegoù eo hini Breizh, o koll he statud hag he fersonelezh. Kavet e vez da skouer en Va mamm ger, Fichenn etasivil, Goulennig, Euz peleh… N’eo ket alies e kav dezhañ e c’hell ar varzhoniezh bezañ awenet gant degouezhioù all eget ar re-se, met c’hoarvezout a ra ivez, evel en D’eur vaouez koz, deuet brav gantañ.

Daoust ma vije kinniget embannadur ar barzhonegoù-mañ evel ur jestr emsaver, da vrasaat ar berniad levrioù brezhonek, e kav din e talvezont ar boan da vezañ lennet. Merzet e vo n’o deus ket koshaet, dezho da vezañ 30 vloaz ar bloaz-mañ, hag ez eus bet embannet barzhoniezh disteroc’h etretant.

Hag evit respont d’ar goulenn savet gant ar skrivagner er pennad-digeriñ, daoust hag ur barzh a zo anezhañ… ya, evel-just. Ouzhpenn da draoù all. Met n’eus ket ezhomm dre ret da lenn ar barzhonegoù-mañ evit en santout, emichañs.

 


Skignet d’ar Seizh Avel, Zavier Langleiz (2013)

An testennoù kinniget el levr-mañ a oa bet embannet etre 1941 ha 1944, er gazetenn bemdeziek La Bretagne a ginnige ur pennadig e brezhoneg bemdez. Sinet e oa ar pennadoù-se “Lan hag Herve” ha skrivet e oant gant tud disheñvel, en o zouez Langleiz.

Souezhet on bet un tammig gant an dibab-mañ : embann testennoù Langleiz nemetken. Emichañs e oant dedennusoc’h eget ar re all, pe gwelloc’h o yezh. Met kavet em bije dedennusoc’h, ha klokoc’h, lakaat an holl bennadoù, kement hag ober, en ur resisaat gant piv e oant bet skrivet e gwirionez. Ur wezh an amzer, e ra dave Langleiz d’ur pennad bet skrivet gant unan all ha n’hon eus ket, eta. Troc’hañ a ra al lañs.

Ar fed skrivañ dindan un anv-pluenn a ro disoc’hoù farsus ivez : ne gil ket Langleiz dirak an drochoni, pa ro mel d’e levrioù gant al loa vras en ur ober van da reiñ un ali objektivel diwar o fenn… Ha n’eo ket ur wezh, met meur a hini ! Pec’hed orgouilh ar skrivagner, a c’heller kompren keit ma chom kuzh e identelezh. Met farsus eo gwelet en doa lakaet en e benn adembann ar pennadoù-se dindan e anv, ha n’en doa ket raktreset lemel ar frazennoù-se !

Petra eo al levr-mañ neuze ? Ur sac’h-a-bep-tra, ur meni “Buez ar Sent” lik da blantañ un tamm brezhoneg bemdez en tiegezhioù, en ur vrudañ implij ar yezh, oberoù hag oberennoù ar re a laboure eviti. Reiñ a ra tro an dastumad-mañ d’en em soñjal war ar fed ez eus liveoù e-barzh ar skridoù kinniget da lenn d’an dud gant unan. Langleiz, a zo lakaet da skrivagner meur gant ar vrezhonegerien a-vremañ, a skrive ivez disteradoù, abuzetezioù. Ne lakae ket kement a breder, a aked, o tuañ ur bajennad “Seizh Avel” hag unan eus e romantoù, kizellet munut. Ar pal a oa boueta ar pemdez, n’eo ket sevel un Oberenn Veur da leuskel roudoù don e spered al lennerien. Heñvel-tra eo pa skriver ur blog. Skrivet e vez diwar-dizh, ar buanañ posubl, ar gwellañ posubl, met hep al labour c’hwennaat ha gwellaat don a zo ret evit sevel un oberenn lennegel pe ur studiadenn. Ar pezh a gont eo al liamm gant al lennerien, gant ar yezh -DRE ar yezh.

Daoust m’eo bet skrivet ar pennadoù-mañ gant Langleiz, n’eo ket ar skrivagner a skriv, evel m’en lavar e-unan. Ar boulom Langleiz, ne lavaran ket. Reiñ a ra d’e lennerien, hep gouzout dezhañ a-wezhioù, ur bern titouroù diwar-benn e amzer, tro-spered an dud e-pad ar bloavezhioù brezel trubuilhet-se a zo bet ken rebechet d’an emsav betek an deiz hiziv, hag a vo c’hoazh. Ha se, hep ober anv eus politikerezh. Netra gwall chalus er pennadoù-mañ : a-boan ma santer eo ar brezel, pa ne vije ket ret dioueriñ boued ha pourvezioù diazez, ar pezh a vez graet anv anezhañ war don ar fent atav. Un tamm moral, un tamm stourm evit ar yezh, kalzig a vourdoù. Ar pennadoù dedennusañ, evidon, eo ar re a gont degouezhennigoù istorel : desket e vez traoù ganto.

Plijus eo da lenn, aes gras d’ar pennadoù berr. Da betra koll an hanter eus al levr o lakaat an droidigezh e galleg ? Evit ma vije tu d’an teodoù fall kontrolliñ ne gerzhe ket kazel-ha-kazel Langleiz hag an alamanted ? Marteze.


Pourmenadenn Yaya 2 : Ar brizoniadez, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao

Ne z’a ket an traoù war wellaat evit Yaya, kouezhet etre krabanoù ur vandennad boued-ar-groug a fell dezho korvoiñ anezhi. Koulskoude emañ en he fenn adkavout he zud, ha n’o deus ket gellet mont kuit hepti, emichañs. Chom a ra bac’het e loch ar re zrouk tra m’eo kaset Tuduo, gant Zhu, da laerezh e-barzh tiez ar c’harter pinvidik emañ ti Yaya ennañ. Ne gavfe ket an ti paneve sikour unan bennak dic’hortoz, a zeu a-benn da lakaat kompren e veno. Dont a ra a-benn Tuduo da gavout ti Yaya hag he gouarnerez Fang Yin, chomet ennañ d’he c’hortoz. Dont a ra honnezh da adkemer ar plac’hig hec’h-unan…

Dre chañs ez eus galloudoù dreistordinal gant Yaya, a-hend-all ne vije ket kalz a spi d’en em dennañ, evit daou vugel o-unan en ur gêr vras bombezennet. An dud gour n’int ket ur rekour bras, hag int ken pennfollet all gant an darvoudoù, pa n’int ket mennet da dennañ o vad eus ar brezel.

Plijus eo atav, gant tresadennoù lipet ha livet kaer, stroñs ha spi. Anat eo n’eo ket echu trubuilhoù Yaya, da vezañ kendalc’het.


Rouanez ar pleg-mor, Serj Richard (2017)

Dont a ra al levr-mañ da heul Ken tost d’an teñzor, a implij an hevelep tudennoù. Ken pouezus all eo an endro : kêr ha bae St Brieg. Desket e vez traoù diwar-benn ar pesketa ha buhez tud an arvor, gant ur pouez bras roet d’ar sevenadur.

N’eus netra da rebech : pinvidik ha flour ar yezh, un itrik poellek. Koulskoude, n’eo ket gwall blijus da lenn. Marteze abalamour ma n’eo ket an harozed gwir harozed, n’int ket studiet pizh. Poan em eus bet oc’h en em stagañ outo, daoust ma ne oant ket dianav din. Lakaat a ra ac’hanon da soñjal el levrioù “lenn” a lennen pa oan bihan, ma ne oa penntudennoù nemet peogwir e oa ret evit lakaat ur bern gouiziegezhioù da vezañ lonket. N’eo ket tre e mod-se e welan an traoù : ar blijadur lenn da gentañ, ar peurrest da heul, mar bez tu, ha ma n’eus ket, n’eo ket sañsubl. Ma vez graet ur valeadenn e bro St Brieg e-kerzh ar romant, e vank a lusk, a suspens, hag an istor karantez ha ne vez nemet damveneget he dije dellezet muioc’h a breder, marteze ? Un afer pouezañ n’eo ken, p’emañ an holl aozennoù amañ. Madik eo, hep mui ken.


Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…


Rederien mor, Alice Luron, Antoine Le Fée, Blaise Guillotin, Myriam Guillevic (2017)

Peder danevell, kinniget gant pevar den yaouank, savet tro-dro da dem ar mor. Pep hini anezho a ginnig un endro, ur stil hag un ambiañs disheñvel-mik koulskoude.

Brodiñ a ra Alice Luron, e Distro maouez Kersaozon, tro-dro d’ur vojenn bobl en em strob garv gant ar vuhez gwir.

Kontañ a ra Antoine Le Fée terzhienn an emgann en Istor ur bleiz-mor kozh un danevell faltazi-harozek em eus kavet tost hec’h aergelc’h ouzh hini an heuliad Game af Thrones. Echuiñ a ra gant ur bimpoellenn klasel a-walc’h.

Desachet eo bet muioc’h va evezh gant an div zanevell ziwezhañ.

Ar Chase, gant Blaise Guillotin, zo un destenn skiant-faltazi ma weler ur vagad tud yaouank nevez engouestlet e-barzh an arme o vont da stourm ouzh morviled a zo un dañjer evit ar vro. Ar soñj a zo dreist, an istor kontet brav, gant kalzig a vunudoù hag ur preder ispisial ouzh temz-spered ar penndudenn em eus kavet plijus. Hag awenet e vije bet gant Orson Scott Card, pe un degouezh e vije ?

Gant Myriam Guillevic e cheñcher ton ur wezh c’hoazh. Kontrol d’ar pezh a laosk an titl da zivinout ez eo Morganezed un danevell realist, tostoc’h ouzh ar pezh a vez lennet e brezhoneg diouzh boaz. Renet mat eo, gant ur fin dic’hortoz. Titouret mat eo Myriam Guillevic, evel Blaise Guillotin, war ar bedoù a zeskrivont, n’eo ket chomet o labour diwar-c’horre. Ur gudenn teknikel a zo, marteze, gant an doare da sortial eus ar c’harr e Morganezed, a sell ouzh gwask an dour ? Met ar soñj diazez a zo mat hag an danevell a echu gant ur bann spi.

Emichañs e roio kalon an embannadur kentañ-mañ d’ar peder c’hreunenn skrivagner da vont pelloc’h gant ar skrivañ : atav e vo kavet tud kontant d’o lenn.

 


Fake in China, Maïwenn Morvan (2017)

Sur a-walc’h he deus implijet Maïwenn Morvan ar skiant he deus prenet da vare ur veaj e bro-Sina evit skrivañ ar romantig-mañ. Met a-boan eo ma vez santet, gant an tost m’eo chomet eus he fal : skrivañ evit ar yaouankiz.

Dibabet he deus stumm un eskemm-lizhiri (dindan stummoù modernoc’h : SMS ha postel) etre daou zen yaouank. An hini kentañ, paket gant ur gudenn yec’hed just d’ar mare da vont d’ur veaj e Sina, a ro e blas d’ur c’hamarad a denn kalz dezhañ. Ur soñj dreist ! Ha setu lañset an avañtur.

Desket e vez ur bern traoù, en ur gemer harp war glichedoù a-wezhioù, divountet war-lerc’h.  N’he deus ket klasket ar skrivagnerez deskrivañ pep tra, na kenteliañ betek re. Un drugar eo heuliañ ar paotr yaouank, a gont e bemdez gant fent, an traoù a gav iskis, e zarempredoù gant an dud ha kement ‘zo.

Ar stek he deus Maïwenn Morvan evit skrivañ seurt levrioù skañv. Distresus eo da vat, dispar evit ar vakañsoù !