Category Archives: Esperanteg

La ŝtona urbo, Anna Löwenstein, Rouantelezh Unanet (1998)

La ŝtona urbo a dalv Ar gêr-mein e brezhoneg : ul lesanv a ro ar gelted da Roma en o istorioù.

E-keñver geneliezh ha yezh en deus ar romant-mañ ur seurt kerentiezh gant hini Jarl Priel An Teirgwern Pembroke : an daou a zo bet skrivet da gentañ e yezh-vamm o skrivagnerien,  a-raok bezañ troet ganto o-unan e yezh o c’halon. Evit Anna Löwenstein, skrivet he doa e saozneg ha lakaet he romant en esperanteg diwezhatoc’h. Jarl Priel en doa savet e hini e galleg a-raok e lakaat e brezhoneg. Dedennus e kavan an hevelebiezh-mañ, kar an div oberenn a zo lakaet da oberennoù skrivet war-eeün pe en esperanteg pe e brezhoneg, ar pezh a zo touelliñ an dud, hervezon. Dreist-holl pa ouezer ez eus anezho o-div oberennoù brudet-kaer e pep eus an div yezh vihan-se. Ha gwelloc’h eo ar romantoù troet eget ar re skrivet war-eeün er yezh ? Diaes eo gouzout, met gwelloc’h eo talañ ouzh ar wirionez.

Dibabet he deus Anna Löwenstein skrivañ ur romant istorel lec’hiet pell en amzer, er c’hentañ kantved goude J.K. . He harozez, Bivana, zo ur geltez vihan eus Breizh Veur a weler da gentañ e kreiz he meuriad. Displeget eo eus ar c’hentañ ar vuhez er meuriad, pemdez ar vugale hag ar merc’hed, kredennoù an dud ha kement ‘zo. Distabil eo an traoù gant ar meuriadoù tro-dro ha gant ar romaned. Ar re-se a dag ar gêriadenn ma vev Bivana hag a gas anezhi, asambles gant merc’hed yaouank all, da Roma da vezañ sklavez.

En un eil lodenn e tizoloer buhez nevez Bivana, a vez graet Barbara anezhi diwar neuze. Prenet eo bet gant un ozhac’h tier pinvidik a vev war ar maez. Meur a sklav en deus hag en em glev mat. Boaz eo Bivana da labourat, met kollet eo er bed nevez-se ma ne c’hell eskemm gant den, o vezañ m’eo-hi an hini nemeti o komz he yezh. En em voazañ a ra tamm-ha-tamm ouzh ar gizioù nevez koulskoude. Goude ur prantad e roer Bivana d’ur sklav a renk uhel, Filono. Ober a ra anezhi he mestrez. N’eo ket plijet Barbara gant ar paotr, met genel a ra ur bugel gantañ. Pa varv mestr an ti e adpren Filono e frankiz hag e ro ouzhpenn priz Bivana hag o mab da c’hellout kas anezho gantañ da Roma.

Prenañ a ra Filono ur stal bihan da labourat ennañ evel skrivener. Bevañ a ra Bivana hag he mab gantañ ha ren a reont ur vuhez familh evel pa vijent holl zieub. Filono a zo yuzev a-viskoazh, met dont a ra o mab da vezañ kristen. Graet e vez anaoudegezh gant lod eus ar gristenien gentañ, en o zouez Pol ha Pêr, a-dost pe a-bell.

Tech fall seurt levr eo kaout c’hoant da fourrañ ennañ ar muiañ posubl a zarvoudoù istorel ; aes eo da verzout pa vez war ur prantad istorel pell diouzhomp ha ne ouezer ket kantadoù a vunudoù diwar e benn. Tangwall Roma, merzherinti ar gristenien gentañ… Pep tra a vo kavet e-barzh. Hegaset on bet gant an doare, daoust m’em bije bet plijadur o lenn al levr.

Ur romant skrivet brav eo, kemer a ra e amzer da zeskrivañ an endro, soñjoù an tudennoù, o santadurioù. N’eo ket dibar an tem, met gwir eo ez eo skrivet diouzh savboent ur plac’h “barbar”, unan ha n’he doa pouez ebet e kevredigezh Roma, hag ar savboent-se eo a cheñch pep tra d’am soñj. N’eo ket dre zegouezh eo bet skrivet gant ur plac’h emouestlet e stourm gwirioù ar merc’hed.

Krediñ a ran eo bet sirius an enklaskoù istorel da sevel al levr, a son gwirheñvel-mat ha ne gouezh morse e pej ar re a santimantoù : n’eo ket ul levr “evit ar merc’hed” nemetken, met evit an holl re a blij dezho bezañ soubet e aergelc’h istorel ar mare-se.

 


La aĵoj kaj la sezonoj, Ulrich Becker, bro-Alamagn (1996)

La aĵoj kaj la sezonoj / An traoù hag ar c’houlzoù-amzer. Kemenn a ra an titl-mañ un dastumad danevelloù hag a zo war un dro ur sac’h a bep tra. Eus un tu, skridoù en deus savet ar skrivagner da gas d’ar Belarta Konkurso, ur genstrivadeg-skrivañ bloaziek en esperanteg. Er penn kentañ eo bet lakaet ar re-se hag an holl anezho o doa rastellet ur priz bennak. Kavet em eus souezhus anezho, evel p’en dije bet c’hoant da vont re bell ganti, ken er stumm ken en temoù. Diskouez a reont kalzig a ijin memestra.

Goude-se e kaver en La Memorejoj  eñvorennnoù dezho ur stumm lennegel : a demoù, tri-ha-tri. Skridoù personeloc’h ha donoc’h int, plijet on bet kalz ganto. En Tri okazoj el Historio / Tri darvoud tennet eus an Istor e kont Ulrich Becker penaos, e teir bro disheñvel, eo bet rebechet dezhañ mod-pe-vod e vroadelezh alaman. Feuls eo, dre ma vez lakaet pouez ar brezel war choug un den yaouank ha n’en deus ket kemeret perzh ennañ, kennebeut hag e dud.

Un destenn all en deus desachet va evezh eo Jingoj aŭ Ĉar ni estas germanoj : ur c’hrennard eus reter Berlin a skriv d’e vamm-gozh goude diskar ar voger. Gwelet a ra e dud oc’h embann mennozhioù politikel nevez ; ne vez displeget netra dezhañ ; kollet eo.

Un danevell skiant-faltazi eus ar c’hentañ troc’h a echu an dastumad : La Esperanto-Maŝino.

Gwirion ha kizidik em eus kavet an testennoù n’o doa pal kenstrivañ ebet. Diskouez a ra ar genstrivadeg bezañ tizhet he fal, da lavaret eo bountañ da skrivañ, dineizhañ barregezhioù nevez, met ar pep gwellañ a zeu da heul, a-benn ar fin, pa gav Ulrich Becker e vouezh dezhañ e-unan ha pa zeu ar redi-skrivañ da vezañ diabarzh, e-lec’h bezañ diavaez.


Sveda alumeto, Anton Ĉeĥov, bro-Rusia (1884)

Un danevell-polis dezhi un 20 pajennad bennak.

Krog on da gompren perak eo Tchekhov ur skrivagner anavezet : reiñ a ra un daolenn vev eus ar vuhez e Rusia e fin an XIXvet kantved. War ar poent-se n’eus netra da lavaret, mont a reer tre e ti an dud ha kemer perzh en o foanioù bras ha munut. Lusket brav eo an dezrevell, gant divizoù farsus.

E-keñver an istor-polis, n’on ket kendrec’het avat. Gwir eo ne oa ket 100 bloaz ar jener c’hoazh. Tennañ a ra an enklaskerien da ludresadennoù, ha n’eo diazezet o lakadennoù war netra fetis. Gant se, e oan engortoz ez afe o zaol er c’harzh… Gwir eo eo un tamm “dic’hortoz” ar fin… daoust ma vije divinet aes ganeomp, arbennigourien war an danvez ma z’omp, 2 gantved war-lerc’h. An istor a-bezh a son evel un tamm c’hwitadenn neuze, da betra … ?

Lennet e vez hep diaesterioù, hep dale, hep re a engouestl kennebeut. N’eo ket ur bennoberenn.


La brava soldato Ŝvejk, Jaroslav Hašek, bro-Dchekia (1921-1923)

Peder levrenn a ya d’ober istor Chveik, an den mat. Embannet e oa bet ar pennadoù anezho tamm-ha-tamm e kelaouennoù da gentañ.

Ar soudard Chveik a vev e Praha pa darzh ar brezel-bed kentañ. Emañ kêr dindan beli impalaeriezh Aostria-Hungaria. Tomm eo Chveik ouzh e vro, met re entanet eo evit ma trofe plaen an traoù.

Un dudenn brudet-kenañ eo Chveik e Tchekia. War zigarez kontañ istor ur soudard pout a spered, e teu a-benn Jaroslav Hašek d’ober goap ouzh ar stad, ar brezel, an arme, an iliz, ar galoñsoù, ar merc’hed… ha kement ‘zo. Hir a-walc’h eo lenn ar peder levrenn, a implij holl an hevelep gwinterelloù da lakaat da c’hoarzhin. Koulskoude e vez kavet ouzhpenn danvez-c’hoarzhin enno. Ur mailh eo ar skrivagner da zepegn ambiañs ar mare, metoù ar soudarded hag o zechoù fall. Pa ra Chveik e geñveriadennoù sot e kont war un dro penaos e oa Praha a-raok hag e-pad ar brezel. Studiet e vez pizh techoù fall an dud e-barzh ar metoù kemplezh hag urzhiet-kaer m’eo an arme, en ur prantad istorel pouezus.

N’eo ket ken dedennus evidomp eget evit tud Tchekia, marteze : ur bern elfennoù sevenadurel a zeuer da zizoloiñ ha da anavezout dre ziskourioù helavar Chveik. Pouez a vez roet d’ar boued, d’ar c’heginañ, d’ar c’hoarioù kartoù. Daveoù niverus a vez graet da istor ar vro hag ar brezel (fazius a-wezhioù, ne veze ket boaz ar skrivagner da adlenn e skridoù, a zeue buan hag aes dindan e bluenn), ha taolennoù dedennus eus an endro-brezel.

1 En la ariero / En a-dreñv

Chveik eo e vicher desevel ha gwerzhañ chas. Pa darzh ar brezel e ra e seizh gwellañ evit servijout e vro. Met gwelet a reer e c’hell ar re a volontez vat degas ur bern trubuilhoù. Chom a ra Chveik imoret mat, prest atav da rentañ servij ha da glukañ banneoù gant mignoned, ken niverus tro-dro dezhan hag e enebourien, a ya e belbi dre forzh anduriñ e sotonioù.

2 En la fronto / War an talbenn

Ma vez lennet al levrenn gentañ gant ur mousc’hoarzh e korn ar muzelloù, e vez c’hoarzhet frank en eil-mañ. Adalek ar pennad kentañ, “Darvoudigoù Chveik e-barzh an tren” dija. Hag ar pep gwellañ zo er fin, pa dap Chveik mont war-raok gant e resped soudard ha pa vez lakaet e karg da respont ouzh ar pellgomz, ha eñ e kreizig-kreiz ar brezel. Hirderioù ‘zo e kreiz al levr avat.

3 Glora batregalo / Kastizoù glorius

An trede levrenn a dremen kazi penn-da-benn en un tren an darvoudoù anezhi. Ne vez ket mat atav, kregiñ a ra an istor da vezañ hir. Ar pezh ‘zo mat eo e chom an itrik tro-dro d’un nebeut tudennoù, a zeu da vezan pimpatromoù. Ar bommoù gwellañ eo ar re m’en em gav Chveik gant e enebour muiañ-karet, al letanant Dub. Meur a wezh eo bet treuzet va spered gant ar soñj e teue ar fent eus ar fed en em ren Chveik evel ur bugel, gant ul lojik dezhañ e-unan. Ken eeün hag hegredik e tiskouez bezañ, ma vez dizarmet e hegaserien gant e zoare didro. Kerentiezh a welan etre Chveik ha Mr Bean, un tamm bihan.

4 Dauxrigo de la glora batregalo / Kastizoù glorius o kenderc’hel

A-benn e teu Chveik da guitaat an toull-bac’h ha da zistreiñ d’e rejumant, ma adkav e vignoned kement hag e enebourien touet. N’eo ket ken hir al levrenn-mañ hag an tri all : marvet eo ar skrivagner a-raok ar fin. Lakaet eo bet ar pik echu dezhañ gant e vignon Karel Vaněk, en doa diktet anezhañ dezhañ.

N’on ket fachet e vije bet berraet an traoù, peogwir e oan krog da gavout hir va amzer. Ne ziskenn ket ar c’halite e-kerzh ar peder levrenn koulskoude ha fent ‘zo forzh pegement, degaset alies gant implij ur yezh gros ha skeudennaouet kaer.

Renket eo romantoù Chveik e-touez gwellañ dezrevelloù flemmganus lennegezh ar bed. Lakaet e vez a-renk gant Don Kic’hote alies.

Un astenn da avañturioù Chveik en deus skrivet Bertolt Brecht, e 1943, er pezh-c’hoari Chveik en eil brezel-bed.

 


Demian, La Historio de la Junaĝo de Emil Sinklair, Herman Hesse, Bro-Alamagn (1919)

demianDaoust ma n’en dije ket graet kalz a verz e Frañs, ar romant Demian a zo bet a-bouez evit an alamaned yaouank o deus lennet anezhañ just goude ar brezel bed kentañ, ha dre se e kavan anezhañ dedennus dija.

Ur romant-deskadurezh eo, met pell eo a vezañ boutin. Heuliañ a ra un ahel ha n’eo ket hini an darvoudoù, daoust ma teufent en urzh kronologel. Ne vezont ket kontet holl, nemet ar re a zegas un dra bennak da vilin ar skrivagner. Klasket en deus deskrivañ stummadur diabarzh ar paotr kentoc’h eget e dreuz er vuhez, ha, dreist pep tra, ar stourm a zo ennañ etre an tu sklaer hag an tu teñval, ar Mad hag an Droug. Ne vez ket implijet termenadurioù relijiel betek re avat.

Aes eo da lenn ha digeriñ a ra un nor war ur prantad istorel : petra a soñje ar re yaouank en amzer-se, penaos en em stumment. Daoust ma ne vije ket cheñchet kement-se anien mabden, e kredan koulskoude en deus kollet ar romant kalz eus e nerzh en XXIvet kantved. Korfenn ar relijion zo skarzhet kuit evit ar bras eus an dud yaouank, ha m’eo ret da bep hini dibab e hent, n’ez eus ket kement a ziaouled da drec’hiñ ha ma oa gwezhall. Diskouez a ra kredennoù Demian, hag e zoare un tamm dreistordinal da gompren an testennoù sakr, teurel muioc’h a evezh ouzh diorren ar bersonelezh en unan eget na veze graet er metoù bourc’hiz-se, intret a relijion.

Ur romant iskis eo, barzhoniel, leun a arouezioù, nepell eus giz an hudouriezh a vremañ. Eeunik e seblant bezañ a-wezhioù met santet e vez en deus klasket Herman Hesse displegañ e wirionezioù ennañ. Ha gwezhioù all, ne gomprener ket re da belec’h en deus c’hoant da gas e lennerien : ur c’hest diabarzh eo, ha divinout a reer n’eo ket kavet ar Graal gantañ c’hoazh d’ar mare ma skriv. Skoet e oa bet, war a seblant, gant e gejadenn ouzh ar bredelfennouriezh, ha ne oa ket c’hoazh gwall gozh.

Tennañ a ra muioc’h ar fin d’ur romant eget da eñvorennoù yaouankiz, ha gwell a se ; reiñ a ra liant d’an hollad.


Ĉeĥa kaj slovaka antologio, a-stroll (2001)

ceha-kaj-slovaka-antologioLodenn gentañ an antologiezh lennegel tchek ha slovak-mañ a ginnig testennoù a ya eus an XIIvet kantved betek ar bloavezhioù 1930, dre vras. Kinniget e vez a bep seurt lennegezh : barzhonegoù, danevelloù ha c’hoariva zoken. Displegadennoù don diwar-benn an div yezh a veve kichen-ha-kichen, hag harp-ouzh-harp, er pezh a oa Tchekoslovakia, a gaver e penn kentañ an dastumad : n’eo ket fall kaout un tañva eus Istor ar vro evit kompren emdroidigezh al lennegezh.

N’on ket sot ouzh an dastumadoù, dre vras. Diaes eo kaout ur soñj hollek, p’eo bet strollet an testennoù-se evit reiñ ar skeuliad ledanañ posubl eus barregezhioù ar skrivagnerien. Un dra zo sklaer avat : n’eo ket deuet brud ar skrivagnerien-se betek ennomp, ha dianv eo deomp ar bras anezho, ma n’eo ket an holl.

En testennoù ez eus lod em eus kavet diaes da lenn abalamour d’ar sujedoù dibabet : pezhioù-c’hoari awenet gant mitologiezh bro-C’hres, danevelloù tennet eus eñvorennoù brezel, lakaomp. Reoù all ne zesachent ket an evezh, hep bezañ displijus. Hag ur wezh an amzer, alies, e soñjen : ya, aze’mañ, deuet eo ganti ! Barzhonegoù o skeiñ er gwenn, enno un draig kuzh, danevelloù gouest da bakañ un aergelc’h rouez…

Pa vije al levr-mañ en ur yezh all, ar pep gwellañ d’ober gantañ vije heuliañ an neudennoù : notenniñ anvioù ar skrivagnerien blijusañ ha klask traoù all ganto. Aze, en esperanteg, n’eo nemet ur seurt gwerennad-dal : n’hellin ket mont pelloc’h, pe ral a wezh. Ret eo o degemer evel m’emaint. Dastumet em eus un nebeut memestra. Ur ganaouenn da luskellat evit ur babig sklav gant Svato-pluk Cech ; un danevell bennak gant Julius Zeyer pe gant  Jakub Arbes, testennoù tener diwar-benn he bugale kinniget gant ur vaouez hec’h anv Elena Soltesova ; ur skrivagner eo dedennus e holl destennoù dindan n’eus forzh peseurt stumm e vijent : Matej Anastaz Simacek ; ar barzh Petr Bezruc ivez… re a zo evit o envel holl. Ur vuhezskrid berr a gaver dindan anv pep hini, evit muzuliañ dindan ur sell red lennegel, perzhioù mat ha fall ha levezon ar skrivagner.

Al levr-mañ, dezhañ da vezañ fonnus (tost da 350 pajennad) n’eo nemet levriad kentañ un heuliad daou. Emichañs eo nevesoc’h an testennoù kinniget en eil : ar c’hromm a ziskoueze tostaat eus an amzer-vremañ dre vras, daoust ma ne oa ket anat atav.

Anat eo d’al lenner emañ gant ul lennegezh pinvidik-bras hag he deus stummet ur bobl (pe ziv) hep ober trouz er vroioù tost. Meur a wezh on en em c’houlennet : petra a lakafemp, ni, e seurt dastumad ? N’eo ket e-barzh unan peurglok evel an hini kinniget gant Frañsez Favereau, met un dibab eus ar pezhioù gwellañ… Pep hini en deus e soñj war se, sur a-walc’h. Ur boelladenn zedennus eo.

 


Kronikoj el mia tirkesto, Christian Rivière (2005)

kronikoj el mia tirkestoEus Naoned eo an esperantegour-mañ. Strollet en deus el levr-mañ testennoù mesk-divesk, disheñvel-bras an eil re diouzh ar re all : Barzhonegoù, soñjezennoù, danevelloù berr, en o zouez div pe deir o plediñ gant skiant-faltazi.

Sot eo an den gant ar gerioù, evit doare. Gweañ a ra anezho par ma c’hell ha tennañ diouto frazennoù brav ha ster ganto, netra nemet en ur cheñch plas an troc’hoù pe ar vogalennoù. N’heller nemet bamañ rak e ampartiz. Gant se, gwelloc’h eo lenn goustad, ha gras em eus kavet e oa berr an holl destennoù-se.

Ar gwellañ anezho zo e penn kentañ an dastumad : La satana strato ; La kasistino, Metro kroniko… soñjoù dreist ‘zo, danvez danevelloù a-feson, daoust ma ne vijent ket bet astennet a-walc’h

A-hend-all n’em eus ket kavet dedennus-kenañ an diabarzh. Danvez ‘zo, ur wir bluenn ha soñjoù dibar, met n’eo bet labouret an testennoù-mañ nemet war c’hraf ar yezh. Christian Rivière n’en deus ket kemeret ar boan da vont en tu all d’ar stad a raktres, peurliesañ.

Evit ar barzhonegoù, n’em eus ket komprenet anezho holl. Unan anezho, leun a sifroù, he deus laosket ac’hanon soc’het : Tra l’aero.

Da follennata evit meizañ ar pezh a c’heller ober gant ar yezh pinvidik m’eo an esperanteg !


Jurgen, James Branch Cabell, Stadoù-Unanet (1919)

jurgenSammet eo el levr-mañ ur bern traoù n’on ket hoalet ganto. Lennet em eus anezhañ betek penn, dezhañ da vezañ tev ha stambouc’hus, peogwir e felle din kompren kousto pe gousto da belec’h en doa c’hoant ar skrivagner da gas e lennerien… Dre chañs eo dedennus ar yezh ennañ, pinvidik, resis en implij an amzerioù hag ar c’hengerioù, hag em eus kavet ennañ peadra da barfetaat ar yezh, d’an nebeutañ.

En ul lec’h bennak etre ar gontadenn hag an dezrevell harozel emañ an destenn, kaoteriad laouen mesket enni troiennoù adlavaret kar ouzh re ar Bibl tra ma amprest ar skrivagner lod eus an tudennoù (ar boudennoù, a zlefer lavaret kentoc’h) ouzh ar mitologiezh gresian hag ouzh danvez Breizh.

Jurgen zo o pourmen war e drankilite en ur soñjal en e hini gozh a vez war e groc’hen. En em gavout a ra gant unan bennak a lak ar vaouez da vont diwar-wel dre ma kav anezhañ sichant. Jurgen a ya da glask e wreg, dre zever muioc’h eget dre geuz. Kregiñ a ra ur gantreadenn hir e meur a lec’h iskis m’en em gav Jurgen gant boudoù iskisoc’h-iskisañ, merc’hed koant ar pep brasan anezho. Ret eo lavaret en deus adkavet, war e hent, e gorf den yaouank tra m’en deus miret e skiant-prenet hag e eñvorennoù a zen deuet.

Ur meni filozofiezh zo er pajennoù-mañ, emichañs, ur brederiadenn livet a fent diwar-benn an amzer o tremen, gwir dalvoudegezhioù ar vuhez, ar garantez, ha kement ‘zo. Poan em eus, koulskoude, o teskrivan an enoe en deus paket ac’hanon goude un hanter-bajennad lennadenn ha n’en deus ket kuitaet ac’hanon betek ar fin, kement m’em eus lennet meur a levr all a-raok echuiñ hennezh. N’eus buhez ebet en divizoù, anezho rambreadennoù isfilozofel astennet ken hir ha ken hir… N’eo ket dedennus an haroz, an dra nemetañ a ra, estreget dozviñ kaozioù toull, eo fleurachiñ a vaouez da vaouez…

Awenet e vije bet Terry Pratchett gant James Branch Cabell, hervez.

N’em eus c’hoarzhet nemet ur wezh, ha c’hoazh e ran, en ur lenn ar pennad-digeriñ skrivet gant an troer William Auld e 2001 : …”Eus holl levrioù Cabell, Jurgen eo an hini nemetañ a zo chomet war ar marc’had atav eus an deiz m’eo deuet a-ziwar ar wask betek bremañ. Kresket e oa bet e vrud gant ar fed, digredus d’al lenner a-hiziv, e oa bet savet prosez outañ e New-York abalamour ma oa bet kavet dizoare hag hudur. N’it ket da glask kement-se el levr avat !”. Ha me d’en em soñjal : ha posubl e vije, e gwirionez, en dije troet William Auld an 236 pajenn-mañ hep kompren o ster gwirion ? Dezhañ da vezañ skosat, ne ziskouez ket hennezh bezañ bet luskellet gant kanaouennoù hengounel, a-hend-all e ouezfe hep mar petra eo ur vazh, ur c’hleze pe ur vougev evit ar skrivagner-mañ… Seul vuioc’h m’eo pell lennegezh Jamez Branch Cabell da vezañ ken dilikat ha kanaouennoù poblek Breizh !

Pep hini a raio e soñj, evidon, Cabell ebet ken, touet eo.


La lupo sur Kapitolo, Stellan Engholm, bro-Sued (1932-1958)

lupo sur kapitoloAr suedour Stellan Engholm en deus skrivet pevar romant en esperanteg ha troet kalzig oberennoù ivez. E holl zanevelloù eo a zo kinniget el levriad-mañ, deuet a-ziwar ar wask e 1997 (embannet e oant bet a-strew e kazetennoù liesseurt a-raok).

Div zanevell a zo merket don gant levezon kontadennoù H.C. Andersen : Knabo kaj birdo / paotrig ha labous ha La branĉetoj / ar skourroùigoù.

An danevelloù all eo souezhus a-walc’h o zon. Gwelet e vez emañ ar skrivagner o ribotat e soñjoù en e benn, goustadik. E dudennoù ne heuliont ket ul linenn eeun ha n’eo ket gwall sklaer atav ar pezh a glaskont ober. Pe, m’eo sklaer, e troont chupenn, e vagont keuz rak o oberoù ur wezh m’int kaset da benn, hag ar c’heuz-se eo a cheñch o doare da welet ar bed. N’eo ket danevelloù eeunik eta, pa zigoront klas d’ar preder. Filozofek int, en ur mod.

Daoust da se, n’int ket diaes da lenn. Tapet e vez mabden war e bemdez, e munudoù e vuhez, gant se e c’hell al lenner en em lakaat e plas ar penndudenn. Taolennoù kaer eus an natur hag eus ar santimantoù a gan-hi e kreizon an unan a gaver e-leizh. Lec’h ar preder eo. A-hend-all, an diaes ma vez rannañ e vuhez gant tud all, mankoù mabden, e zaolioù-kaer aet d’ar c’hleuz zo e kreiz ar jeu. N’eus ket klodoù el levr-mañ, ne ra nemet chuchumuchiñ e istorioù e pleg ar skouarn, d’al lenner da brederiañ, ma kar.

Un nebeut testenioù diwar-benn ar skrivagner a gaver e fin al levr, kement hag hiraat ar geusteurenn. Klotañ a ra e skridoù, hervez, gant an den ma oa : tavedek, chaokan a rae e c’herioù seizh gwezh warn-ugent a-raok o distagañ. Daoust ma oa gouest da labourat buan-tre ha gant awen, pa veze ret (evit troidigezhioù da skouer), n’en deus ket skrivet kement-se a oberennoù a-hed e vuhez : un den goustad e oa dre anien.

Plijet on bet gant al levr dre vras : melkonius eo hep bezañ ankenius. An destenn on bet skoet ar muiañ ganti, Ar bleiz war ar c’hapitol, zo ken berr ma n’on ket sur e c’heller ober un danevell anezhi, daoust ma rofe hec’h anv d’an dastumad. Lakaat a ra en ur geñver emdroadur sevenadurezh Roma gant stuz al loened, gwallgaset gant mabden.


La Talpoĉasisto, Stephan Lang, Izelvroioù (2001)

talpochasistoUr wezh ouzhpenn ur romant diwar-benn an eil brezel-bed, ha n’eo ket ur souezh peogwir eo bet awenet kalz gant buhez ar skrivagner e-unan. Hennezh a oa bet ganet e Roumani e 1945, ha tec’het rak diktatouriezh Ceausescu e 1975. Kavet en deus repu en Izelvroioù, lec’h m’eo chomet da heul.

Mamm an dezreveller zo war he zalaroù : distreiñ a ra-eñ d’ar vro d’he gwelet goude pemzek vloaz ezvezañs. En ur monedone diehan etre an amzer-dremenet hag an hini emañ o vevañ, dre istor e vamm, e gerent, e amezeien kement ha dre e eñvorennoù, e kont e istor hiniennel war un dro gant Istor ar vro hag hini e bobl.

N’on ket ur mailh war an Istor, nebeutoc’h c’hoazh war hini Roumani, ha poan em eus bet o kompren ar bec’h a veze etre ar gumuniezh rouman hag an hini hungarian. Daoust da se, e kavan dedennus atav lenn levrioù lec’h m’eo digreizennet ar brezel e-keñver al lec’h m’emaon o vevañ.

Al levr-mañ, dezhañ da vezañ berr, 127 pajenn nemetken, zo skrivet mat-tre. Graet en doa Stephan Lang studioù war ar gazetennerezh, ur wezh erru en Izelvrioù : santet e vez en e skrid. Ouzhpenn bezañ un testeni istorel ez eo ivez ur romant diwar-benn klask e orin, marv ar vamm (daoust ma ne c’hoarvezfe ket el levr), hag ar sekredoù. Unan en deus an dezreveller da virout kuzh ivez.

Kriz ha dous eo war un dro : ul lennadenn fromus.

Bez ez eus eus an droidigezh esperanteg abaoe 2007.