Tag Archives: Lossec

Pebezh buhez ki, Herve Jaouen, Frañs (2017)

Romant evit ar yaouankiz, Pebezh buhez ki zo ur seurt Lassie, chien fidèle war ar mod fentus, a ro un digarez da weladenniñ broioù ‘zo eus ar bed. Skañv eo, lusket brav, dudius, daoust ma ne vijen ket ki gant ar personelekaat evit al loened. Ma ne vez ket gwirheñvel atav, n’eus forzh : ul lamm-faraon er fin a roio ur ster da bep tra. N’em eus ket keuz gant va frenadenn.

Koulskoude e oan tremenet meur a wezh dirak al levr hep kaout c’hoant d’e gemer. An abeg ? Kavout a ran divalav-ki an tresadennoù anezhañ… Gouzout a ran n’emañ ket mui brud Nono da vezañ savet, ha ne rebechan seurt ebet ouzh an treser dre vras. Met kavout a ra din ne glot ket ar stil tresadennoù-mañ gant ul levr evit ar vugale, daoust ma kavfen brav lod anezho, memes el levr-mañ. Pa skriver evit ar vugale, e implijer ur yezh eeün, ispisial, a lak an destenn da vezañ aesoc’h da lenn, hep teurel kont ouzh an tem ispisial a vez komzet diwar e benn. Amañ em eus ar santimant en deus treset Nono… tresadennoù gant Nono. Klotañ a reont eus ar c’hentañ gant an tem, met n’int ket lennabloc’h eget tresadennoù savet evit kelaouennoù tud deuet. Gant se, ne oan ket sur, en ur sellet ouzh ar golo nemetañ, e oa al levr evit ar yaouankiz.

Met ar pezh a gont dreist-holl eo an destenn. Ha war ar poent-mañ, dipit ebet da gaout. Saourus eo troidigezh Herve Lossec ivez, evel boaz.

Advertisements

Euzhvil al lenn zu, Herve Jaouen (2012)

euzhvil al lenn zuUr vrav a levrig evit ar vugale, lakaet e brezhoneg gant Herve Lossec. N’eus ket anv a voliac’h, daoust d’an euzhvil zo e-barzh an titl : un enklask-polis bihan eo, plijus, ha tresadennoù brav da heul.

Lavaret em eus dija ar vad a soñjan diwar-benn troidigezhioù Herve Lossec. Evit un den gour eo plijus da lenn, forzh penaos. Met el levr-mañ en deus skoet hebiou ur wezh pe ziv, pa n’en deus ket meizet mat live-yezh ar vugale “zivyezhek” a-vremañ. E penn kentañ al levr, da skouer, eo chomet tostoc’h ouzh an destenn orin eget ouzh kompren al lennerien : displegañ a ra ar ger “ur mailh” gant termenadoù n’hellfe ket ur bugel “divyezhek” anavezout :

“Ur mailh eo va zad da besketa dluzhed gouez. Ur mailh n’eo ket ur morzhol, na fank, na lagad ur chadenn kennebeut, met un den barrek-kenañ…”.

Ha p. 18 eo ar gudenn gontrol : pa zispleg herve Jaouen e korf e levr ar ger “cadavre” moarvat (n’em eus ket gwelet an destenn c’hallek) :

“Ne oa ket ur  skourr met ur c’horf-marv !

Korf-marv, setu ur ger ha n’eo ket gwall vrav. Met ret eo deskiñ ar gerioù vil ivez, kuit da vezañ renket e-touez an azenned korniek, a lavar Mammig”.

E brezhoneg e vez komprenet diouzhtu “korf-marv”, memes gant ur bugel seizh vloaz. Evit lakaat an displegadenn-mañ da heul e vije bet gwelloc’h implijout ar ger “kelan”, da skouer…

Kavet em bije gwelloc’h kavout ur roll-gerioù er fin… just evit ar pesked ! ma n’anavezan ket anezho ez eus chañsoù bras evit ma ne ouezo ket ar vugale petra int, kennebeut !

Ne noazh ket kement-se ouzh ar blijadur da lenn, hag an istor zo simpa : da brofañ hep riskl a geuz.


Koll-digoll brezel, Anne Guillou (2013)

koll-digoll-brezel-9782367580180_0Lennet em eus an droidigezh eus al levr-mañ graet gant Herve Lossec ha deuet er-maez er memes koulz evel al levr e galleg.

War ar sokiologiezh he deus graet Anne Guillou ha studioù, ha hi bretonez eus Gwiklan. Deskrivañ a ra ar vuhez war ar maez en un doare ken resis ma c’heller soñjal e romantoù naturalist gwezhioù ‘zo. Ha n’he deus ket he far evit pakañ tro-spered an dud diwar ar maez, nebeutoc’h evel hiniennoù eget evel pimpatromoù eus charredaoù tud peuzheñvel, maezidi breton stummet gant un deskadurezh katolik hollvezant hag o krenañ rak sell an dud all.

Gant ur stil disheñvel, e kav din eo tost spered romantoù Anne Guillou eus hini ur romant e brezhoneg em boa lennet pell ‘zo : Lorh, kasoni ha poan gant Yves Miossec. Ur c’hompren fin eus an endro hag eus an dud, met istorioù kriz-meurbet, dic’houzañvus dre ma ne vezont ket kempouezet gant darvoudoù evurus e korf pe e fin ar skrid. Lakaet e vezan diaes gant ar sell teñval-se ha ne blij ket din re an temoù a zibab. Ne lavaran ket n’eus ket da gaozeal diwar-benn ar brezel, an torfedoù ha kement zo, met un afer kempouez eo a vank (din).

A-hend-all eo skrivet brav ha troet flour, redek a ra ar brezhoneg dindan pluenn Herve Lossec, arroutet war ar boelladenn p’eo an eil romant a dro diwar Anne Guillou. Ur skrid a dalvoudegezh eta.

 


Tu pe du, Herve Lossec (2010)

Herve LossecSetu aze ul levrig danevelloù a vez lennet hep displijadur, hep kalz a blijadur kennebeut. Aes ha flour eo ar brezhoneg ha mousc’hoarzhet e vez alies, hervez an temoù, gras d’an ton skañv alies. Desachet e vezan muioc’h war-zu e zanevelloù sirius koulskoude ha gellet he dije an danevell Gortoz pell, gortoz gwell bezañ diouzh va c’hrad pa ne vije ket bet kontet pep tra en titl : pezh a ziskouez, memestra, un diouer bennak a vicher d’am soñj. Souezhet on bet gant diskoulm Paol, prest atav da rentañ servij em eus kavet farsus : o c’hortoz un dra bennak skrijus e oan moarvat ! met pa soñjan mat eo bet implijet div wezh ar memes fiselenn, ha hi gros a-walc’h, er pemp danevell-mañ, e kavan dipitus un tamm memestra.

Lennet em boa gant unan bennak en doa kavet mat tre an danevell Sebastol.  Lavarout a rafen eo kentelius a-walc’h evit tud yaouank ha n’emañ ket lec’hiet fall en dastumad, pe c’hoazh e karfen kaout ur meulgan a seurt-se deiz va interamant… un destenn vat eo, daoust hag-eñ eo lennegel avat ? met kement-all vije da lavaret eus an dastumad a-bezh moarvat. Hep bezañ fall, ne zibrad ket. Kenderc’hel a ran da soñjal e vefe efedusoc’h ar bluenn donezonet-mañ war danvezioù all eget ar faltazi. Nemet o klask e don dezhi e vije c’hoazh ?


Ar friko milliget, Anne Guillou, bro-C’hall (2010)

Ar friko milliget
Brav eo golo ha stumm al levr kinniget gant Skol Vreizh. Un droidigezh diwar ar galleg eo, gant Herve Lossec, eus ur romantig gant Anne Guillou. N’em eus ket keñveriet an destenn vrezhoneg gant an destenn orin met dedennus e tlefe bezañ, o vezañ m’eo kinniget, n’eo ket evel un droidigezh rik, met evel un destenn “adsoñjet” gant an troer. Sur-mat eo deuet brav gantañ, paneogwir e vez lennet aes, didrubuilh, hep soñjal evel ma c’hoarvez a-wezhioù : “petra eo ar ger iskis-se ? A ya, gwir eo, un droidigezh eo, dleout a ra bezañ an dra-mañ-tra eta…”
Hervez Anne Guillou hec’h-unan, bet kejet outi e saloñs Karaez, en deus divizet Herve Lossec treiñ he zestenn peogwir e kave dezhañ e oa blaz ar brezhoneg enni. Ha gwir eo, ivez, e kav e blas e-touez an danevelloù ha dezrevelloù du niverus a vleugn en hon kelaouennoù lennegel abaoe bloavezhioù… ne zegas ket ur bern traoù ouzhpenn, siwazh. Un destenn vat eo hep bezañ dispar, war un tem trist ken ez eo o vezañ m’eo tennet eus un istor gwir war ar marc’had… Soñjal a ra din e tlefe an troidigezhioù ledanaat an dachenn kentoc’h eget kleuziañ an hevelep roudenn atav ! Met pa soñjan mat, pouezus eo e trofe pep hini pezh a blij dezhañ, atav ‘vo kavet lennerien !
Un dra vat eo ez afe Herve Lossec war-zu an treiñ ivez, e vrezhoneg c’hwek a ya ken brav all war an temoù du eget war ar re skañv eo boaz da blediñ ganto.


Loig Drouglazet, Herve Lossec (2009)

Loig DrouglazetEur souezhadenn vrav ‘m eus bet gant ar romant-mañ eus ar rummad Koad Glas, embannet gant TES evit ar skolajidi eta. Kavet ‘m eus anezhañ pell a-us da reoù all an dastumad.

Poaniet en deus Herve Lossec da ijinañ un itrik-polis luziet (hep re) ha dedennus, a echu war ur goulenn-digeriñ goude m’eo bet roet an disoc’h.  Mil gwezh gwelloc’h em eus kavet ar sujed hag an doare da dretañ anezhañ eget diabarzh al levrioù all ‘m boa lennet gant ar skrivagner-mañ.

Louarn a-walc’h eo bet ivez evit na lakaat ket krennarded, re bell eus e ved-eñ, e-barzh ar jeu kousto-pe-gousto, evel m’emañ ar c’hiz e seurt levrioù. Pledet en deus gant tud deuet, a anavez gwelloc’h, ha dre se en deus gellet reiñ ul liv gwirion dezho.

Soñjal a ra din e tlefe jaojañ eus ar c’hentañ ar fent a gaver e pep levr el levr gant tro-spered skolajidi, gant frazennoù evel : “Renan zo bet lakaet da evezhiañ ar privezioù […] ur plas dereat evit ul lip-revr, neketa”, da skouer.

Pinvidigezh brasañ ar romantig-mañ, da echuiñ, zo koulskoude ar brezhoneg. Feal d’e stil boaz en deus implijet Herve Lossec ur bern troiennoù, rimoù, aes-kenañ da gompren gant ar skeudennet m’emaint : “Ne vez ket graet hol labour ganeomp evel ma kaoc’h ar saout en noz” (brav da implijout er c’hlas diwezhatoc’h ! lol) pe ivez : ” N’eo ket savet an dienn war al laezh c’hoazh”, evit lavaret n’eo ket bet kavet an diskoulm… N’hello ket bezañ tennet mad eus kement frazenn dedennus zo en destenn e-kerzh ar c’hentelioù ; re niverus int. Daoust da se, ne lazhont ket an itrik, ne sachont ket an istor en a-dreñv, kempouez mat eo an holl berzhioù mat ha ne vez nemet plijadur o lenn.

Fiziañs ‘m eus e c’hello al levr-mañ bezañ implijet gant meur a rummad skolajidi, met ivez gant deskarded oadetoc’h.

Ne ouezan ket hag-eñ eo bet plijet ar skrivagner gant e daol-esae. Sklaer eo evidon emañ amañ e stek en e varr, ha spi ‘m eus e kendalc’ho war al lañs-se.


Buhez ha fent, Hervé Lossec, 2009

Buhez ha fent
Kavout a ran al levr-se ken paour a-fed danvez ha m’eo pinvidik a-fed brezhoneg. Plijet on bet gant ar pennadoù tennet eus buhezioù memestra : eñvorennoù eus ar Goañv 63, Sebastopol, Mamm-gozh, Redeg bro. Ne blij ket din tamm ebet spered ar c’hontadennoù mod Dastum : santet e vez mat amañ, ha kontet eo pennadoù ‘zo muioc’h eget skrivet. Soñjal a ra din eo dre ma n’em eus ket ar memes doare fent hag ar skrivagner. Ne lavaran ket eo ul levr fall, met n’eo ket diouzhin. Un afer rummad oad moarvat !