Tag Archives: Tri

An tri c’hañfard, Goulc’han Kervella (2018)

Ur wezh e oa bet aterset Jimi Hendricks gant ur c’hazetenner diwar-benn ur bladenn nevez. “Ha n’ho peus ket aon e vije re heñvel ouzh Jimi Hendricks ?” emezañ, kement ha lavaret ne oa ket nevez-nevez ar geusteurenn marteze… hag ar gitarour da respont : “ME eo Jimi Hendricks”.

Ne vo ket rebechet ouzh Goulc’han Kervella skrivañ diouzh e vod eta, p’en gra mat.

El levr-mañ, skrivet evit skolajidi 11-12 vloaz, e implij ar skrivagner ur rekipe kozh en deus lakaet ac’hanon da soñjal en Three men in a boat. Lakaet e vez tri boulom farsus war an hent evit dizoloiñ ar vro hep kavout hir e amzer o selaou an heñcher, ha dav dezhi. Perzhioù ur gontadenn zo d’ar romant, marellet gant hanezennoù, mojennoù, deskrivadurioù savadurioù kozh ha lec’hioù touristel a-bouez, etre Leon ha Kerne.

N’on ket desachet tamm ebet gant ar c’hontadennoù, met kavet em eus farsus a-walc’h va zroiad-gweladenniñ, evel va mab 11 vloaz, daoust m’hor bije santet mat, hon-daou, tu kentelius an afer.

Plijus eo da lenn da n’eus forzh peseurt oad, hep terriñ e benn, gras da stek ar skrivagner.

Advertisements

Chase Vaeleg 3 : Wilhelm, Umran Asovar (2014)

chase vaeleg 3Setu, echu gant an trede romant-mañ rummad Chase Vaeleg. Dipitet on un tammig peogwir em eus kavet diaes-tre en em lakaat e-barzh en-dro, disoñjet em boa an istor tamm-pe-damm ha n’eo ket anat adsplujañ enni. Gwelloc’h e vije bet din o lenn holl en un tenn !

N’on ket dipitet gant an istor : evit ul levr eus ar rummad-mañ e kav din eo luziet a-walc’h ar steuñvenn evit derc’hel evezh al lenner, hag an tudennoù zo dedennus, ha pa vijent euzhviled. Ur gwir klozadur a zo d’an istor a-bezh, ar pezh a ziskouez e oueze mat ar skrivagner da belec’h ez ae en ur sevel e skrid. Perzhioù mat tre a zo eta.

Tro em eus bet da wiriañ n’eo ket un doare lennegezh a blij din koulskoude : re c’hourel marteze ! (n’on ket plijet muioc’h gant ar chick lit). Met un istor dedennus eo koulskoude, gouest da zesachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank moarvat.


Tri viroj en boato (sen mencio pri la hundo), Jerome K. Jerome, bro-Saoz (1889)

Tri_viroj_en_boato__sen_m000001 Three men in a boat (to say nothing of the dog) eo titl orin al levr-mañ. Lennet em boa anezhañ un tregont vloaz zo bennak ha c’hoant em boa da c’houzout hag-eñ n’en doa ket koshaet re. Ezhomm em boa ivez da freskaat va eñvorennoù a-raok lenn ul levr skiant-faltazi a gemer harp war hennezh, hag a gomzin diwar e benn a-raok pell.

Ar pezh a oa un dastumad farsadennoù paotred en va eñvor a oa bet skrivet gant ur pal all e gwirionez : reiñ da zizoloiñ ur skeudenn eus ar pezh a gaved a-hed ar stêr Damouez. Ur seut “Guide du routard” eus an XIXvet kantved e oa eta, en ur mod, ar pezh n’em boa ket merzet ar wezh kentañ.

N’eo ket evit se eo brudet al levr forzh penaos : abalamour d’e c’halloud  komikel ne lavaran ket. Kontañ a ra ar skrivagner ur veaj en deus graet gant daou eus e vignoned (hag ur c’hi !) en ur bark war ar stêr Damouez. Ouzhpenn d’an darvoudoù o-unan e tegas ar skrivagner ur bern eñvorennoù, istorioù farsus chomet en e benn tennet eus e familh pe eus traoù en deus klevet. Ha c’hoarzhin a reer penn-da-benn al levr.

Ur fent etre hini Tintin, Mr Bean ha Charlie Chaplin a lavarfen ez eo : n’eo ket dic’hortoz ar pezh a dremen, met an doare da gontañ, an divizoù, ar fed ober van da chom hep kompren an eil derez, hag emzalc’h an dud dre vras n’o deus ket o far. Souezhet on bet o c’hoarzhin kalz muioc’h ha me kozh eget pa oan dek vloaz.

Talvezout a ra ar boan adlakaat e fri en ul levr en deus lakaet bouzelloù hon zud hag hon zud-kozh da darzhañ.


An tri boulomig kalon aour, Roparz Hemon (1961)

An tri boulomig kalon aour
Ur seurt “toy story” mod kozh eo : un dornad c’hoarielloù a dec’h diouzh o zi lec’h ma vezent gwallgaset gant ur paotrig kriz. Ar vugale a-vremañ ne c’hoariont ket gwall bell gant c’hoarielloù, hag evit bezañ gouest da lenn ar brezhoneg pinvidik a implij Roparz Hemon el levr e vije ret dezho bezañ oadet a-walc’h dija ! Sed ma n’eo ket mat evit den ebet ken, nemet evit an dud gour a vag melkoni ouzh o yaouankiz…
Kavet ‘m eus diaes pegañ er romant er penn kentañ, met en ur zelc’her krog em eus bet plijadur o tizoloiñ bommoù dedennus-mat e-touez an istorioù bihan a ya d’ober an hini vras : va hini muiañ-karet o vezañ hini Neferifra. An doare-se da sevel ur romant zo un tammig evel aozañ ur saladenn mesk-divesk : tammoù a gaver mat ha tammoù a gaver fall zo e-barzh. Digempouez em eus kavet ar romant un tamm. Pezh em eus kavet dedennus dreist-holl eo an daveoù niverus a gaver en Tri Boulomig da levrioù klasel ar yaouankiz e-kerzh an XXvet kantved (Cervantes, La Fontaine, Andersen…) : gouizieg e oa Roparz Hemon war an dachenn-se, hag e lennadennoù a gendalc’he da dreiñ en e benn en ur vagañ e ijin, un tammig evel m’en doa implijet ar Bibl en Alanig an tri Roue nemet gant meur a oberenn vrudet ar wezh-mañ.
Ne gav ket din e vije unan eus romantoù gwellañ Roparz Hemon, koshaet o deus fall an Tri Boulomig kalon aour. N’eo na skrivet fall na displijus da lenn, met n’eo ket dreistordinal. Ha m’o deus c’hoant al levrdioù da werzhañ ar skouerennoù a chom e vije emsav dezho embann ur jaketenn gant un titl gwelloc’h peogwir ez eus flaer ar c’hozh war hennezh, ur spont !


Alanig an tri roue, Roparz Hemon (1950)

alanig an tri roue
Skrivet eo ar romant-mañ e brezhoneg eeun hag evit ar vugale, met muioc’h evit ar vugale bet eget evit ar re a-vremañ moarvat ; ret eo anavezout ar Bibl evit saouriñ an istor.
Ar paotrig Alanig zo klañv deiz an Nedeleg ; debriñ a ra re a chokolad. E hunvre a gas anezhañ da heul an tri roue eus ar c’hraoù Nedeleg e lec’hioù pe senennoù brudet eus ar Bibl. En em gavout a ra ivez gant tud tost dezhañ, cheñchet un disterig. Diamzeriet eo bet an traoù a-ratozh gant ar skrivagner, pezh a ziskouez un ijin frouezhus diazezet war eñvorennoù ha sorc’hennoù e yaouankiz.
Meur a wezh em eus bet tro da lenn ar romantig-mañ ha bewezh em eus kavet dedennus, plijus ha hoalus anezhañ.


An tri Aotrou, Tad Medar (1981)

Lakaat a ran al levr-mañ da glasel n’hall ket bout dic’hizet.
Taolenniñ a ra an Tad Medar ar vuhez en deus anavezet en e yaouankiz e bro-leon, dindan pennadoù berr o renkañ an traoù dre demoù. Skritur lemm, daoulagad ken lemm all, un den lemm a spered e oa ivez pa ya e daolennoù un tammig pelloc’h eget an dezrevelliñ eeun : trifennek eo ar gevredigezh a ginnig deomp, renet war un dro gant an Aotrou Doue, an Aotrou person hag an Aotrou maner, asambles pe o sachañ pep hini diouzh e du hervez…
Ar brezhoneg a ra gantañ en e levr a blij din kalz. Eeun kenañ eo, aes da lenn, met blazet mat ha leun a skeudennoù. Ur bern traoù zo da dennañ dioutañ evit o adimplijout war-lerc’h.
Me gav din e tlefe bezañ kinniget aliesoc’h al levr-mañ d’an dud a zesk brezhoneg : simpl, yac’h hag o tepegnañ mat sevenadurezh Breizh gwezhall. Met mat eo evit n’eus forzh piv n’e anavez ket c’hoazh, ha mat ivez da adlenn diouzh ho c’hoant !