Tag Archives: Mab

Bedig mab an dig 3, Biel Elies (XXvet kantved)

Embannet eo bet an trede dastumad testennoù-mañ, kinniget gant Mikael Madeg, e 2013. Dilerc’hioù ar skubellad eo, marteze… Un doare aes eo d’ober anaoudegezh gant pluenn ar skrivagner ; gwir eo e red ar gerioù en un doare naturel-tre dindan e vizied hag ez eus ur gwir stil gantañ.

Kavet em eus enouüs ar bras eus an “danevelloù”, a gavan a-ziwar-c’horre. Tostoc’h ouzh marvailhoù eget ouzh skridoù, en ur mod, ha n’on ket plac’h ar marvailhoù tamm ebet. N’eo ket pec’hed lenn tammoù eñvorennoù, met n’int ket dedennus-bras. Dihunet eo bet va evezh tro ar fin gant an nebeut testennoù a gomz eus e amzer er brezel. A-hend all e vez drailhet gerioù sofkont, duet pajennadoù gantañ hep gouzout re da belec’h en deus c’hoant da vont… N’eo ket tamm ebet ar pezh a blij din lenn. Ur santimant un tammig heñvel em boa bet en ur lenn eñvorennoù Jañ-Mari Skraign, ma ‘m eus soñj mat. Kement ha diskouez n’eo ket ar gonterien ampartañ a ra ar gwellañ skrivagnerien ; o donezon a zo e lec’h all ! Ur gourc’hemenn a c’heller ober d’an holl destennoù-se, d’an nebeutañ, eo int sklaer hag aes da lenn, doare Naig Rozmor un tammig. Lennegezh dre gomz, kentoc’h eget dre skrid, ar pezh a zo iskis da lavaret diwar-benn Biel Elies ha ne oa ket konter tamm ebet…

Klask a rin an daou levr kent, koulskoude, kement ha kaout ar sell ar c’hlokañ posubl war an traoù. Un dra vat e oa strollañ an holl destennoù bihan-se, strewet amañ hag ahont, evit gellet o studiañ paneveken. Hag evit mont pelloc’h gant ar soñj-se, e kavan un tammig droch bezañ bet graet un dibab, a-benn ar fin ; bezañ bet embannet lod eus an testennoù diechu, bezañ laosket ar romantoù a-gostez, ha kement ‘zo. Met ur sapre labour zo bet kaset da benn gant Mikael Madeg dija, deomp da adperc’henniñ ur glad a vije aet e puñs an ankounac’h a-hend-all .

Advertisements

Lennegezh evit an dibenn-sizhun (1989)

Lennegezh evit an dibenn-sizhun
Ar soñj kentañ a zeu din diwar-benn al levr-mañ, kasaüs a-walc’h da lenn, eo ne glot ket an titl gant ar pezh ‘zo e-barzh. Gwelloc’h ‘vije bet un dra bennak evel : “Testennoù da studiañ e kentelioù-noz”, pe un dra bennak seurt-se…
Un dastumad testennoù berr eo, tennet holl eus ar re a veze embannet er gelaouenn Arvor, krouet gant Roparz Hemon e-pad an eil brezel-bed. Anat eo o zalvoudegezh a-fed yezh : ar vrezhonegerien a skrive d’ar mare-se, er bloavezhioù 40, a oa holl bet desket war barlenn o mamm, ar brezhoneg skrivet o vezañ un dra bennak ouzhpenn evito. N’eus ket ur mor a dra ouzhpenn da dennañ eus an testennoù-se… Kalz anezho zo bommoù eñvorennoù (brezel pe bugaleaj), pe istorioù a veze kontet e-pad ar beilhadegoù. N’o deus ket a zalvoudegezh lennegel (setu perak ez eus anv eus “dibenn-sizhun” ‘barzh an titl moarvat) ha gall a reont zoken bezañ skrivet en un doare ponner a-walc’h, evel testennoù Per Mokaer, a gav din…
Danvez-studi, n’eo ket danvez-dudi eta.