Tag Archives: Jacq

Degemer, Yann-Fañch Jacq (2018)

Lañset eo brav an traoù gant un eskemm lizhiri ampart. Met marteze eo un tamm re hir al lodenn gentañ-mañ ha n’emañ ket c’hoazh gant kalon ar sujed ?

En eil lodenn en em gav an dezrevellerez e Pariz evit mont e darempred tal-ouzh-tal gant an dud he deus darempredet dre lizher. E sell emañ da zastum testenioù evit skrivañ ul levr diwar o fenn. Hep koll pep interest, n’eo ket ken dedennus hag al lodenn gentañ. Un istorig karantez un tamm reut a zo, ha dre vras e vez graet ur renabl eus a bep seurt tud, hep mont don e-barzh o anaoudegezh.

Lennet e vez hep displijadur, hep entan ivez. Souezhus eo, en ur mod, an tudennoù dibabet evit kizidikaat krennarded ouzh an dienez. Ne weler den yaouank ebet a-hed ar romant : tud gour, kozh evit ar bras anezho, hini ebet dindan 35 vloaz, ha bugale vihan. Dibab ul laz-kanañ da benndudenn zo ur soñj farsus a-walc’h met pa soñjer eo start klevet anezho dija, n’on ket sur e lakafe ar grennarded da dridal…

Talvoudus eo ar romant-mañ evit digeriñ ar gaoz war sujed kevredigezhel an degemer. Met un aplud eo kentoc’h eget ul linenn-degouezh.


Arismo, Yann-Fañch Jacq (2018)

Loc’hañ a ra eus ur soñj dedennus ha kontet brav, ar pezh a chom gwir a-hed ar romant hag a chom plijus da lenn penn-da-benn, gant e vrezhoneg aes hag e endro familh.

Koulskoude e chomer war e naon. Isimplijet eo an dra hud, an Arismo. Sur a-walc’h dre ma ne c’heller ket kontañ forzh petra en ur romant evit bugale, met memestra ! Tu ‘vije bet d’e lakaat da dalvezout kalz muioc’h, memes war munudoù pemdez. Hag an tu teñval anezhañ zo laosket a-gostez penn-da-benn, nullet pa vez anv a vugale, diasur pa vez tud deuet… ne vo ket roet ar respont.

Lakaat a ra ac’hanon da soñjal en istorioù ‘zo eus “Mes premiers j’aime lire” : Le génie des sardines, pe Le génie des vacances. A-benn ar fin, memes hep tu teñval ebet, ar fed gellout kaout e c’hoant hep harz ebet zo ur gudenn dija. Met lavaret ez eus un tu kontrol ha chom hep e gas da benn vat zo ur fazi, a gredan.

N’eo ket da lenn evit an istor, eta, evit tremen un tamm amzer gant ur familh boutin e brezhoneg ne lavaran ket. Ur romantig jentil eo en desped d’e wanderioù.


Laetitia, Yann-Fañch Jacq (2018)

Dindan 36 pajennad eo un istor-polis a gont ar skrivagner el levr-mañ, savet a-ratozh evit an dud deuet o teskiñ brezhoneg.

Kavet em eus dedennus ha lusket an istor, enni ar pep retañ evit ober berzh.

N’eus nemet ur gudennig : daoust din bezañ lennet meur a wezh anezhi (div wezh pizh ha gwezhioù all dre vraslenn, war glask titouroù)… n’em eus ket komprenet mat anezhi ! Daoust hag-eñ eo me a dro da sot ? pe eo ret kaout daveoù n’em eus ket ? N’on ket evit gouzout. Met diskouez a ra, memestra, e vez implijet elipsennoù betek re en destenn-mañ. Ma n’eo ket splann din, petra a soñjo ar re a lenno anezhi gant sikour ur geriadur ?

Ne ouezan ket re petra da soñjal eta.


Etienne, Yann-Fañch Jacq (2018)

Lod eo ar romantig-mañ eus un dastumad nevez, “Aes da lenn”, soñjet evit an dud deuet o teskiñ pe oc’h addeskiñ ar brezhoneg.

Tri zra zo bet lakaet e pleustr evit sikour an danvez lennerien : Merket eo ar gerioù benel gant ur steredennig, islinennet eo ar c’hemmadurioù, displeget eo gerioù ‘zo gant un notennig e traoñ ar bajenn.

E penn kentañ e oa en va fenn brezhonegerien nevez ar stummadurioù hir, met ur wezh lennet an istor en em c’houlennan hag-eñ n’eo ket bet ijinet kentoc’h evit an dud kozh n’int ket en o bleud evit lenn ha skrivañ o yezh-vamm. An daou, moarvat. Evit ar re ziwezhañ-mañ e vije bet gwelloc’h ur ment all marteze, lizherennoù brasoc’h ?

Evit ar pezh a sell ouzh an dezrevell, dedennus ha lusket em eus kavet anezhi, daoust ma vije ur skrid intimist. Dioueret e veze seurt skridoù evit an dud gour, gant ar re a gave dezho e oa un dic’hrad lenn traoù evit ar grennarded.

Kendrec’het on, dre vras. Kavout a ra din e respont an doare levr-mañ d’un ezhomm, hag e c’hell desachañ lennerien n’eus ket anezho c’hoazh.


Beaj Lakvern, Ewen Jacq-Perrot (2015)

beaj-lakvernA-fed temoù e kendalc’h Ewen Jacq-Perrot da ergerzhout temoù ha n’int ket hentet gant kalz tud e brezhoneg, ar pezh a zo plijus. Lakvern zo un diouganer yaouank, kontet e vez e veaj-deskiñ el levr-mañ. Dedennus eo, orin ha skrivet brav.

N’eo ket ur souezh, avat, e vije ken tanav al levr : graet eo bet elipsoù e lec’hioù un tamm dic’hortoz hag a vije bet gwelloc’h kontañ e stumm senennoù a-wezhioù, a gav din. Muioc’h a senennoù bevet, divizet, a vije deuet mat ivez evit terriñ untoniezh an dezrevell a-wezhioù. Peadra zo da gompren an istor memestra, fasil, met ar santimant a chom goude serriñ al levr eo n’eo ket bet peurechuet ar skritur a-raok kas da embann ; ar pezh a gavan domaj. Ret eo gouzout e vez hir-mat an istorioù moliac’h peurliesañ, ne vije ket a-enep ar c’hiz diorroen muioc’h eta.


Mignoned ar Sul, Yann-Fañch Jacq (2016)

mignoned-ar-sulUr romant evit ar yaouankiz eo, savet a-ratozh evit bugale tro 15 vloaz emichañs. Plediñ a ra gant buhez ur vaouez, chomet hec’h-unan gant daou grennard, ha debret gant ar pemdez betek ma n’eus ster ebet ken d’he buhez na da hini he bugale. Pa ginnig he embregerezh digollañ ar vicherourien evit o lakaat er-maez, e profit eus an degouezh evit kregin gant ur vuhez all ha digeriñ un ispisiri- stal perrukennerez er gêriadenn. Diskouez a ra ar skrivagner penaos e vez krouet pe adkrouet al liamm sokial etre an dud a bep remziad.

Ne oa ket fall ar soñj, met skeiñ a ra hebiou a gredan, dreist-holl peogwir n’eo ket kreizennet an istor war ar benndudenn vat. Gwelloc’h e vije bet heuliañ a-dost ar grennardez pe ar paotr yaouank, ha reiñ an darvoudoù da vezañ komprenet dre o daoulagad, memes ma vije bet nebeutoc’h orin. Diaes-tre e c’hell bezañ d’ur c’hrennard en em lakaat e plas ur vaouez war an diskar ha n’eo ket gwall lufrus he buhez. A-hend-all e vez kaozeet kalz diwar-benn ar re gozh -hevelep rebech. Ma ne vez ket anv eus ul liamm start etre unan kozh hag ur c’hrennard, emañ an dud kozh o vevañ war ur blanedenn all e spered ar re yaouank.

A-hend-all e kav din ivez eo re eeun an traoù, e tremenont re blaen a-wezhioù. Gwirion a-walc’h eo penn kentañ al levr hag emskiant ‘zo da vezañ kavet unan a anavez mat tud e amzer. Ar romantoù sokial ne zereeont ket mat ouzh e bluenn koulskoude, hervezon. Hiraezh em eus ouzh an amzer ma farde romantoù-polis skañv, en ur implijout enno, gant muioc’h a ampartiz, e anaoudegezh eus mabden.


Brezel an dour, Yann-Fañch Jacq (2014)

brezel an dourAn titl n’eo ket treuzwelus, met ur romant spierez eo Brezel an dour dreist-holl.

N’on ket bet plijet gantañ tamm ebet : ne zere ket an temoù, ar metoù bizitet ouzhin. Kregiñ a ra gant meur a bajenn diwar-benn ur skipailh volley, ha goude ez eo un doare c’hoari plegañ pognez etre un embregerezh bras ha Mediapart. Ar vammenn bolitikel n’on ket desachet ganti tamm ebet, seul vui m’eo tostoc’h ar skrid-mañ ouzh ur senario eget ouzh ur romant, evit ma vije aes da lenn : aet an deskrivadurioù da netra, kreizennet eo ar skrid war an itrik, an ober. Din-me e ra an efed kontrol : pa vez tennet ar munudoù, an depegnoù a bermet en em gavout en un ambiañs, rannañ trubuilhoù an tudennoù, ne chom nemet an temoù ha ne blijont ket din.

Dic’houest on bet da jaojañ ar romant.


Chase Vaeleg 3 : Wilhelm, Umran Asovar (2014)

chase vaeleg 3Setu, echu gant an trede romant-mañ rummad Chase Vaeleg. Dipitet on un tammig peogwir em eus kavet diaes-tre en em lakaat e-barzh en-dro, disoñjet em boa an istor tamm-pe-damm ha n’eo ket anat adsplujañ enni. Gwelloc’h e vije bet din o lenn holl en un tenn !

N’on ket dipitet gant an istor : evit ul levr eus ar rummad-mañ e kav din eo luziet a-walc’h ar steuñvenn evit derc’hel evezh al lenner, hag an tudennoù zo dedennus, ha pa vijent euzhviled. Ur gwir klozadur a zo d’an istor a-bezh, ar pezh a ziskouez e oueze mat ar skrivagner da belec’h ez ae en ur sevel e skrid. Perzhioù mat tre a zo eta.

Tro em eus bet da wiriañ n’eo ket un doare lennegezh a blij din koulskoude : re c’hourel marteze ! (n’on ket plijet muioc’h gant ar chick lit). Met un istor dedennus eo koulskoude, gouest da zesachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank moarvat.


Chase Vaeleg 1 (Abzael) ha 2 (Eymrin), Umran Asovar (2012 ha 2013)

chase vaeleg 1Souezhet on bet gant istor an daou levr-mañ : hudouriezh ha zombied en un en-dro krennamzerel. Ar wezh kentañ e oa din lenn traoù diwar-benn zombied, hag anzav a ran ne ouezan ket tamm ebet hag-eñ n’eo ket ar perzhioù em eus kavet dibar en istorioù-mañ perzhioù eus ar re glaselañ evit seurt lennegezh…

An darvoudoù a zeu an eil war-lerc’h egile gant ul lusk dreist : c’hoarvezout a ra ur bern traoù souezhus, taget e vez an harozed kenkoulz hag an tudennoù all, n’eo na re chuchu na re wadek. Ha koulskoude e vez kemeret amzer da arvestiñ, da zeskrivañ donoc’h an dudenn-mañ-tudenn. Vaeleg zo ouzhpenn ur suner-gwad, goulennoù dedennus a c’heller sevel diwar e benn. chase vaeleg 2En eil levr, tudenn Abira hag he darempred iskis gant an daou Harzhi’n o deus lakaet va ijin da gantren ivez. Senenn ar babig koar, dre ma ne vez ket displeget pelloc’h, zo warni ul liv kevrinus eus ar c’hentañ. Ur bern traoù e mod-se a gaver en daou levr-mañ ; soñjoù dreist ivez evel hini an Asant evit displegañ penaos e vez skoulmet ar bed hud gant ar bed dihud. Kement-se evit lavaret e kav din eo deuet brav an daou romant-mañ gant ar skrivagner.

Siwazh on bet hegaset gant techoù a zo a-fed sevel ar frazennoù brezhonek.


War sikour Eleonor, Yann-Fañch Jacq (2009)

War sikour Eleonor

Sed aze ur romantig lipet gant un istor vat, ur yezh aes tre ha yaouank (ne blijo ket d’an holl marteze, met an hini a gaoz ar skolajidi divyezhek eo forzh penaos). Ober ‘zo forzh pegement, pa zapper eus ul live-c’hoari d’egile. Kempouezhet eo gant un istorig karantez skañv. N’eo ket hewel, gwell a se, n’emaomp ket ken gant lennegezh moral an XIXvet kantved, met soñjal a ra din e c’hell lakaat ar re yaouank d’en em soñjal diwar-benn ar feulster a blij dezho implijout en o c’hoarioù war urzhiataer. Deuet eo brav gant Yann-Fañch Jacq al levr-mañ, kinniget da lenn d’ar skolajidi 6vet ha 5vet klas evit Priz ar Yaouankiz 2010. Unan eus e levrioù gwellañ eo er rummad-se hervezon.