Tag Archives: Perrot

Eun nozveziad reo gwenn, R. G. Berry, bro-Gembre (1928)

Lakaet e brezhoneg gant Yann-Vari Perrot, ur pezhig-c’hoari ennañ ur 15 pajennad bennak. Brodañ a ra tro-dro da dem ar mab foran ha reiñ ur gentel : arabat gortoz e vo re ziwezhat evit diskouez e garantez. An embannadur brezhonek eo a zo eus 1928, moarvat e oa bet embannet abretoc’h e kembraeg.

Se ‘oa d’an amzer meurdezus-se ma varve an dud diwar boan-spered pe boan-galon, ken aes ha tra ! Plijet on bet gant an aergelc’h, an ti klet kollet e yenijenn ar goañv, an darempredoù stenn etre an tudennoù. Domaj eo e echufe ken buan.

Ar pep gwellañ er skrid berr-mañ eo ar brezhoneg saourüs implijet gant Yann-Vari Perrot en e droidigezh. Blaz ar c’hozh warnañ. Un teuzar.

Kavet e vez ar skrid enlinenn, da skouer amañ.


Beaj Lakvern, Ewen Jacq-Perrot (2015)

beaj-lakvernA-fed temoù e kendalc’h Ewen Jacq-Perrot da ergerzhout temoù ha n’int ket hentet gant kalz tud e brezhoneg, ar pezh a zo plijus. Lakvern zo un diouganer yaouank, kontet e vez e veaj-deskiñ el levr-mañ. Dedennus eo, orin ha skrivet brav.

N’eo ket ur souezh, avat, e vije ken tanav al levr : graet eo bet elipsoù e lec’hioù un tamm dic’hortoz hag a vije bet gwelloc’h kontañ e stumm senennoù a-wezhioù, a gav din. Muioc’h a senennoù bevet, divizet, a vije deuet mat ivez evit terriñ untoniezh an dezrevell a-wezhioù. Peadra zo da gompren an istor memestra, fasil, met ar santimant a chom goude serriñ al levr eo n’eo ket bet peurechuet ar skritur a-raok kas da embann ; ar pezh a gavan domaj. Ret eo gouzout e vez hir-mat an istorioù moliac’h peurliesañ, ne vije ket a-enep ar c’hiz diorroen muioc’h eta.


Chase Vaeleg 3 : Wilhelm, Umran Asovar (2014)

chase vaeleg 3Setu, echu gant an trede romant-mañ rummad Chase Vaeleg. Dipitet on un tammig peogwir em eus kavet diaes-tre en em lakaat e-barzh en-dro, disoñjet em boa an istor tamm-pe-damm ha n’eo ket anat adsplujañ enni. Gwelloc’h e vije bet din o lenn holl en un tenn !

N’on ket dipitet gant an istor : evit ul levr eus ar rummad-mañ e kav din eo luziet a-walc’h ar steuñvenn evit derc’hel evezh al lenner, hag an tudennoù zo dedennus, ha pa vijent euzhviled. Ur gwir klozadur a zo d’an istor a-bezh, ar pezh a ziskouez e oueze mat ar skrivagner da belec’h ez ae en ur sevel e skrid. Perzhioù mat tre a zo eta.

Tro em eus bet da wiriañ n’eo ket un doare lennegezh a blij din koulskoude : re c’hourel marteze ! (n’on ket plijet muioc’h gant ar chick lit). Met un istor dedennus eo koulskoude, gouest da zesachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank moarvat.