Tag Archives: Yaya

Pourmenadenn Yaya 3 : Ar sirk, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2018.

Gant an trede levrenn-mañ e kuita kêr ar vugale e bourzh karr-samm ur sirk. Digeriñ a ra war ardamaezioù ha livioù nevez, ar pezh a zegas un tamm aer fresk en heuliad.

N’emañ ket mui holl giriegezh ar veaj war divskoaz an daou vugel, gant se e c’hell Yaya soñjal en-dro en he familh hag en em leuskel da vont gant ar velkoni, evel ma tere ouzh ur plac’hig vihan pell eus e gerent.

Emañ atav enebourien drouk pe droukoc’h war seulioù Yaya ha Tuduo : abalamour dezho ne c’hellint ket chom dindan warez o mignon gour nevez, en em sant kiriek anezho un tammig. Ha setu un imram nevez o kregiñ evito, pell diouzh pep tra anavezet ur wezh ouzhpenn. Ne chom dezho nemet o youl da dizhout ar pal : adkavout tud Yaya e Hong-Kong.

Brav eo an istor, hirisus un tammig, gortoz a ran e vo echu evit adlenn an holl levrennoù en un tenn.

Advertisements

Pourmenadenn Yaya 2 : Ar brizoniadez, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2017.

Ne z’a ket an traoù war wellaat evit Yaya, kouezhet etre krabanoù ur vandennad boued-ar-groug a fell dezho korvoiñ anezhi. Koulskoude emañ en he fenn adkavout he zud, ha n’o deus ket gellet mont kuit hepti, emichañs. Chom a ra bac’het e loch ar re zrouk tra m’eo kaset Tuduo, gant Zhu, da laerezh e-barzh tiez ar c’harter pinvidik emañ ti Yaya ennañ. Ne gavfe ket an ti paneve sikour unan bennak dic’hortoz, a zeu a-benn da lakaat kompren e veno. Dont a ra a-benn Tuduo da gavout ti Yaya hag he gouarnerez Fang Yin, chomet ennañ d’he c’hortoz. Dont a ra honnezh da adkemer ar plac’hig hec’h-unan…

Dre chañs ez eus galloudoù dreistordinal gant Yaya, a-hend-all ne vije ket kalz a spi d’en em dennañ, evit daou vugel o-unan en ur gêr vras bombezennet. An dud gour n’int ket ur rekour bras, hag int ken pennfollet all gant an darvoudoù, pa n’int ket mennet da dennañ o vad eus ar brezel.

Plijus eo atav, gant tresadennoù lipet ha livet kaer, stroñs ha spi. Anat eo n’eo ket echu trubuilhoù Yaya, da vezañ kendalc’het.


Pourmenadenn Yaya, 1. An dec’hadenn, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

pourmenadenn yayaEmbannadur brezhonek eus 2015.

Kontrol da Vodou zo amañ, Pourmenadenn Yaya zo evit ar vugale. Tremen a ra e-pad an eil brezel-bed e 1937. Harozed ar vannenn-treset-mañ zo daou vugel eus metoù disheñvel. Yaya, plac’hig pinvidik eus Shangaï, n’eo ket evit muzuliañ grevusted ar brezel : kenderc’hel a ra da heuliañ he soñj a zo tremen ur genstrivadeg piano, daoust ma vije bet kemeret gant he zud bilhidi-bag evit tec’hout diouzh kêr an derc’hent. Harzhet e vo war he hent gant ur vombezadeg. N’eus ket mui eus ar bed a anaveze ha krediñ a ra d’he zud eo marvet. Kroaziañ a ra hent Tuduo, ur paotrig paour-razh, tec’het eus al lec’h ma oa o krakvevañ peogwir e veze gwallgaset. Kenderc’hel a ra an daou vugel da dec’hout asambles, siwazh, tud zo war o roudoù…

Ur souezh eo kalite ha liesseurted ar bannoù-treset brezhonek embannet nevez ‘zo. Honnezh zo brav c’hoazh, a vent bihan, treset a-zoare (doare manga met lipet-brav), gant talennoù diwezhañ leun a vunudoù a zo gwir taolennoù anezho. Kalz arlivioù zo el livaoueg implijet hag ur blijadur eo mont a benn da benn eus al levrennig-mañ. Ur wezh echu, e ouezer diouzhtu ne c’hello ket bezañ graet mod-all eget lenn ar pezh a zeuio da heul. Plijout kalz a ra d’ar vugale ivez. Spi em eus e vo embannet ar peurrest ingal (ma n’eus nemet ul levrenn e brezhoneg, ez eus 9 dija e galleg) dindan nebeut amzer.