Tag Archives: Lucie

Les mystères de Larispem 3 : L’élixir ultime, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2018)

An dourenn ziwezhañ-holl, levrenn diwezhañ-holl ar rummad teir-mañ.

Emaomp e 1871, e keoded dieub Pariz. Adskoulmet e vez an itrik lec’h ma oa chomet (un tamm diverradur ne vije ket bet a re, poan em eus bet oc’h eñvoriñ plas ha rol pep hini). E penn ar gouarnamant ne chom nemet un den diwar an trikon a oa kent, ha c’hoazh, maneet eo evel ur vargodenn stag ouzh he neudennoù, hep gouzout da zen. Pal an hini zrouk, Vérité de Maugardin ? Reiñ lañs d’ar brezel, ha ren dibardon war an holl, goude bezañ en em veñjet eus an dud o deus lakaet anezhi da c’houzañv kent. Ne zlefe ket bezañ diaes dezhi, adal ma kav an tu da laerezh formulenn an dourenn ziwezhañ-holl, an hini a bermet sturiañ spered ar re all hep touch anezho, digant Liberté.

N’an ket da gontañ troioù-kaer Carmine, Nathanaël hag o c’henseurted dre ar munud. Trawalc’h eo gouzout eo echu an avañtur da vat hag e kav pep hini e blas er fin.

Boemet on bet gant an heuliad dibar-mañ. Un ton en deus ha ne gaver neblec’h all ebet, gant e ardivinkoù dreistordinal hag e renk kigerien galloudus a gomz louchebem(eg ?). M’eo kumun a-walc’h tudennoù Liberté ha Nathanaël, hini Carmine zo dispar. Implijet brav eo kêr Bariz istorel. Tennañ a ra an ambiañs da hini filmoù ‘zo gant Jean-Pierre Jeunet, da skouer La cité des enfants perdus pe gant Tim burton Miss Peregrine et les enfants particuliers.

Pa soñjer eo gant ar romantoù-mañ e krog Lucie Pierrat-Pajot he resped a skrivagnerez, ez eus peadra da soñjal eo strujus aergelc’h levraoueg ar skol a-benn sevel lennegezh. Kelennerez-teuliourez eo en ur skolaj.

Advertisements

Les mystères de Larispem 2 : Les jeux du siècle, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2017)

Gant Les jeux du siècle e kendalc’h troioù-kaer Carmine, Liberté hag an emzivad Nathanaël. Dre forzh klask, e krogont da gompren gwelloc’h ar pezh a dremen. N’eo ket aes sevel planioù, peogwir o deus lod anezho traoù da guzhat. An dalc’h evit pep hini, bremañ, eo gouzout gant piv ez a e lealded.

Dibabet eo bet an trikon tud yaouank evit C’hoarioù ar c’hantved : ur seurt c’hoari-gwazi ken bras hag en naturel. Evel er film Jumanji, lakaomp. An dud koshoc’h a soñjo kentoc’h e romant Jules Verne Le testament d’un excentrique, en deus awenet ar skrivagnerez evel-just, ar pezh a zispleg e fin al levr.

Gant an eil levr-mañ e kemer an itrik e nij… hag an harozed ivez ! Gwallzedennus eo penn-da-benn. Kontrol d’ar pezh em boa soñjet, n’eo ket echu an istor tamm ebet e fin al levr, anat eo e teuio meur a levr da heul. Kuitaat a reer Liberté en ur blegenn ziaes, pa zesk Nathanaël traoù dic’hortoz diwar-benn e c’hanedigezh.

Evit al lenner, higennet eo da vat. Siwazh e vo ret gortoz pellik : emañ Les jeux du siècle o paouez bezañ embannet, ha ne zle ket bezañ skrivet c’hoazh ar pezh a zeuio da heul…


Les mystères de Larispem 1 : Le sang jamais n’oublie, Lucie Pierrat-Pajot, Frañs (2016)

Un ukroniezh eo Kevrinoù Larispem : ar bobl an hini a vije bet trec’h da vare dispac’h ar Gumun. Deuet eo Pariz da vezañ ur geoded emren, en he fenn un trikon renerien. Jules Verne zo unan anezho, hag e ijinadennoù a gaver e pep lec’h er geoded, ar pezh a ro ul liv ispisial d’ar romant.

Erru omp war dreuzoù ar bloaz 1900. Dizarbennet, pe lazhet, eo bet an holl aristokrated e-pad ar Gumun. Kouch-tud ar voserien eo an hini kreñvañ er geoded. Carmine, ur plac’h zu, a zo unan anezho. He mignonez Liberté a ya ganti diouzh noz da furchal e tiez dilezet hag hanter zismantret an aristokrated bet. Ur gejadenn iskis graet e-pad unan eus ar gweladennoù enep-lezenn-mañ a lañs an itrik.

Klasket o doa an aristokrated stourm ouzh ar beli nevez en em lakae e plas. N’eo ket aet da get an holl anezho, ha bremañ emaint e sell adkavout o statud kent. Gant se, e riskl an istor war-zu ar moliac’h hag an hudouriezh : an dud eo glas o gwad o deus galloudoù ispisial, pe e plij dezho pe ne ra ket… Daoust hag o do c’hoant, holl, da implijout anezho evit ar memes tra ?

Gwallzedennus em eus kavet an istor-mañ hag ar bed boemus krouet gant ar skrivagnerez. Dudius eo an teir zudenn bennañ, dezho temz-speredoù kreñv. Ankenius eo implij an hudouriezh, ha lipet al labour war personelezh an tudennoù, ha pa vijent a eil renk.

Setu aze ur romant evit ar yaouankiz hag a blijo kement, marteze, d’an dud gour ha d’ar re yaouank, ma n’eo ket muioc’h : aesoc’h eo an endro da gompren pa ouezer un tammig diouzh an Istor. Evidon eo un diskoachadenn a-feson !