Tag Archives: Virginie

Vernon Subutex (1 ha 2), Virginie Despentes, Frañs (2015)

vernon-subutex-1Iskisat tem hag hini an daou romant-mañ : diskenn un den, bet unan bennak, betek ar straed. Dilabour, e vez lakaet er-maez eus e ranndi er pajennoù kentañ. Ar mignon pinvidik a baee ar feurm evitañ zo marvet ha n’en deus tu ebet da bennata.

El levrenn gentañ e heulier anezhañ a di da di : klask a ra bod ha boued e ti an dornad mignoned kozh a chome dezhañ c’hoazh, a-bell. Digarez d’ar skrivagnerez da ziskouez ur sapre skeuliad a dud disheñvel, hag ivez da geñveriañ ar vuhez o deus, da 50 bloaz bennak, gant an hini a hunvreent kaout p’en em anavezent, a-raok.

Souezhus eo pegen gwirion e oar Virginie Despentes deskrivañ an holl dud-se. Aon em eus bet, e pennvernon-subutex-2 kentañ, ne vije ar romant nemet an diskouezadeg poltredoù-se, met un itrik a zo ivez, peogwir ar c’haner pinvidik en doa fiziet e Vernon kasedigoù talvoudus ez eus ur bern tud o redek war o lerc’h. Dont a ra en-dro war al leurenn un enklaskerez prevez, “La Hyène”, a oa bet implijet gant Virginie Despentes e Apocalypse bébé c’hoazh. Dedennus an dudenn, met dont a ra al levr da vezañ un tammig forzh petra, kemer a ra ur ment un tammig speredel ha Vernon Subutex, erru treul, a vez gwelet evel ur seurt mesiah gant an dud tro-dro dezhañ. Pa vez kinniget dezhañ bezañ herberc’hiet, e nac’h : evurusoc’h en em gav er-maez.

Ne gavan ket dreist an heuliad, daoust ma ne vije ket enouüs da lenn en holl. Mankout a ra a lusk, n’eo ket tridus. Un trede levr zo da zont, evit doare.

Advertisements

King Kong Théorie, Virgine Despentes, Frañs (2006)

king kong theoriePlijet e oan bet gant Apocalypse Bébé, ar romant kentañ em boa lennet gant ar skrivagnerez souezhus-mañ. Ne oan ket engortoz tamm ebet d’en em gavout gant ur skrid-esae o tifenn ar wregelouriezh p’em eus tapet krog el levr-mañ avat. Ha ken kilhet all on bet.

Mont a ra Virginie Despentes en tu all da reolennoù an dud a-feson. Skrivañ a ra gant gerioù pemdez, pe gant gerioù gros, gant gerioù skoüs atav. Peadra he deus bet d’en em soñjal war he sekselezh, evel ma kont tamm-ha-tamm : gwallaet eo bet ha hi plac’h yaouank pa oa o c’hoari biz-meud, ha diwezhatoc’h he deus bet tro da c’hounit bleud en ur werzhañ he c’horf, hep mont evit kement-se da c’hast a-vicher. An darvoudoù-se o deus graet o hent en he fenn ha kinnig a ra he savboent diwar-benn ar wregelezh hag ar wregelouriezh. Komz a ra ivez diwar-benn pornografiezh.

Graet he deus vad din al lennadenn-mañ peogwir en em gaven akord ganti war gement tra a ginnige, koulz lavaret, hag ivez dre m’he deus an destenn ur stil bourrabl, dichek, feukus, a blant startijenn en nen.

Echuiñ a ra he levr gant un asuradenn : ne vo gounezet ar stourm evit kevatalded ar reizhoù nemet p’en em ganno paotred ha merc’hed war un dro.

Ouzhpenn mignoned he deus gounezet ar skrivagnerez gant ar skrid-mañ, evel ma c’heller lenn er bajenn Wikipedia a gomz diwar e benn. Menegiñ a ra bommoù bet skrivet diwar e benn e meur a lec’h, lod meuleudius, lod all farsus (a gav din) :

« On aura saisi qu’il est inutile de chercher une cohérence intellectuelle à cet essai plein de gros mots. » Astrid de Larminat dans Le Figaro littéraire.

« Despentes s’est mise en situation de se faire haïr par les philosophes autant que par les psys, et par les dames patronnesses autant que par les chiennes de garde. Le bonheur, quoi… » Pierre Marcelle dans Libération.

« King Kong théorie n’est pas seulement un livre atterrant de bêtise, un monument d’incompétence, un espace où toute pensée se fige sur place, glacée jusqu’à l’ultime neurone par le degré zéro. De chaque ligne suinte en outre une haine féroce pour l’Autre. » Éric Naulleau dans Le Matricule des anges.

Din-me eo ul levr mat, skrivet gant unan ha ne ra forzh ober he zoull (pe get) e-touez an dud en em gav, liv ar wirionez hag ar prim warnañ dreist pep tra, perzhioù a lakaan dreist ar re all evit seurt skridoù. Emichañs ho po c’hoant da lenn anezhañ en ur lenn kritikoù ken disheñvel diwar e benn.

 


Apocalypse bébé, Virginie Despentes, Frañs (2010)

apocalypse bebeEmaon o paouez dizoloiñ ar skrivagnerez-mañ dre hanterouriez ur pennad e-barzh Telerama : c’hoant em boa da welet petra a oa kuzhet dindan an anv “lennegezh rock”. Eus un tu all em boa klevet ne oa ket mat ar pezh a skrive : netra gwashoc’h evit atizañ va c’hoant gouzout drezon va-unan.

Lennet em eus ar romant en un tennad. Ne ouezan ket petra a dalv he skridoù all, met hennezh zo plijet kalz din. Bez ez eus ennañ ur seurt feulster er mod da skrivañ, evel pa lakfe ar soñjoù a dreuz an nen met ar re a glasker lakaat a-gostez peogwir n’int ket dereat. N’eo ket ur feulster a-fed darvoudoù, evit se em eus lennet kalz gwashoc’h. Kentoc’h ur feulster kriz, a darzh diouti evel diouzh ur grennardez ravoltet.

A-fed istor n’eo ket dreistordinal : un afer detektiv prevez, evel n’eus forzh pegement. Ar pezh a zesach an evezh eo tudenn ar penn detektiv, un heñvelreviadez “tagus”, eus ar mod a c’hwitell ouzh ar merc’hed koant a dremen er ru ! Deuet eo eus ar c’hentañ ganti. An tudennoù all n’int ket ken dedennus, diskouez a reont muioc’h bezañ klichedoù. Ha pa weler penaos e echu ar romant e soñjer da vat n’eo ket an istor a zo dedennus el levr-mañ.

Bez ez eus un anal o redek a-hed ar pajennoù, a ziskouez emaer gant ur skrivagnerez he deus kavet he mouezh, pell eus ar pezh a veze graet a-raok. N’on ket sur e plijfe din lenn kalz eus he romantoù m’emaint holl memes mod, marteze e c’hell bezañ skuizhus goude ur prantad, met dedennet a-walc’h on evit mont pelloc’h ganti. Souezhet he deus ac’hanon.