Tag Archives: Gwenn

Eun nozveziad reo gwenn, R. G. Berry, bro-Gembre (1928)

Lakaet e brezhoneg gant Yann-Vari Perrot, ur pezhig-c’hoari ennañ ur 15 pajennad bennak. Brodañ a ra tro-dro da dem ar mab foran ha reiñ ur gentel : arabat gortoz e vo re ziwezhat evit diskouez e garantez. An embannadur brezhonek eo a zo eus 1928, moarvat e oa bet embannet abretoc’h e kembraeg.

Se ‘oa d’an amzer meurdezus-se ma varve an dud diwar boan-spered pe boan-galon, ken aes ha tra ! Plijet on bet gant an aergelc’h, an ti klet kollet e yenijenn ar goañv, an darempredoù stenn etre an tudennoù. Domaj eo e echufe ken buan.

Ar pep gwellañ er skrid berr-mañ eo ar brezhoneg saourüs implijet gant Yann-Vari Perrot en e droidigezh. Blaz ar c’hozh warnañ. Un teuzar.

Kavet e vez ar skrid enlinenn, da skouer amañ.

Advertisements

Aet on, Gwenn A-Du (2017)

Kavet em eus dreist tem al levr-mañ : un den yaouank a guita e di hep lavaret tra da zen, evit kerzhout eeün dirazañ. Temptadur meur a zen, yaouank pe kozh, emichañs… En em leuskel a ra da vont diouzh ar pezh a gav, ha da zaremprediñ an dud en em gav war e hent. Skrivet eo brav ha dedennus da lenn, keit ha ma vezer e-barzh. Ur wezh adserret al levr, koulskoude, e kav din ne z’a ket pell a-walc’h anezhañ. Chom a ra klouar, evel pa ne rafe nemet kontañ un taol-pleustr gwirion (marteze eo se, met kenkoulz e vije bet en displegañ neuze), daoust ma vije pinvidik-kenañ an tem ha ma vije bet moien da zonaat an traoù evit lakaat an haroz da vevañ degouezhioù estlammusoc’h, pe dañjerusoc’h, pe me ‘oar, evit ma vije desket traoù da vat gant al lenner ha kavet repsontoù da c’houlennoù a sav outañ e-unan. Met n’eo nemet va savboent a zen gour, ha n’eo ket bet skrivet al levr evit e rummad-oad…


Ur bed nevez, Poulossier / Audic / Le Verge (2013)

ur bed nevezN’on ket bet entanet tamm ebet gant al levrig-mañ.

N’eo ket ur romant met div zanevell… ar pezh n’eo ket meneget war ar golo.

An hini kentañ anezho Kael hag ar Gorriganed zo dedennusoc’h eget eben hervezon. Frammet eo dindan eizh pennad ha santout a reer ur gwir c’hoant da sevel ur romantig. N’eo ket bountet re bell avat : ar skrivagner yaouank a gont un istor faltazius boellek, met ne oar ket c’hoazh plantañ un ambiañs. Un arridennad fedoù eo kentoc’h. Lennet e vez hep displijadur.

An eil Ur bed nevez n’eo ket un danevell met ur gontadenn, enni boudiged o vont e darempred gant ar bed gwir. N’on ket objektivel : ne vourran ket ar c’hontadennoù dre vras. Honnezh pa muioc’h eget ar re all. Ha gwan eo ar fin.

Kompren a ran mat eo bet skrivet an testennoù-se gant liseidi ha ne fell ket din e mod ebet digalonekaat anezho : lorc’h e vije ennon o kaout skolidi gouest da sevel seurt skridoù. Va barnadenn zo unan a-ziavaez avat, hini n’eus forzh peseurt lennerez a bren al levr dre zegouezh lakaomp ! Ha gant ar savboent-se eo pell al levr-mañ da vezañ hini gwellañ an dastumad.

Skrivet eo an div destenn en ur gwenedeg skañv, aes evit ar re n’int ket boaz c’hoazh ouzh ar rannyezh emichañs.


An deiz hirgortozet 2 : Koll-atav, Gégé Gwenn (2013)

koll atavMuioc’h a blijadur ‘m eus bet o lenn eil levrenn An deiz hirgortozet eget an hini gentañ, a oan bet souezhet ganti moarvat.

Neudenn an itrik eo ar stourm kaset da benn gant micherourien ur vengleuz, koulz lavaret a zeiz da zeiz (ha m’en dare penaos e c’hell Gégé Gwenn bezañ ken resis, moarvat en doa kemeret notennoù d’ar mare-se, n’em eus ket klevet anezhañ o kaozeal diwar-benn se met kurius e vijen da c’houzout…).

Ne c’hoarvez ket ur bern traoù e gwirionez, met ul lusk a zo gant ar skritur, ur c’hempouez etre pennadoù ha rannbennadoù, a lak ar pemdez-se da vezañ gwallzedennus.

Enbarzhet eo gwelloc’h an darempredoù revel e-barzh peurrest ar romant : santout a reer emañ ar penndudenn war-glask un darempred donoc’h, marteze, ha pa vije hep gouzout dezhañ.

Ul levr evit ar baotred e c’hellfe bezañ kentoc’h pa weler eus petra zo kaoz e-barzh : buhez micherourien, seks, melldroad, politikerezh a ya d’ober melloù eskern ar romant. Koulskoude ez eus peadra da zesachañ evezh an holl ennañ, gant ar prederouriezh amañ hag ahont, ar sonerezh, plas ar brezhoneg… Un testeni a-zoare eus buhez ar vro d’ur c’houlz bennak eo ivez.

Mall zo warnon gwelet echu an oberenn vras-mañ : peder levrenn a vo en holl, sañset, ha tev mat eo an div gentañ c’hoazh.

Ur pezh-mell labour diellañ ha brezhoneg c’hwek, evit un disoc’h a-zoare.


An deiz hirgortozet, Gégé Gwenn (2007)

An deiz hirgortozet
N’on ket bet entanet gant ar romant, daoust ma kavfen kalz a berzhioù mat dezhañ. Marteze e tiskouez bezañ muioc’h un testeni Istor eget ur romant, hag a-wezhioù e kaven hir va amzer o lenn. Gwirion eo an aergelc’h e-keñver stourmoù sokial ha lakaat a ra da advevañ ur maread resis (1980), met war un dro n’eo ket gwallzedennus. Fentus e oa anavezout tud e-barzh : Bernez Tangi, Youenn Gwernig… Kalz a ampartiz a ziskouez Gégé Gwenn er senennoù karantez, met ar re-se zo peget war-c’horre ar romant evel pa ne vefent ket lod dioutañ ; tevel a ra libido an haroz kerkent hag aet ar plac’h diwar-wel, hag ar plac’h ne servij nemet da c’hoariell : nebeut a van a reer ouzh he buhez, ouzh he istor, an haroz zoken ne implij anezhi nemet evel un dra kazimant. Me gav din n’eo ket mesket mat an drammoù war ar sujed-se. Er c’hontrol, pezh em eus kavet plijus eo hollvezañs ar sonerezh : amañ emañ penn-da-benn, a-wezhioù bommoù o nijal, a-wezhioù pozioù ur ganaouenn, se a sikour brav da adkrouiñ un aergelc’h bet.
Ar gudenn pennañ evidon eo e vezer en ur bed paotred ne vev nemet paotred ennañ ; me ‘m eus poan o vont e-barzh. Ar memes diaesamant em boa bet gant Piv a glevo, romant kentañ Herve Ar Gall. Gwelout a ran meur a dra heñvel etre an daou.
Din da c’houzout e oa romant kentañ Gégé Gwenn, normal eo ne vije ket peurvat ; deuet eo mat gantañ dre vras. 3 romant all a zeuio da glokaat hennezh : ur pezh-mell gronikenn a vo a-benn ar fin. Mall zo warnon gwelet an disoc’h, ha spi ‘m eus ivez e skrivo traoù muioc’h faltaziek war-lerc’h peogwir en deus ur brav a daol-pluenn.

Gall a rit klevet Gege Gwenn o kaozeal diwar-benn e levr skrivet hag ar re da zont amañ. Farsus eo, ouzhpenn !