Tag Archives: Patrick

Pourmenadenn Yaya 4 : An enezenn, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2012)

Embannet e brezhoneg e 2019.

El levrenn-mañ en em gav Yaya ha Tuduo war un enezenn didud. Met chom stanket war an enezenn ne dostaa ket anezho eus o fal, prientiñ a reont un doare da achap.

Siwazh e kav Yaya war he hent tud a glask korvoiñ anezhi c’hoazh. Ha tra ma vez o labourat evito, e kouezh klañv Tuduo. Pa ne vije nemet an natur o vezañ dañjerus, marteze e c’hellfent en em dennañ, met an hini drouk, Zhu, en deus adkavet o roudoù ivez.

Cheñch a ra an aergelc’h al levr-mañ e-keñver an hini a oa er bannoù-treset kent. Amzer o deus Yaya ha Tuduo da dabutal ha da sklaeraat traoù ‘zo en o darempred. Un den gour nevez a zeu da harpañ anezho. Met ne z’a ket an dazont war sklaeraat evit kement-se, ha chom a ra dañjerus o buhez.

Dirollet eo a al lusk ur wezh c’hoazh hag emañ an daou benndudenn war dec’h adarre. Plijus an istor, al livioù atav. Eztaoladus an tresadennoù. N’eus nemet gortoz ar pezh a zeuio war-lerc’h…

Advertisements

La peur des autres : trac, timidité et phobie sociale, Christophe André, Patrick Légeron, Frañs (1995)

Dedennus a-walc’h em eus kavet al levr, dreist-holl er penn kentañ. Displegañ a ra mat-tre ar c’hudennoù liesseurt a c’hell kaout unan da zaremprediñ tud all. Kinniget e vez goulennaouegoù bihan, da c’houzout gant peseurt droug oc’h taget (ma z’oc’h), hag-eñ e talv ar boan kaout sikour da blaenaat an traoù pe get.

Ar pezh ez eus da zerc’hel soñj anezhañ eus al lodenn gentañ eo n’eo ket normal aozañ e vuhez tro-dro d’an traoù ne greder ket ober, en em renkañ evit chom hep en em gavout gant tud all, mont da ouelioù ‘zo, nac’h pignat gant skeul ho labour peogwir ne fell ket deoc’h kaozeal dirak ar re all… e berr gomzoù, leuskel an namm-se da ren war ho puhez.

Hervez an aozerien, e vije meur a zoare da zont a-benn eus ar c’hudennoù-se. Gwell a se… met gant an eil lodenn on bet dipitet a-walc’h, peogwir ne ginnigont nemet unan, a-benn ar fin. An hini a labouront warni. Terapiezh an emzalc’h, a reont diouti. Ar sistem : ober an traoù n’ho peus ket c’hoant d’ober, daoust da bep tra. Evel m’ho pije c’hoant paouez da vutunat : paouezit, ha mat pell ‘zo ! Brav eo, evit tud yaouank dreist-holl… met m’eo bet klasket dija a-hed ur vuhez, klask en-dro, memes gant ur “coach”, a chom danvez-gouzañv. Evel evit ar butun, ez eus sur a-walc’h doareoù all da zousaat buhez ar re a zo taget gant seurt diaesamantoù (ha n’int ket merket e-touez ar c’hleñvedoù ofisiel). Hipnoterapiezh, ha me ‘oar… Met eus an traoù “e-kichen”-se, n’eus anv ebet amañ.

N’eus forzh, reiñ a ra un tañva dija, da bep hini d’ober e damm hent war-lerc’h.


Pourmenadenn Yaya 3 : Ar sirk, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

Embannadur brezhonek eus 2018.

Gant an trede levrenn-mañ e kuita kêr ar vugale e bourzh karr-samm ur sirk. Digeriñ a ra war ardamaezioù ha livioù nevez, ar pezh a zegas un tamm aer fresk en heuliad.

N’emañ ket mui holl giriegezh ar veaj war divskoaz an daou vugel, gant se e c’hell Yaya soñjal en-dro en he familh hag en em leuskel da vont gant ar velkoni, evel ma tere ouzh ur plac’hig vihan pell eus e gerent.

Emañ atav enebourien drouk pe droukoc’h war seulioù Yaya ha Tuduo : abalamour dezho ne c’hellint ket chom dindan warez o mignon gour nevez, en em sant kiriek anezho un tammig. Ha setu un imram nevez o kregiñ evito, pell diouzh pep tra anavezet ur wezh ouzhpenn. Ne chom dezho nemet o youl da dizhout ar pal : adkavout tud Yaya e Hong-Kong.

Brav eo an istor, hirisus un tammig, gortoz a ran e vo echu evit adlenn an holl levrennoù en un tenn.


Pourmenadenn Yaya 1 : An dec’hadenn, Jean-Marie Omont, Patrick Marty, Charlotte Girard, Golo Zhao, Frañs (2011)

pourmenadenn yayaEmbannadur brezhonek eus 2015.

Kontrol da Vodou zo amañ, Pourmenadenn Yaya zo evit ar vugale. Tremen a ra e-pad an eil brezel-bed e 1937. Harozed ar vannenn-treset-mañ zo daou vugel eus metoù disheñvel. Yaya, plac’hig pinvidik eus Shangaï, n’eo ket evit muzuliañ grevusted ar brezel : kenderc’hel a ra da heuliañ he soñj a zo tremen ur genstrivadeg piano, daoust ma vije bet kemeret gant he zud bilhidi-bag evit tec’hout diouzh kêr an derc’hent. Harzhet e vo war he hent gant ur vombezadeg. N’eus ket mui eus ar bed a anaveze ha krediñ a ra d’he zud eo marvet. Kroaziañ a ra hent Tuduo, ur paotrig paour-razh, tec’het eus al lec’h ma oa o krakvevañ peogwir e veze gwallgaset. Kenderc’hel a ra an daou vugel da dec’hout asambles, siwazh, tud zo war o roudoù…

Ur souezh eo kalite ha liesseurted ar bannoù-treset brezhonek embannet nevez ‘zo. Honnezh zo brav c’hoazh, a vent bihan, treset a-zoare (doare manga met lipet-brav), gant talennoù diwezhañ leun a vunudoù a zo gwir taolennoù anezho. Kalz arlivioù zo el livaoueg implijet hag ur blijadur eo mont a benn da benn eus al levrennig-mañ. Ur wezh echu, e ouezer diouzhtu ne c’hello ket bezañ graet mod-all eget lenn ar pezh a zeuio da heul. Plijout kalz a ra d’ar vugale ivez. Spi em eus e vo embannet ar peurrest ingal (ma n’eus nemet ul levrenn e brezhoneg, ez eus 9 dija e galleg) dindan nebeut amzer.