Tag Archives: Chase

Chase Vaeleg 3 : Wilhelm, Umran Asovar (2014)

chase vaeleg 3Setu, echu gant an trede romant-mañ rummad Chase Vaeleg. Dipitet on un tammig peogwir em eus kavet diaes-tre en em lakaat e-barzh en-dro, disoñjet em boa an istor tamm-pe-damm ha n’eo ket anat adsplujañ enni. Gwelloc’h e vije bet din o lenn holl en un tenn !

N’on ket dipitet gant an istor : evit ul levr eus ar rummad-mañ e kav din eo luziet a-walc’h ar steuñvenn evit derc’hel evezh al lenner, hag an tudennoù zo dedennus, ha pa vijent euzhviled. Ur gwir klozadur a zo d’an istor a-bezh, ar pezh a ziskouez e oueze mat ar skrivagner da belec’h ez ae en ur sevel e skrid. Perzhioù mat tre a zo eta.

Tro em eus bet da wiriañ n’eo ket un doare lennegezh a blij din koulskoude : re c’hourel marteze ! (n’on ket plijet muioc’h gant ar chick lit). Met un istor dedennus eo koulskoude, gouest da zesachañ evezh ar vrezhonegerien yaouank moarvat.


Chase Vaeleg 1 (Abzael) ha 2 (Eymrin), Umran Asovar (2012 ha 2013)

chase vaeleg 1Souezhet on bet gant istor an daou levr-mañ : hudouriezh ha zombied en un en-dro krennamzerel. Ar wezh kentañ e oa din lenn traoù diwar-benn zombied, hag anzav a ran ne ouezan ket tamm ebet hag-eñ n’eo ket ar perzhioù em eus kavet dibar en istorioù-mañ perzhioù eus ar re glaselañ evit seurt lennegezh…

An darvoudoù a zeu an eil war-lerc’h egile gant ul lusk dreist : c’hoarvezout a ra ur bern traoù souezhus, taget e vez an harozed kenkoulz hag an tudennoù all, n’eo na re chuchu na re wadek. Ha koulskoude e vez kemeret amzer da arvestiñ, da zeskrivañ donoc’h an dudenn-mañ-tudenn. Vaeleg zo ouzhpenn ur suner-gwad, goulennoù dedennus a c’heller sevel diwar e benn. chase vaeleg 2En eil levr, tudenn Abira hag he darempred iskis gant an daou Harzhi’n o deus lakaet va ijin da gantren ivez. Senenn ar babig koar, dre ma ne vez ket displeget pelloc’h, zo warni ul liv kevrinus eus ar c’hentañ. Ur bern traoù e mod-se a gaver en daou levr-mañ ; soñjoù dreist ivez evel hini an Asant evit displegañ penaos e vez skoulmet ar bed hud gant ar bed dihud. Kement-se evit lavaret e kav din eo deuet brav an daou romant-mañ gant ar skrivagner.

Siwazh on bet hegaset gant techoù a zo a-fed sevel ar frazennoù brezhonek.


Raconte-moi une histoire, Chase Collins, Amerika (1992)

Raconte-moi une histoire
Marteze e kontit istorioù d’ho pugale dija : ma rit, ne servijo ket da galz tra al levr-mañ deoc’h. Va c’hentañ soñj din-me vez atav lenn ul levr dezho ha n’em boa ket kalz a skiant-prenet war ar c’hontañ a-raok : ur sapre dizoloadenn oa bet evidon. Displegañ a ra da betra e talvez ijinañ ho istorioù deoc’h, ha reiñ a ra ur bern kuzulioù hag alioù da lakaat ac’hanoc’h da gregiñ e-barzh. A-viskoazh em eus soñjet eo un hentenn vat evit rannañ ur prantad plijus e brezhoneg gant ar vugale.
N’eo ket anat d’ober e brezhoneg : ret eo bezañ koñsañtret mat. Met en em voazañ a reer tamm-ha-tamm. Plijadur ‘vez o vont war-raok.
Un tamm helavar e kavan doare an aozerez da ginnig an traoù met… normal eo, plijout a ra dezhi kontañ istorioù !
Ar pezh zo sur eo e serrer al levr gant ur c’hoant bras d’ober evelti.