Tag Archives: skubellennoù

Maen Rannou, Yann Gerven (2009)

Maen RannouSed aze romant diwezhañ ar rummad teir levrenn evit ar yaouankiz Fulennoù war skubellennoù. Poent e oa, d’am soñj ! aet an awen da hesk gant fin an eil… ar pezh hon eus amañ eo div pe deir istorig distag peget an eil ouzh eben evel ma teu e teu, gant neud gros peurliesañ ‘n eus lakaet ac’hanon da soñjal e dilamadennoù heuliadoù tele.
Evit ar yezh n’omp ket laeret : brav eo atav, naturel an divizoù daoust ma vije dreistnaturel ar c’henarroud. N’eo ket gwall zedennus, met ne varver ket gant an enoe memestra, ha lennet ‘vez buan.
Evit an trilogiezh a-bezh, n’eus ket kalz a ster enni, kavout a ran un tammig flaner an dreveziñ sorserien mod Harry Potter farsus hag ar pezh a c’hoarvez e festival an Erer Kozh. Dizingal kenañ eo al lusk hag an interest a c’heller dougen d’an istor. Techet e oan ivez da veskañ an tudennoù peogwir int niverus-mat hag e komzont holl memes mod. Lakaomp n’eo ket da renkañ e-touez pennoberennoù Yann Gerven !


Ar Grec’hmitouarn, Yann Gerven, 2008 (eil lodenn “Fulennoù war skubellennoù)

ar grec'hmitouarn

Iskis eo kar ne oan ket bet plijet gant ar c’hentañ levr. Evit diverrañ e kave din e oa un tammig re aes an dodenn (seurfomp laouen war wagenn Harry Potter !), hag an istor leun a serrioù-lagad a seblante din bezañ bet skrivet evit ar re vras war un tem bugel, diskordañ a rae. Poan ‘moa bet o kregiñ ar romant (e-pad an hanterenn gentañ pe muioc’h, ha se, an div wezh, peogwir em boa lennet div wezh anezhañ (nann nann n’on ket mazo, met e kenkaz ‘vijen bet imoret fall just d’an deiz-se…).
Ne vije ket un abeg evit chom hep lenn ar peurrest, evidon d’an nebeutañ.
Ar wezh-mañ em eus kavet plijus. Farsus eo an divizoù, klotañ a ra mat an traoù kenetrezo bremañ.
Daoust hag-eñ eo me ‘oa ginet ? (div wezh ?)… pe en deus kemeret e nij a-benn ar fin goude bezañ bet poan o tibradañ e Zanussi…
Ma, talvezout a ra ar boan, diverrañ mat a ra an amzer, hep terriñ ho penn, evel ar pep brasañ eus skridoù Yann Gerven.