Bibliothérapie : Lire, c’est guérir, Marc-Alain Ouaknin, Frañs (1994)

Leuniet eo bet va fenn a c’houlennoù p’em eus gwelet an titl dedennus-mañ. Peseurt kleñvedoù a vije soagnet gant levrioù ? Peseurt levrioù ? Penaos ez a an traoù en-dro ? Hag un dra sirius eo al levrderapiezh, pe un ijinadenn a c’hiz nevez evit gwerzhañ levrioù d’al lennerien new-age ?

Dre vras e choman war va c’hoant, gant un diabarzh ha ne glot ket ken brav-se gant an titl. Un nebeut titouroù em eus rastellet memestra : AR c’hleñved nemetañ a vez anv anezhañ amañ eo an diwaskadenn. N’eo ket Ouaknin en deus ijinet ar c’hoñsept a levrderapiezh, met tennet eo eus Proust. Al lenn a laka al lenner en ur stad distabil, ma c’hell sevel goulennoù outañ e-unan, ar pezh ne ra ket ken an den diwasket, skornet en e gleñved a harz outañ da fiñval, da gaout lañs.

Tout ar peurrest em eus kavet hanter zigredus. C’hwezhet-abominabl eo an destenn gant ambreadennoù prederourel ha niverologiezh. Gouzout diouzh an arameek a vije gwelloc’h evit heuliañ a-zoare. Daveoù religiel a gaver sof-kont. Tres ‘zo war al levr-mañ da vezañ sirius-kenañ, diellet, prederiet… gant un den a ra pennadoù-kaoz diwar-benn e zanvez.

N’eo ket tre-ha-tre n’em bije ket komprenet an traoù, daoust ma vije bet diaes a vare da vare. Tammoù ‘zo o deus plijet din, evel pa zispleg ar skrivagner penaos e studia ar yuzevien el levraoueg. Dedennet on bet gant an testennoù a veze harpet warno evit displegañ ar soñj-mañ-soñj. Met ret e oa din chom war api, en un destenn vorodus, evit chom hep c’hwitañ war an nebeut traoù dedennus en em gave. An tech en deus ar skrivagner da c’hoari gant ar gerioù, da ad-verañ anezho, a denn d’an albac’henn kentoc’h ha d’al lennegezh, mont a ra pep tra da gaoteriad euzhus a-benn ar fin.

Kavout a ran drol, ha droch, e c’hellfe seurt brizh-skiant (digant un den desket-kenañ, koulskoude !) plijout ha tizhout. Koulskoude e ouezan e ra, peogwir eo bet aliet al levr-mañ din gant unan bennak… (laouen on ne ouezfe ket brezhoneg, evit ur wezh !) Met ne gomprenan ket penaos. An titouroù pleustrek zo rouez, a-boan ma klot an danvez gant an titl kinniget… Onanism lennek n’eo ken, d’am soñj.

Ur pezh-kurius eo memestra, na pa vije nemet evit kompren petra a denn tud ‘zo eus o studioù hir e skol ar rabined ?

Krediñ a ran n’eus nemedon o chom hep bezañ plijet gant seurt traoù. E embann zo en em lakaat e riskl da dremen evit ur sodez ha ne intent seurt… Emskiantek on eus se, ar pezh en deus lakaet ac’hanon da soñjal e kontadenn Andersen : Dilhad nevez an impalaer.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Bibliothérapie : Lire, c’est guérir, Marc-Alain Ouaknin, Frañs (1994)

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s