Faire de la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2006)

Diouzh ar c’hentañ gwel, n’eo ket ken meizidik al levr-mañ hag an daou gent.

Kavet e vo ennañ, evel e kalz levrioù all diwar-benn an hevelep sujed, ur voest-ostilhoù da gregiñ e-barzh : Peseurt tem dibab ? peseurt hent a heul ar c’harrezennoù ? penaos dibab un dalenn pe un all ? Peseurt benveg a glot gant an teknik-mañ-teknik ? Gant an dorn, pe gant an urzhiataer ? Penaos diforc’hañ trolinenn un dudenn-paper diouzh trolinenn eben ? Penaos tresañ santimantoù an dud war o fenn ?

Met mont a ra pell Scott McCloud ganti, ur wezh c’hoazh, ouzhpenn m’eo dornet kaer (e gatalog dremmoù, da skouer, em eus kavet marzhus). En ur heuliañ anezhañ, me ha n’em eus treset bannenn-treset ebet morse ha n’on ket e sell ober, em boa ar santimant da zeskiñ traoù diwar-benn mab-den. Traoù a ouezen dija, marteze, met kinniget ken eeün, ken splann, ma taole ur gouloù nevez warno. Traoù a denn, da skouer, ouzh yezh ar c’horf, ouzh tresoù an dremmoù, ouzh an ijinañ bedoù… Ur gentel diwar-benn ar c’hrouiñ eo, dre vras, a ro Scott McCloud d’e bublik.

Krog on da gaout douetañs ez eus un dra bennak all etre me hag an aozer (ar skrivagner ?)-mañ avat. Klotañ a ra resis e zoare da zisplegañ gant va doare da gompren an traoù. Kement tra a lavar a zo dres an hini emaon o c’hortoz, respont a ra d’am goulennoù a-raok na vijent savet. Ha n’eo ket moc’h gant e zaveoù, evit an hini en deus c’hoant da vont pelloc’h. Ar pep tra-se a ra hep brabañsal morse. Dispakañ a ra frouezh e enklaskoù, diskuliañ a ra e gredennoù, met ivez e arvaroù. Pa ne vez ket sur, pa sant n’eo ket ur mailh war un dra bennak, en lavar ivez, da reiñ an daolenn ar resisañ hag an onestañ posubl. Gant se, e c’hell al lenner mont pelloc’h egetañ, m’eo e zezo.

Dre an tri levr-mañ eo personelezh un arzour dibar em eus graet anaoudegezh gantañ. Un arbennigour eus mab-den evel m’o doujan. Bet eo pell oc’h en em stummañ dre entan evit e zanvez, betek tizhout ur sklaerder, un eeünded hep o far. Perzhioù a denn da arz minimalist bro-Japan en ur mod.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s