Tag Archives: Aubry

SPIP 3.1, Créer et gérer des sites web collaboratifs, Christophe Aubry, Frañs (2017)

Spip 3.1Ur poellad dieub evit sevel lec’hiennoù internet eo SPIP. Lennet em eus al levr-mañ evit klask kompren penaos lakaat ul lec’hienn c’hallek e brezhoneg gant un dibab yezhoù, hag e gwirionez, n’em eus ket kavet ar respont da vat. Lennet em eus al levr penn-da-benn koulskoude (war-bouez un nebeut traoù er fin a gomzin diwar o fenn pelloc’h) peogwir e oan tapet gant va lennadenn.

Aes-tre eo al levr da lenn (hep bezañ Spip evit ar re nul e anv). Gras d’an tapadennoù-skramm niverus em eus savet en va fenn ur skeudenn resis eus an ikonoù, eus o flas hag eus an doare da dizhout al lec’h-mañ-lec’h, hep kaout ezhomm da vont dirak va urzhiataer. Echuiñ a ran gant ar santimant bezañ komprenet ar poell, gwezenn al lec’hiennoù SPIP, ha gant ar spi ne vin ket tapet fall ma c’hoarvez din chom bout war tra-mañ-tra peogwir e ouezin pelec’h klask va respontoù.

Ret eo gouzout n’on ket ur mailh war an urzhiataerezh hag ez eo ur poellad a c’hell bezañ implijet gant n’eus forzh piv hep gouiziegezhioù ispisial, gant ma studio un tammig an afer. An den en deus skrivet al levr a zo boaz da vuheziñ stummadurioù diwar-benn an urzhiataerez : gras da se eo e wel mat penaos displegañ, kredabl.

Amañ e c’helloc’h kavout titouroù e brezhoneg diwar-benn SPIP, war al lec’hienn dediet dezhañ, ha pellgargañ anezhañ zoken m’ho peus c’hoant da zornata un tammig ar poellad da welet penaos eo pe m’ho peus ur raktres lec’hienn resis.

N’eo nemet ur wezh erru e-barzh al lodenn “Foromoù SPIP” eo deuet da soñj din foromoù Flap Malo Morvan, a dremenen kalz amzer warno bloavezhioù ‘zo hag e oa skrivet en traoñ anezho “Fièrement propulsé gant Spip” (m’em eus soñj mat ?) : dre m’em boa sellet pizh ouzh an doare ma z’ae an traoù en-dro d’ar mare-se e oan avañsetoc’h a-galz evit kompren ar mont en-dro. Ur souezhadenn blijus !

Ar pennadoù 10 hag 11 n’em eus graet nemet o vraslenn, ne oan ket dedennet ganto evit poent. Mont a reont donoc’h e-barzh ar personelaat, en ur implijout linennoù kod ha traoù un tamm diaesoc’h evidon. Met moien ‘zo da gregiñ gant SPIP hep mont ken pell.

Kavet em eus hegasus un nebeut traoù el levr-mañ memestra, fazioù-reizhskrivañ bihan, meskaj etre tu kleiz ha du dehou en displegadennoù… N’eus ket eus ar galleg ur yezh paour, perak e vez espernet ar reizhañ ? Dreist-holl er priz m’emañ al levr. Domajig.


Personne, Gwenaëlle Aubry, Frañs (2009)

Renket eo al levr-mañ e-touez ar romantoù, met n’ez eus ket kalz traoù ijinet en destenn.

E stumm ul levr ABK, gant ur ger evit pep lizherenn eus al lizherennaoueg, digarez ur pennad, e tres Gwenaëlle Aubry ur poltred eus he zad foll. Ur skeudenn leun a ster dija, eus A betek Z, eus ganedigezh da varv, 26 tu eus e bersonelezh sked-disked hag en doa poan, e-unan, o kompren hag o tigejañ.

Klask a ra al levr adskoulmañ an darempred etre merc’h ha tad, mont en tu all d’ar vezh, ober ur c’hrenn d’an oberoù direnkus dre o renkañ brav en ul levr a denn e ster eus e framm poellek.

Skrivet eo brav, gant gerioù difouge met reizh. En ur gomz diwar-benn he zad, e komz ar skrivagnerez diwar he fenn ivez, hag eo ret dezhi reiñ ur ster da vareoù ‘zo eus he buhez, teurel ur sell a-gil, klask en em reiñ da gompren gant an estrañjourien m’eo al lennerien.

Leun a varzhoniezh hag a goulennoù eo, daoust ma kalskfe respont. Fromusoc’h em eus kavet pennadoù ‘zo eget re all, evel Revenant. Ul levr leun a gentelioù-buhez eo, dous-c’hwerv, ha soutil.

Tapet en doa ar “romant”-mañ ar Priz Femina 2009.