Les livres prennent soin de nous : Pour une bibliothérapie créative, Régine Detambel, Frañs (2015)

Goude un taol-esae kentañ gant levr Marc-Alain Ouaknin e oan bet dipitet gantañ, em bije gellet laoskel sujed ar biblioterapiezh da vont. Met ne oa ket gwalc’het va c’huriusted. Kendalc’het em eus gant hennezh eta.

Keuz n’em eus ket : komz a ra Régine Detambel eus al levrioù hag eus an testennoù en un doare a glot gant ar pezh a c’hourlakaan, a zivinan diwar o fenn. Da skouer pa lavar : “N’eo ket ar pal reiñ ur ster d’ar pezh a lenner, a-wezhioù. Ar glec’hiañ eo a vez klasket, an teuzadur gant ar sinoù war ar bajenn”. Ha dre ma z’aen war-raok ha ma soñjen aliesoc’h-aliesañ : Aze ‘mañ ! Deuet eo ganti ! e soñjen ivez n’eo ket displijus kaout ar muiañ posubl a deuzadur gant soñjoù an aozer.

Pouezañ a ra Régine Detambel war ar fed eo gerioù al lennegezh a c’hell soagnal an dud hag o deus galloud, en ur argas al levrioù o reiñ modoù-implij, kuzulioù war an doare da soñjal pe d’en em ren -menegiñ a ra Paulo Coehlo e-touez ar re-se.

Ma soagn al lenn, ar skrivañ a ra ivez, an darempred tost gant ar bajenn, ar c’hreion : aliañ a ra an adkopiañ barzhonegoù gant an dorn.

Goude bezañ kinniget petra lakaat an dud da lenn evit sikour anezho ha kemeret harp war meur a levr pe a skrivagner o vont a-du ganti e kont Régine Detambel he istor gant al levrioù, dindan un nebeut pajennoù eñvorennoù kreizennet war an tem. Ur misi e oa da lenn.

Treut em eus kavet an hentenn e-keñver bibliotherapiezh koulskoude. Chom a reer war dachenn ar soñjoù, an disklêriañ e garantez d’al levrioù. Lavarout a ra an aozerez ez a da lenn en tiez-retred da vare kleuboù, met n’eus ket doareoù all kinniget.

Laouen on bet o lenn al levr-mañ dre ma kadarna va soñjoù-me, met un tu gin a zo da gement-se : n’en deus ket degaset ur mor a draoù din. N’em eus ket desket kalz tra gantañ peogwir ez eo re heñvel ouzhin.

Ne chom din nemet heuliañ kuzulioù ar chamanez ha splujañ en-dro el lennegezh eta.

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s