Tag Archives: dans

Comment chier dans les bois, Kathleen Meyer, Stadoù Unanet (1989)

Un titl dispar, ha dispac’h. Evidon, ar goulenn, fas dezhañ, a zo bet kentoc’h : penaos chom hep lenn al levr ? Hag arabat fiziout e Google, a renk anezhañ er rummad “fent” : kozh kaozioù. Ar bourmenerien o vont war vaez war ar maez a zeu da vezañ ur gwir kudenn ekologel.

Da gentañ e weler penaos saotrañ an nebeutañ posubl : penaos en em lec’hiañ e-keñver al lec’hioù dour, pet metrad diouto, eus peseurt tu… gant un nebeut kuzulioù evit na vezan ket gwelet pe en em staliañ klet. Douarañ ? Toaliñ ? Pe degas ho produadennoù d’ar gêr ? Komprenet em eus gant souezh ne oa ket ar soñj diwezhañ-mañ ur farsadenn, daoust ma oa ar wezh kentañ din klevet diwar e benn. Kinnig a ra Kathleen Meyer ul listennad dafar a zo bet ijinet ha savet a-ratozh-kaer evit se.

Estreget traoù mat zo el levr-mañ. Al listennadoù-dafar-mañ, da skouer, a vez kinniget o merkoù, o frizioù, hag ur geñveriadenn zon anezho. N’eo ket talvoudus evit unan ne ra nemet teurel ur sell. A-benn ar fin e lammen ar pajennadoù randonus-se. An eil tra ha n’eo ket dispar eo ar stag m’eo al levr ouzh kudennoù resis an amerikaned. Du-hont eo disheñvel ar c’hudennoù endro eus ar pezh ez int du-mañ. Ha dre se e c’heller lavaret, goude lenn al levr, o deus tapet lañs warnomp evit dirouestlañ ar c’hudennoù a sav, pa ne vije nemet evit krediñ lakaat ar gaoz diwar o fenn.

Koulskoude em eus tennet va mad eus va lennadenn. Desket em eus ur bern traoù ha tro em eus bet drezi d’en em soñjal war kudennoù ne ouezen ket e oa anezho, zoken. Sirius eo an danvez, met kontet gant un tamm brav a fent hag a istorioùigoù farsus -el lodenn gentañ dreist-holl- a lak da dremen ur prantad dudius.

Advertisements

La maison dans la dune, Maxence Van der Meersch, Frañs (1932)

Romant kentañ Maxence Van der Meersch eo ar romant-polis-mañ.

Tremen a ra an itrik etre kêr Dunkerk ha Belgia. Heuliañ a reer ur c’houblad tud munut o vevañ-bevaik diwar trafikañ butun etre Belgia ha Frañs. Un istor karantez ha digarantez, kenstur gant un itrik polis eeün.

Lennet e vez buan, hep souezhadennoù, gant plijadur avat dre m’eo skrivet brav. Ar santimant glan a zesach Sylvain war-zu Pascaline a ro da zamwelout ar pezh a c’hoarvezo un nebeut bloavezhioù war-lerc’h e buhez ar skrivagner, en em droio war-zu ar feiz katolik. N’eus ket anv a relijion er romant koulskoude.

Dibabet em boa lenn La maison dans la dune gant ar spi da splujañ e ardamaezioù ar vro, da dañva an aergelc’h. War ar poent-mañ, n’eus dipit ebet da gaout.


La maison dans laquelle, Mariam Petrosyan, bro-Armeni (2009)

Splujañ en 891 pajennad a ya d’ober ar romant-mañ zo kement ha splujañ er c’houronk bras. Kinniget eo e jener, gant Wikipedia, evel “realism hud”.

An ti a zo anv anezhañ zo ul lec’h-buhez evit bugale ampechet. Lod anezho eo o divrec’h a ra diouer dezho, lod all o divesker (“ar re a ruilh”), unan bennak e zaoulagad… Lod all n’emañ ket o fenn ganto, pe a vare da vare nemetken. Ar pezh a zo iskis eo an doare ma teu ar vugale-se da berc’hennañ an ti, daoust ma vije tud gour tro-dro : kelennerien, klañvdiourien, edukatourien, tud ar vugale ur wezh an amzer. Nemet eo an ti a berc’hennfe ar vugale ? Ur bed kenstur a savont e-barzh an ti, dezhañ e c’hizioù, e gredennoù, e reolennoù (a c’hell bezañ kriz, betek ar marv).

Gwelout a ran gant ar romant-mañ un doare kerentiezh gant romant Adam Levin em boa kinniget ur pennad ‘zo : Les instructions, o vezañ ma vez savet ur bed kuzh gant ar vugale dindan ar framm ofisiel. N’eo ket anat, e penn kentañ, e kaso an itrik d’ul lec’h bennak, met ur wezh echuet e komprener eo bet savet munut gant an aozerez. Tremenet he deus bloavezhioù gant he c’hrouadurioù ha krouadennoù, a oa tresadennoù a-raok dont da vev dindan he fluenn. N’he doa skrivet ar romant-mañ nemet eviti er penn kentañ.

Meur a savboent a implij da gontañ an istor liesvouezhiek-mañ. Kollet e vez ar reteroù en amzer ivez, evit abegoù displeget e-kerzh an istor. Kontet e vez an traoù bet, a bep eil gant an traoù o vezañ. Hag ar mor a dudennoù, dezho lesanvioù a cheñch gant red an istor hervez o ferzhioù nevez, a lak an traoù da vezañ un tammig luziet. Met ken pinvidik eo ar bed, ma vo ur blijadur adlenn al levr, gant an alc’hwezioù a sikouro da gompren penaos eo bet fardet. Ur seurt kanevedenn eo, marvailhus, hud, ha war un dro realist-kenañ, en divizoù da skouer. Kalzig a fent a vez ivez. Ur romant dispar diwar-benn ar grennardiezh ez eo, kontet en ul luchañ war-zu ar moliac’h, er fin dreist-holl.

N’eo ket aes kaozeal diwar-benn un oberenn ken anpar, ne c’hellan nemet aliañ al lennadenn anezhañ. Splann eo din eo ur romant ne c’heller ket disoñjal.


Thursday Next 7 : Petit enfer dans la bibliothèque, Jasper Fforde, Rouantelezh Unanet (2012)

thursday-next-tome-7-petit-enfer-dans-la-bibliotheque-542870-264-432Romant diwezhañ an heuliad eo evit poent : un 8vet hini a zo er forn, met n’eo ket bet lakaet e galleg ha ne gredan ket e vije bet embannet c’hoazh e saozneg, zoken. Koulskoude eo anat n’emaomp ket gant un dibenn : echuiñ a ra al levr gant un nor digor war un dro-gaer all.

N’em eus ket kavet dibar penn-da-benn Petit enfer dans la bibliothèque. Lakaat a ra Jasper Fforde e harozez da goshaat, ar pezh n’eo ket nevez, met ivez da zisteraat : n’eo ket deuet e-barzh penn-da-benn goude gwallzarvoud ar romant kent. Evit talañ ouzh ar gudenn-mañ, en deus ijinet un afer luziet a dud “erlec’hiet”, hep gouzout dezho, gant korfoù-den silikon heñvel ouzh o fimpatrom war-bouez nebeut, ha gwelloc’h zoken e-keñver kleved, selled, yec’hed, buander ha kement ‘zo : gourtudennoù, kea. Treiñ a ra kalzig an istor tro-dro d’an afer-se (ha ne gavan ket gwallzedennus). Aet eo diwar-skrid ar robot hegarat a sikoure Thursday el levrenn gent : n’eo ket ur souezh, pa oa o chom gant ar Thursday paper, met diouer en deus graet din. E-touez an temoù liesseurt a vez pledet ganto el levr emañ ar relijion e plas mat : kinniget eo evel ur pezh-mell embregerezh.

Dedennus, souezhus ha kevrinus em eus kavet afer Jenny el levr-mañ c’hoazh. Barrek eo Jasper Fforde da veskañ ar c’hartoù, da lakaat al lenner da goll sont. Gouzout a reer ez eus un dra bennak a-dreuz, met ne c’heller ket e zisplegañ, betek ma vo diluziet gant ar skrivagner.

Hag ur bern souezhadennoù da gaout c’hoazh, referañsoù, tud dezho tresoù lu met diazezet war hor sevenadur voutin : Blytonisted c’harv, a fell dezho kemer harp war skridoù Enid Blyton evit adsevel ur vro virour, pe Millon, an ermit staliet war domani Thursday hag a zo o prientiñ e arnodenn ermit hag o klask fourrañ frazennoù sibilek bep eil poz : n’en deus ket aon Jasper Fforde rak lakaat e lennerien da c’hoarzhin. Dont a ra a-benn da blantañ ur fent skañv ha lennek war un dro, kenkoulz da ziduiñ ha da dalvoudekaat al lenner, rediet da adtommañ gouiziegezhioù kozh evit pakañ soutilded an heuliad.


Le bébé dans le frigidaire, James M. Cain, Stadoù-Unanet (1928-1936)

Le bébé dans le frigidaire Un dibab a 5 danevell “zu” gant ar skrivagner amerikan-se n’anavezen ket a-raok. Plijus kenañ eo, aes da lenn, skrivet gant aesder, skiant-prenet anat hag ampartiz. Merzet em eus dreist pep tra al labour war an tudennoù, holl zisheñvel hag ijinet brav. An aergelc’hioù, ar metoù, zo liesseurt ivez daoust ma chomfe atav gant tud a netra, en ur mod.
Va danevell muiañ-karet eo an hini kentan, Le bébé dans le frigidaire / ar babig er yenerez, souezhus e kavan ar soñj ha skoüs an titl, daoust m’en em c’houlennfen hag-eñ eo gwirheñvel an istor : ha posubl eo analiñ en ur yenerez e-pad eurvezhioù ??
Setu aze ur skrivagner dudius kenañ em bo plijadur o lenn muioc’h a draoù gantañ.


Ecritures en partage n°8 : Un lieu dans ma vie (2009)

Un draezenn eo da gentañ-tout al levrig liesyezhek-mañ kenembannet gant Langues du Tonnerre hag ar gazetenn Hopala. Bep bloaz e vez pedet an neb a gar, gant ma vije eus korn-bro Brest, da skrivañ un destenn en e yezh n’eo ket ar galleg. Un tem vez kinniget : “Ul lec’h en ho puhez”, ar wezh-mañ, hag e tle pep testenn bout berr dre ma vez embannet tal-ouzh-tal an destenn en e yezh orin hag an droidigezh e galleg. Dornataet e vez da gentañ gant kuriusted rak al liesseurt m’eo ar gerioù, ar skriturioù, lakaet kichen-ha-kichen gras d’an degouezh-se. 30 yezh bennak zo ar bloaz-mañ ha d’ar brezhoneg ur plas a-feson gant 11 testenn. Brav.
En ur stad spered ispisial e tleer bezañ evit lenn al levr penn-da-benn : digor, kurius, evel pa vijer e vakañsoù oc’h ergerzhout ur vro nevez. Plijet on bet gant spered an aozerien p’o deus disklêriet e oa bet skrivet testennoù ‘zo gant tud boutin, reoù all gant skrivagnerien, met e oa kevatal an holl destennoù e-keñver dinite. Bommoù denelezh eo a vez profet deomp gant pep hini, en un doare diampart a-wezhioù, pezh a zegas ur vraventez ouzhpenn, evel pa gaver brav tresadenn ur bugel. Kavet ‘m eus dreist This room is a railway station, La cuisine de la résidence à Montrouge, El inquilino Damien Gueguen. A-feson em eus kavet ivez komz-plaen rimet Franck Bodenes en En va lokennig plakoplastret. Chomet on o klask reiñ ur ster da Lettres cachées hep gellout kavout an alc’hwez anezhañ met plijet on bet memestra
Dre vras e komz an dud eus lec’hioù a garont, an hini a vevont ennañ bremañ pe aliesoc’hik an hini a vevent ennañ pa oant bihan. Tud all o deus kavet ul lec’h en amzer pe frankaet an dachenn orin. Dreist eo meizañ pegen heñvel omp holl en tu-hont da son ha neuz ar gerioù. Un taol-arnod dedennus e kav din ez eo, lakaat an dud da rannañ ar pezh o disrann, o yezh !

Klasket ‘meus un destenn bennak e kembraeg, en aner. Ne vije kembread ebet e bro-Vrest eta ? Ar bloaz a zeu marteze…