Tag Archives: Meyer

Comment chier dans les bois, Kathleen Meyer, Stadoù Unanet (1989)

Un titl dispar, ha dispac’h. Evidon, ar goulenn, fas dezhañ, a zo bet kentoc’h : penaos chom hep lenn al levr ? Hag arabat fiziout e Google, a renk anezhañ er rummad “fent” : kozh kaozioù. Ar bourmenerien o vont war vaez war ar maez a zeu da vezañ ur gwir kudenn ekologel.

Da gentañ e weler penaos saotrañ an nebeutañ posubl : penaos en em lec’hiañ e-keñver al lec’hioù dour, pet metrad diouto, eus peseurt tu… gant un nebeut kuzulioù evit na vezan ket gwelet pe en em staliañ klet. Douarañ ? Toaliñ ? Pe degas ho produadennoù d’ar gêr ? Komprenet em eus gant souezh ne oa ket ar soñj diwezhañ-mañ ur farsadenn, daoust ma oa ar wezh kentañ din klevet diwar e benn. Kinnig a ra Kathleen Meyer ul listennad dafar a zo bet ijinet ha savet a-ratozh-kaer evit se.

Estreget traoù mat zo el levr-mañ. Al listennadoù-dafar-mañ, da skouer, a vez kinniget o merkoù, o frizioù, hag ur geñveriadenn zon anezho. N’eo ket talvoudus evit unan ne ra nemet teurel ur sell. A-benn ar fin e lammen ar pajennadoù randonus-se. An eil tra ha n’eo ket dispar eo ar stag m’eo al levr ouzh kudennoù resis an amerikaned. Du-hont eo disheñvel ar c’hudennoù endro eus ar pezh ez int du-mañ. Ha dre se e c’heller lavaret, goude lenn al levr, o deus tapet lañs warnomp evit dirouestlañ ar c’hudennoù a sav, pa ne vije nemet evit krediñ lakaat ar gaoz diwar o fenn.

Koulskoude em eus tennet va mad eus va lennadenn. Desket em eus ur bern traoù ha tro em eus bet drezi d’en em soñjal war kudennoù ne ouezen ket e oa anezho, zoken. Sirius eo an danvez, met kontet gant un tamm brav a fent hag a istorioùigoù farsus -el lodenn gentañ dreist-holl- a lak da dremen ur prantad dudius.

Advertisements