Tag Archives: moi

Moi, jardinier citadin, 1 ha 2, Min-ho Choi, Korea ar Su (2014 ha 2015)

Ur rummad div vannenn-dreset, awenet gant buhez ar skrivagner.

Erru poazh gant e labour er gêr vras, e tiviz Min-ho Choi reiñ e zilez ha mont da annneziñ war lez ur gêr vihannoc’h ma c’hell feurmiñ un tamm douar en un dachennad liorzhoù boutin.

Ar wezh kentañ eo dezhañ tostaat ouzh douar pe blant. Gwelet a reer anezhañ o teskiñ, o poaniañ, o tastum pe o koll e c’hounid, gant barzhoniezh ha kalzig a fent. Liorzhañ zo ivez un doare da deurel ur sell nevez war ar bed ha war an dud : e-keit ma toñvaa an danvez-liorzhour e zachenn nevez, ez eus ur grouell o kreskiñ e kof e wreg. Mont a ra e darempred gant e amezeien, krouiñ a ra liammoù nevez.

Kammedoù kentañ un neofit war al liorzhañ eo eta. Ingal goude pennad pe bennad e kaver div bajennad displegadennoù, evit kinnig legumaj e liorzh, penaos o c’hounit, penaos o virout pell ha kement ‘zo. N’eo ket al lodenn dedennusañ evidomp, o vezañ ma z’eus ul lodenn vras eus ar plant kinniget n’anavezer ket o anv zoken. Hag evit ar re a anavezomp, eo gwall zisheñvel an hin hag an doare da labourat etre Breizh ha Korea.

Plijet on bet gant ar rummad gras da zaou dra : da gentañ, e kavan dibar an tem, n’eo ket alies e weler an dud o kontañ o buhezioù liorzhourien, ha pa vije e kêr. Da eil, kontet eo an div levrenn gant dourlivadurioù penn-da-benn. Ha pegen kaer int, ur blijadur d’an daoulagad ! N’eo ket ken barrek an aozer evit tresañ an tudennoù eget al legumaj, ar plant hag an ardremezioù, met n’eus forzh.

Kenkoulz lenn an div levrenn-mañ hag ober un droiad-bale en ho liorzh, m’ho peus c’hoant da zistanañ un deiz ma raio glav…

 

Advertisements

Thursday Next II : Délivrez-moi, Jasper FForde, bro-Saoz (2002)

delivrez moiSeul vui ez an war-raok gant an heuliad-mañ, seul welloc’h e kavan anezhañ. Mezevellus e chom un tammig an tennadoù-ober druilh hag ar beajoù en amzer, met peadra a zo da lipañ e vourroù gant kavadennoù dic’hortoz ha farsus-tre Jasper Fforde a-fed skritur : lakaat a ra ac’hanon da soñjal e Lemony Snicket gwezh ha gwezh all, pa vez gennet an harozez en ur voukl-amzer hag e vez skrivet 20 gwezh ar memes frazenn distaget ganti, pe pa gomz unan bennak e penn unan all dre jubenn notennoù bihan e fin ar pennad. Chom a reer war api eus ar pezh a c’hoarvezo, daoust ma ne vije ket gwall entanus an istor na gwall zedennus ar benndudenn, Thursday Next. Muioc’h a gorf a vez roet d’an tudennoù a eil renk, en ur mod, pe e vijent achapet diouzh levrioù klasel, pe ez ajer d’o c’havout en o romant orin, pa chom splu-kenañ ar vevenn etre gwirvoud ha lennegezh. N’heller ket lenn a levr-mañ hep kaout c’hoant da lenn re all : re all ar rummad, hag ar re glasel a vez implijet gant ar skrivagner ha n’anavezer ket c’hoazh. Miss Avisham, kelennerez Thursday, o vevañ e romant Dickens Les grandes espérances, da skouer, n’em boa ket bet ar blijadur da gejañ outi a-raok. Kazh ar Cheshire zo e karg eus ul levraoueg marzhus ennañ meur a gilometrad astelladoù, ret-mat eo peogwir ez eus warno ur skouerenn eus kement levr zo bet skrivet c’hoazh. Un dudi gwirion eo ar bed-mañ da ergerzhout, gant fent ha kuriusted nevesaet diehan.


Christine et moi, Astrid Lindgren, bro-Sued (1961)

An droidigezh c’hallek zo eus 1961, evit al levr orin, n’em eus ket kavet, nebeut a-raok moarvat.

Souezhet bras o kavout al levr-mañ dre zegouezh en ur berniad levrioù evit netra… souezhet dreist-holl dre ma n’em boa klevet gwezh ebet e anv, daoust ma vijen sot gant ar skrivagnerez-se ! Bremañ m’em eus lennet anezhañ e komprenan gwelloc’h perak.

Barbro ha Christine, div c’hoar c’hevell 16 vloaz, o deus bevet e kêr a-viskoazh. P’en em gav o zad abred war e leve, e tiviz ar familh mont da vevañ war ar maez diwar an ti-feurm en doa bevet an tad ennañ pa oa bihan. Laouen-meurbet eo an div blac’h (ket, n’emaon ket o farsal) a guita ar skol evit mont da soursial ouzh loened ha labour-douar, gant kalz nebeutoc’h a arc’hant eget n’o doa a-raok.

Ur seurt meulgan d’an natur ha d’ar vuhez war ar maez eo eta. Na pa ne vije nemet e-keñver tem eo diamzeret a-grenn, hep kontañ tro-spered ar bloavezhioù 1960 hag ar c’hemm a oa neuze etre desevel ar baotred hag ar merc’hed… Emichañs e tiskoueze an div blac’h-se bezañ dieub ha dichek a-walc’h hanter-kant vloaz ‘zo, met o buhez n’he deus ster ebet ken evit bugale a-vremañ, ha n’eus ket kalz a zanvez en istor, gwall dost eus ar romantoù evit ar merc’hed a gaved puilh neuze. Hep anv Astrid Lindgren war ar golo ne vijen ket bet evit anavezout ar skrivagnerez e gwirionez. Kenkoulz eo lezel al levr dister-mañ d’en em goll e korntroioù an ankounac’h eta…