Tag Archives: Scott

Faire de la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2006)

Diouzh ar c’hentañ gwel, n’eo ket ken meizidik al levr-mañ hag an daou gent.

Kavet e vo ennañ, evel e kalz levrioù all diwar-benn an hevelep sujed, ur voest-ostilhoù da gregiñ e-barzh : Peseurt tem dibab ? peseurt hent a heul ar c’harrezennoù ? penaos dibab un dalenn pe un all ? Peseurt benveg a glot gant an teknik-mañ-teknik ? Gant an dorn, pe gant an urzhiataer ? Penaos diforc’hañ trolinenn un dudenn-paper diouzh trolinenn eben ? Penaos tresañ santimantoù an dud war o fenn ?

Met mont a ra pell Scott McCloud ganti, ur wezh c’hoazh, ouzhpenn m’eo dornet kaer (e gatalog dremmoù, da skouer, em eus kavet marzhus). En ur heuliañ anezhañ, me ha n’em eus treset bannenn-treset ebet morse ha n’on ket e sell ober, em boa ar santimant da zeskiñ traoù diwar-benn mab-den. Traoù a ouezen dija, marteze, met kinniget ken eeün, ken splann, ma taole ur gouloù nevez warno. Traoù a denn, da skouer, ouzh yezh ar c’horf, ouzh tresoù an dremmoù, ouzh an ijinañ bedoù… Ur gentel diwar-benn ar c’hrouiñ eo, dre vras, a ro Scott McCloud d’e bublik.

Krog on da gaout douetañs ez eus un dra bennak all etre me hag an aozer (ar skrivagner ?)-mañ avat. Klotañ a ra resis e zoare da zisplegañ gant va doare da gompren an traoù. Kement tra a lavar a zo dres an hini emaon o c’hortoz, respont a ra d’am goulennoù a-raok na vijent savet. Ha n’eo ket moc’h gant e zaveoù, evit an hini en deus c’hoant da vont pelloc’h. Ar pep tra-se a ra hep brabañsal morse. Dispakañ a ra frouezh e enklaskoù, diskuliañ a ra e gredennoù, met ivez e arvaroù. Pa ne vez ket sur, pa sant n’eo ket ur mailh war un dra bennak, en lavar ivez, da reiñ an daolenn ar resisañ hag an onestañ posubl. Gant se, e c’hell al lenner mont pelloc’h egetañ, m’eo e zezo.

Dre an tri levr-mañ eo personelezh un arzour dibar em eus graet anaoudegezh gantañ. Un arbennigour eus mab-den evel m’o doujan. Bet eo pell oc’h en em stummañ dre entan evit e zanvez, betek tizhout ur sklaerder, un eeünded hep o far. Perzhioù a denn da arz minimalist bro-Japan en ur mod.

 

Advertisements

Réinventer la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (2000)

Al levrenn gentañ a zisplege petra eo bannoù treset, penaos ez eont en-dro, peseurt perzhioù mat pe fall o deus e-keñver mediaoù all. Dre he sujed e oa nebeutoc’h en arvar da goshaat.

Gant al levr-mañ e klask Scott McCloud tresañ un dazont, pe meur a hini, dezho. Sevel a ra martezeadennoù. Ha se, 18 vloaz ‘zo : kement ha lavaret eo dic’hizet un tammig ar pezh a gont diwar-benn istor ar stlenneg (fin, dic’hizet n’eo ket, met anat eo ne z’a ket pell a-walc’h an displegadennoù evidomp-ni bremañ)…

Daoust da se, en em ziskouez pellwelour, ha gwellaour ivez. Unan eus perzhioù dibar an hir a zisplegadenn-mañ, eo ar feiz en deus Scott McCloud e-barzh an dazont, ijin an dud, ar Genrouedad… plijet ken-ken on bet gant e savboent war ar produioù niverel (difenn ar bannoù-treset dizanvezelekaet zo kement ha stourm evit a romantoù niverel, neketa ?), da skouer. Met ne c’heller ket bihanaat e oberenn d’an dra-se, pinvidik-meurbet eo.

Entanet on gant e labour. Kleuziañ a ra pell-tre, displegañ a ra eus ar c’hentañ, koñseptoù hag em bije bet mil boan o lenn anezho en ur stumm levr klaseloc’h, marteze. Petra eo an arz ? Penaos e vez gwallet, gant piv, perak ? Penaos talañ ?…

Seul souezhusoc’h eo din bezañ ken gwallzedennet, ma n’on ket ul lennerez bannoù-treset touet. Neuze e kredan eo ul levr mat evit n’eus forzh piv, memes ar re a zo pell eus ar bed-se. Ur wezh fourret e fri e-barzh, n’eus ket tu ken d’e zibegañ. Ur marzh !


L’art invisible, comprendre la bande dessinée, Scott McCloud, Stadoù Unanet (1993)

Dindan 223 pajennad treset, e tispleg Scott McCloud d’al lenner petra eo arz ar bannoù-treset : penaos eo ganet, penaos eo aet war-raok, petra eo e stiloù disheñvel ha peseurt pal a vez klasket tizhout gant ar grouerien. Kement-se gant ur barr-livañ hag ur bluenn skañv ha fentus.

Desket em eus ur bern traoù. Mont a ra ken don e-barzh e zanvez ma vezen kollet a-wezhioù, ha rediet da lenn meur a wezh lodennoù ‘zo, daoust ma ne vije ket bet tu da lakaat muioc’h a bedagogiezh en eztaoladenn.  Harpet e vez war mont en-dro an empenn, boazioù an dud a-fed gwelet pe sellet… displegañ a ra penaos e c’hell ur vanenn-treset, ha ne harp nemet war ur skiant, ar gweled, reiñ da gompren ar skiantoù all evit adkrouiñ ur bed paper. Penaos diskouez an tizh ? An amzer o tremen, goustad pe buanoc’h ? Penaos dibab an elipsoù e-barzh ar sanioù (ha petra eo ur san, e geriaoueg ar bannoù-treset) ?) Perak e tibab tud ‘zo reiñ tresoù gwirheñvel d’o zudennoù, pa gav gwelloc’h tud all chom gant un nebeut tresoù eeün ? Petra eo al liamm etre arz ar bannoù treset hag al livañ ? Reiñ a ra ur bern skouerioù, anvioù, skeudennaouet gant bommoù tennet eus oberennoù an dud a veneg.

Ken dispar em eus kavet al levr m’em eus echuet anezhañ gant ar soñj prenañ anezhañ. Ouzhpenn eo entanus : ar re a gav dezho c’hoazh ez eus un arz minorelaet eus ar bannoù treset ne c’hellint ket chom gant ar soñj-mañ goude bezañ e lennet.

Ul levr diazez da gaout en e levraoueg, gras d’ar skiant a vez prenet drezañ.

 


Personnages et point de vue, Orson Scott Card, Amerika (1988)

Personnages Kalz tevoc’h eget al levrenn gentañ eo an eil levr ma pourvez Orson Scott Card kuzulioù d’an danvez-skrivagnerien. Ken plijus all eo da lenn avat. Merzet e vez pegen speredek ha poellek eo e zoare da zielfennañ ar skridoù, maget hardi gant e skiant-prenet.
Din-me n’eo ket gwall dalvoudus al lodenn gentañ diwar-benn an tudennoù, daoust ma vije an hini hirrañ ivez. N’eo ket dre ma vije traoù faos enni, met alies ‘mez ar santimant da lenn traoù a ouien dija pe a c’hellan ober hepto : renk an tudennoù da skouer, da lakaat ar pouez war hennezh ha ket war henhont…
An aferioù savboentoù a gavan kalz dedennusoc’h, marteze dre ma n’eo ket bet gwall sklaer en va fenn gwezh ebet a-raok. Kiniget e vez sklaer tuioù kreñv ha tuioù gwan pep dibab savboent, peseurt hini implijout hervez an disoc’h zo da gaout er fin. Mont a ra pelloc’h zoken pa gomz eus an derezioù intrañ, skañv pe zon. Spletus eo an displegadennoù ha reiñ a reont c’hoant da bleustriñ war traoù nevez.
Mat eo lenn levrioù seurt-se evit en em soñjal un tammig war al labour graet ha klask mont pelloc’h. Arabat klask lakaat pep mennozh mat da dalvezout avat : aes e vije digalonekaat ha tapout aon da na vezañ ket gouest da skrivañ ken. En un doare naturel e teu ur bern traoù d’ar skrivagner, ha gwell a se !


La loi de nos pères, Scott Turow, Amerika (1996)

La loi de nos pères
N’hellan ket lavaret em bije bet plijadur a-benn kaer en ur lenn al levr-se : kemplezh eo an ereadurezh anezhañ dre m’ez eus un toullad brav a dudennoù pouezus, ha n’eo ket ar yezh hini ur skrivagner meur : daoust ma ne vije netra da rebech outi a-fed stumm, ne vezer ket douget gant ar gerioù ne z’eont ket dreist an itrik. Ouzhpenn-se oan displijet a-walc’h gant stumm ar romant, o treiñ kazimant penn-da-benn tro-dro d’ur prosez, hag a lakae ac’hanon da soñjal e heuliadoù skinwel marc’had-mat ‘zo.
Ur wezh lakaet an traoù e plas, bet o kenvevañ buhez bet ur bern tudennoù en o yaouankiz, anavezet gwelloc’h an hiniennoù, eo deuet da vezañ dedennusoc’h-dedennusañ. N’eo ket barzh ar romantour met tennañ a ra mat e spilhed evit pezh a sell ouzh gwriat buhez an dud etrezo, tud disheñvel mat an eil re ouzh ar re all a-fed liv kroc’hen, relijion, metoù. Sikour a ra seurt lennadenn da gompren gwelloc’h istor ar Stadoù Unanet, ar pezh a vez anatoc’h er fin, en ur seurt a hir a bennad-klozañ renet mat-tre hag a ziskoulm mat pep goulenn bet savet kent en ur zigeriñ war-zu dremmwelioù all. Kompren a reer mat an titl er pajennadoù diwezhañ ivez, ar re bouezusañ ha fromusañ forzh penaos (met ne vije ket bet anezho hep ar penn kentañ !) Ur sammad dedennus eo eta, a dalv ar boan kiañ un tamm war an deroù anezhañ evit tañva peurglokted e fin.


Comment écrire de la fantasy et de la science-fiction, Orson Scott Card, Amerika (1990)

Comment écrireDiaes ‘vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Unan eus gwellañ perzhioù al levr-mañ eo stil Orson Scott Card : ha pa vije en ul levr n’eus istor ebet ennañ e chom plijus tre da lenn, dont a ra a-benn ar skrivagner da fourrañ ur bern istorigoù diwar-benn e vuhez ha geneliezh e romantoù, ha da implijout ur bern skouerioù a-hend-all, tennet eus al lennegezh emañ o kaozeal diwar he fenn. En ul lec’h bennak e lak anezhañ e-unan da farouell o klask gwerzhañ un dra bennak d’an dremenidi war ar marc’had, ha gwir eo e c’hell e don tostaat eus se a-wezhioù, gant ar sklaer hag eeun m’eo e lavar, met dreist pep tra eo ar santimant a chom hini ul lennadenn blijus ha didaktik.
N’on ket sur e vije un hentenn beurvat evit en em lakaat da skrivañ avat, daoust ma n’em bije netra da rebech ouzh ar c’huzulioù a ro : ar fed e vijent kontet kentoc’h eget listennet a lak diaes an implij anezho. Kalz a guzulioù damheñvel kinniget en un doare berroc’h em eus kavet n’eus ket pell ‘zo war lec’hienn ar gazetenn Solaris. E levr Orson Scott Card n’em eus ket kavet dedennus, kennebeut, ar c’huzulioù o tennañ d’ar c’hempouez etre ar vuhez familh hag al labour skrivañ, pe an alioù leun a furnez (met ken anat…) diwar-benn merañ an arc’hant a zeu diwar al labour graet (marteze eo ivez dre ma ne c’hell ket dedennañ seurt traoù skrivagner brezhoneg ebet…). Plijout a ra din, koulskoude, keñveriañ sevenadur ar Stadoù-Unanet gant hon hini.
Desket e vez a bep seurt, diwar-benn ar soñjoù, an itrik, an tudennoù hag o fsikologiezh (daoust ma ne vije ket ken aes hag ar pezh a ziskouez, eñ hag en deus ar stek evit se !), ar savboent… d’am c’hentañ lennadenn em boa kavet un tammig enoeüs ar pajennoù niverus diwar-benn an diforc’h etre skiant-faltazi ha moliac’h, met a-benn ar fin e kav din e teuont a-reizh, talvoudus eo gouzout ar pezh emaer oc’h ober ! Alies e chomen etre daou e oberennoù Orson Scott Card hag a dremen en ur bed a seblant bezañ krennamzerel da gentañ (un tammig evel en Enez ar Vertuz Youenn Olier).
Dedennus kenañ e kavan al levr-mañ gant Orson Scott Card evit kompren gwelloc’h an oberennoù skiant-faltazi pe moliac’h a blij din kement, intrañ un tammig muioc’h huderezh al levrioù-beajiñ-meur-se. Lennet e vez levr didaktik Orson Scott Card meur a wezh, digudenn, gant an niver a draoù dedennus a zo e-barzh. Talvezout a ra ar boan e brenañ.


Le cycle de la Terre des origines gant Orson Scott Card : Basilica (1992) , Le Général (1992), L’Exode (1994), Le Retour (1995), Les Terriens (1995)

terre1

Ne lakfen ket ar c’helc’hiad Terre des origines e-touez oberennoù gwellañ Orson Scott Card : digempouez em eus kavet al levrennoù anezhañ. terre2Lodennoù zo o vezañ gwallzedennus, reoù all hir. Me gav din e c’hell dont eus an dezo diazez a vije, hervez, kinnig un danevelladenn voliac’h eus levr ar Vormoned.terre3 E-barzh an heuliad-mañ e seblant din en deus roet kalz a evezh ar skrivagner da mont war-raok ar bedoù, da ziorren hag emdroadur ar strolladoù tud war miliadoù a vloavezhioù, se zo deuet brav gantañ evel boaz, met e-keñṽer an hiniennoù n’eo ket par harozed Terre des origines ouzh un Alvin pe un Ender,terre4 n’eo ket soliet mat a-walc’h istor karantez Edhayeda hag Akhma er vuhez tro-dro evit bezañ kendrec’hus da vat, da skouer. Chomet eo re a-ziavaez e-keñver personelezh e harozed.terre5

N’eo ket un oberenn fall koulskoude ha ma n’ho peus ket lennet traoù gwelloc’h gantañ a-raok e vezoc’h skoet gant galloud krouiñ ar skrivagner.