Tag Archives: Min-ho

Moi, jardinier citadin, 1 ha 2, Min-ho Choi, Korea ar Su (2014 ha 2015)

Ur rummad div vannenn-dreset, awenet gant buhez ar skrivagner.

Erru poazh gant e labour er gêr vras, e tiviz Min-ho Choi reiñ e zilez ha mont da annneziñ war lez ur gêr vihannoc’h ma c’hell feurmiñ un tamm douar en un dachennad liorzhoù boutin.

Ar wezh kentañ eo dezhañ tostaat ouzh douar pe blant. Gwelet a reer anezhañ o teskiñ, o poaniañ, o tastum pe o koll e c’hounid, gant barzhoniezh ha kalzig a fent. Liorzhañ zo ivez un doare da deurel ur sell nevez war ar bed ha war an dud : e-keit ma toñvaa an danvez-liorzhour e zachenn nevez, ez eus ur grouell o kreskiñ e kof e wreg. Mont a ra e darempred gant e amezeien, krouiñ a ra liammoù nevez.

Kammedoù kentañ un neofit war al liorzhañ eo eta. Ingal goude pennad pe bennad e kaver div bajennad displegadennoù, evit kinnig legumaj e liorzh, penaos o c’hounit, penaos o virout pell ha kement ‘zo. N’eo ket al lodenn dedennusañ evidomp, o vezañ ma z’eus ul lodenn vras eus ar plant kinniget n’anavezer ket o anv zoken. Hag evit ar re a anavezomp, eo gwall zisheñvel an hin hag an doare da labourat etre Breizh ha Korea.

Plijet on bet gant ar rummad gras da zaou dra : da gentañ, e kavan dibar an tem, n’eo ket alies e weler an dud o kontañ o buhezioù liorzhourien, ha pa vije e kêr. Da eil, kontet eo an div levrenn gant dourlivadurioù penn-da-benn. Ha pegen kaer int, ur blijadur d’an daoulagad ! N’eo ket ken barrek an aozer evit tresañ an tudennoù eget al legumaj, ar plant hag an ardremezioù, met n’eus forzh.

Kenkoulz lenn an div levrenn-mañ hag ober un droiad-bale en ho liorzh, m’ho peus c’hoant da zistanañ un deiz ma raio glav…

 

Advertisements