Tag Archives: Comment

Comment chier dans les bois, Kathleen Meyer, Stadoù Unanet (1989)

Un titl dispar, ha dispac’h. Evidon, ar goulenn, fas dezhañ, a zo bet kentoc’h : penaos chom hep lenn al levr ? Hag arabat fiziout e Google, a renk anezhañ er rummad “fent” : kozh kaozioù. Ar bourmenerien o vont war vaez war ar maez a zeu da vezañ ur gwir kudenn ekologel.

Da gentañ e weler penaos saotrañ an nebeutañ posubl : penaos en em lec’hiañ e-keñver al lec’hioù dour, pet metrad diouto, eus peseurt tu… gant un nebeut kuzulioù evit na vezan ket gwelet pe en em staliañ klet. Douarañ ? Toaliñ ? Pe degas ho produadennoù d’ar gêr ? Komprenet em eus gant souezh ne oa ket ar soñj diwezhañ-mañ ur farsadenn, daoust ma oa ar wezh kentañ din klevet diwar e benn. Kinnig a ra Kathleen Meyer ul listennad dafar a zo bet ijinet ha savet a-ratozh-kaer evit se.

Estreget traoù mat zo el levr-mañ. Al listennadoù-dafar-mañ, da skouer, a vez kinniget o merkoù, o frizioù, hag ur geñveriadenn zon anezho. N’eo ket talvoudus evit unan ne ra nemet teurel ur sell. A-benn ar fin e lammen ar pajennadoù randonus-se. An eil tra ha n’eo ket dispar eo ar stag m’eo al levr ouzh kudennoù resis an amerikaned. Du-hont eo disheñvel ar c’hudennoù endro eus ar pezh ez int du-mañ. Ha dre se e c’heller lavaret, goude lenn al levr, o deus tapet lañs warnomp evit dirouestlañ ar c’hudennoù a sav, pa ne vije nemet evit krediñ lakaat ar gaoz diwar o fenn.

Koulskoude em eus tennet va mad eus va lennadenn. Desket em eus ur bern traoù ha tro em eus bet drezi d’en em soñjal war kudennoù ne ouezen ket e oa anezho, zoken. Sirius eo an danvez, met kontet gant un tamm brav a fent hag a istorioùigoù farsus -el lodenn gentañ dreist-holl- a lak da dremen ur prantad dudius.

Advertisements

Comment parler des livres que l’on n’a pas lus, Pierre Bayard, Frañs (2007)

Comment-parler-des-livres-que-lon-na-pas-lus-_6149En dastumad “Paradoxe” eo bet embannet ar skrid-arnod-mañ, hag ur paradoks ez eo e gwirionez, a roe c’hoant din da zizoloiñ diabarzh hennezh abaoe pell.
Tachenn al lenn hag al levrioù zo krignennet gant ur bern rakvarnioù, ur bern tabou-ioù, ar pezh a sant Pierre Bayard eveldon. Pa soñjer mat, perak ne vije ket kaozeet diwar-benn levrioù n’int ket bet lennet ?

Lavarout a ra Pierre Bayard ez eus meur a zoare da anavezout ul levr ha d’e varn. Dre follennata anezhañ, dre glask titouroù, dre glevet tud all o kaozeal diwar e benn… Degas a ra da soñj n’eo ket posubl lenn pe tra, ha memes ul lenner touet ne c’hello krignat e-kerzh e vuhez nemet ur begad eus hollad al levrioù embannet, ha pa vevje kozh-meurbet.

Addegas a ra lufr Pierre Bayard ouzh ar pezh a sonj an nen diwar-benn ul levr, n’eus forzh pehini : ur chenchamant savboent a zigor ar spered hag a ro foenn da zaskiriat. Komz eus levrioù n’hon eus ket lennet, ne reomp nemet se, emezan. Peogwir e komzomp diwar-benn un envorenn eus al levr, bihan pe bihanoc’h, ha ne c’hellomp ket gouzout hag-en e sonjfemp c’hoazh ar memestra pa adlennfemp anezhan. Gant se, e lak al lenner d’en em sonjal war an derc’hel sonj dre vras.

Ha mont a ra pelloc’h c’hoazh : ma paouezomp da lenn, e roomp kement a aked, a garantez, da gement levr n’eo ket bet lennet . Evitan, an dud a vag ur garantez wirion ouzh al levrioù ne glaskont ket digempouezan an evezh a daolont da bep hini… (diaesoc’h din asantin war ar poent-se avat).

En tu all d’ar boelladenn-stil e veiz-diveiz al levr-man konseptoù n’or ket boaz da sellout pizh outo. Kavet em eus anezhan dedennus-tre, aes da lenn, farsus. Arabat kredin evit kement-se ez in da bleustrin war an danvez : va blog a chomo mod-kozh hag e kendalc’hin da bledin gant levrioù em eus lennet 🙂


Wilt 5 : Comment enseigner l’histoire à un ado dégénéré en repoussant les assauts d’une nymphomane alcoolique, Tom Sharpe, Bro-Saoz (2010)

wilt5En un doare dic’hortoz on bet dipitet gant hennezh diwezhañ. Daoust hag-eñ em eus bet ur regorfad a Wilt ? Marteze eo se un tammig, met krediñ a ra din n’eo ket ken fentus hag ar re all. An ton n’eo ket ken lemm, ar gerioù n’int ket dibabet ken pizh hag el levrennoù kent. Torret eo ar gwinterelloù. En em leuskel a ra ar skrivagner da vevañ war e rekipe kozh… Hag erru eo kozh ar rummad Wilt da vat, p’eo aet ouzhpenn tregont vloaz etre Wilt 1 ha Wilt 5.

Kaer em eus bet kavout gwanoc’h ar pempvet levrenn, ne vijen ket chomet hep echuiñ ar rummad forzh penaos, memes o c’houzout an dra-se a-raok. Lennet e vez hennezh hep displijadur forzh penaos, gras d’an elfennoù nevez emichañs : evel er pedervet levrenn, n’emañ ket mui Wilt en e endro boaz e Ipford, hag ez eus tudennoù dianav d’ober anaoudegezh ganto.

Posubl eo ivez e vije disteraet ar romant-mañ gant an droidigezh ‘m eus lennet : penaos fiziout en un troour a ra eus levr hollvrudet William Golding “Seigneur des mouches” ?? Sot eo marteze, met seurt fazioù n’on ket evit gouzañv. Ar pep gwellañ tout, pa c’heller, eo lenn Tom Sharpe e saozneg eta.

 


Agnès Desarthe, Comment j’ai appris à lire, Bro-C’hall (2013)

commentjaiapprisalireLakaet on bet diaes evit renkañ al levr-mañ : buhezskrid ? skrid-esae ? ne ouezan ket re vat. Ar pezh zo sur eo ez eus estreget eñvorennoù ennañ. Ar skrivagnerez-mañ, savet ganti meur a levr brudet evit ar yaouankiz hag evit an dud gour, zo ivez troourez a vicher. Ha koulskoude e kont amañ he doa bet kaz a-viskoazh ouzh al lenn, n’he doa digoret levr ebet hep bezañ rediet hag e oa ur gwir verzherinti eviti al levrioù o deus degaset kement a binvidigezh hag a levenez em buhez din-me. Ur souezh !

Kement ha lavaret n’on ket bet e mod ebet evit en em lakaat en he flas…

Met n’eo ket aze emañ an dalc’h forzh penaos, n’eo ket ur romant, un testeni buhez ne lavaran ket, n’eus ket da zivizout pe vat pe fall eo ar pezh a zo bet skrivet, degemer nemetken, ha klask kompren. Arguzennoù a-leizh a vez pasket deomp, hag eus ar souezhusañ. Stag int ouzh ar reizh, ouzh an identelezh vroadel, ouzh ar yezhoù a oa komzet en he familh da skouer ; ha dre se e kav din e c’hell bezañ kavet dedennus al levr-mañ gant brezhonegerien.

Displegadennoù resis ha bev diwar-benn he doare da dreiñ a zesach an evezh ivez, da heul.

Ul levrig aes, lennet dindan un nozvezh, hag a zegas kalz a zanvez preder.


Comment écrire de la fantasy et de la science-fiction, Orson Scott Card, Amerika (1990)

Comment écrireDiaes ‘vije bet din chom diseblant dirak al levr-mañ, skrivet gant unan eus ar skrivagnerien em eus ar brasañ doujañs evito, gant ar pell e vezer kaset gant e ijinadennoù.
Unan eus gwellañ perzhioù al levr-mañ eo stil Orson Scott Card : ha pa vije en ul levr n’eus istor ebet ennañ e chom plijus tre da lenn, dont a ra a-benn ar skrivagner da fourrañ ur bern istorigoù diwar-benn e vuhez ha geneliezh e romantoù, ha da implijout ur bern skouerioù a-hend-all, tennet eus al lennegezh emañ o kaozeal diwar he fenn. En ul lec’h bennak e lak anezhañ e-unan da farouell o klask gwerzhañ un dra bennak d’an dremenidi war ar marc’had, ha gwir eo e c’hell e don tostaat eus se a-wezhioù, gant ar sklaer hag eeun m’eo e lavar, met dreist pep tra eo ar santimant a chom hini ul lennadenn blijus ha didaktik.
N’on ket sur e vije un hentenn beurvat evit en em lakaat da skrivañ avat, daoust ma n’em bije netra da rebech ouzh ar c’huzulioù a ro : ar fed e vijent kontet kentoc’h eget listennet a lak diaes an implij anezho. Kalz a guzulioù damheñvel kinniget en un doare berroc’h em eus kavet n’eus ket pell ‘zo war lec’hienn ar gazetenn Solaris. E levr Orson Scott Card n’em eus ket kavet dedennus, kennebeut, ar c’huzulioù o tennañ d’ar c’hempouez etre ar vuhez familh hag al labour skrivañ, pe an alioù leun a furnez (met ken anat…) diwar-benn merañ an arc’hant a zeu diwar al labour graet (marteze eo ivez dre ma ne c’hell ket dedennañ seurt traoù skrivagner brezhoneg ebet…). Plijout a ra din, koulskoude, keñveriañ sevenadur ar Stadoù-Unanet gant hon hini.
Desket e vez a bep seurt, diwar-benn ar soñjoù, an itrik, an tudennoù hag o fsikologiezh (daoust ma ne vije ket ken aes hag ar pezh a ziskouez, eñ hag en deus ar stek evit se !), ar savboent… d’am c’hentañ lennadenn em boa kavet un tammig enoeüs ar pajennoù niverus diwar-benn an diforc’h etre skiant-faltazi ha moliac’h, met a-benn ar fin e kav din e teuont a-reizh, talvoudus eo gouzout ar pezh emaer oc’h ober ! Alies e chomen etre daou e oberennoù Orson Scott Card hag a dremen en ur bed a seblant bezañ krennamzerel da gentañ (un tammig evel en Enez ar Vertuz Youenn Olier).
Dedennus kenañ e kavan al levr-mañ gant Orson Scott Card evit kompren gwelloc’h an oberennoù skiant-faltazi pe moliac’h a blij din kement, intrañ un tammig muioc’h huderezh al levrioù-beajiñ-meur-se. Lennet e vez levr didaktik Orson Scott Card meur a wezh, digudenn, gant an niver a draoù dedennus a zo e-barzh. Talvezout a ra ar boan e brenañ.


Comment ne pas être une mère parfaite, Libby Purves, Bro-Saoz (1996)

Comment ne pas être une mère parfaite

…ou l’art de se débrouiller pour avoir la paix !

Na pegen plijus, farsus ha fromus al levr iskis-se ! Ha n’eo ket lakaat da c’hoarzhin a ra hepken : leun eo a soñjoù fur, eus ur furnez bevet, diazezet war ar skiant-prenet. Disammet e vezer en ur lenn anezhañ eus kalz a draoù a samm hor c’houstiañs a-fed desevel bugale. Ar pezh en doa skoet ac’hanon eo an hentoù a gave ar vaouez-se da ren he buhez mamm en ur ober fae ouzh selloù tort an dud hag ouzh kuzulioù re unton al levrioù a lenner pa vezer dougerez. Ur bannac’h aer fresk e bed an dougen hag an desevel bugale vihan !


Comment devenir parfait en trois jours, Stephen Manes, Amerika (1987)

comment devenir parfait en trois jours

Farsus-kenañ em boa kavet al levr-mañ hag a ra goap ouzh an holl levrioù amerikan o kinnig deoc’h un hentenn dibar evit ren ho kwaz diaes bevañ gantañ, dont da vezañ pinvidik hag evurus dindan ur serr-lagad, lavaret kaoc’h d’ho predelfennour ha me ‘oar-me ! Ar vugale en em gav seurt levrioù etre o daouarn zo eus ar re hegredikañ ; pezh a c’hoarvez da haroz ar romant hag a heuilh pazenn-ha-pazenn an hentenn kinniget. Kalz a fent a zo, plijus da bep oad peogwir e oa bet kavet beuz gant va bugale ivez.


Comment écrire un thriller, André Jute, Amerika (2004)

comment-ecrire-thriller.jpgKudenn al levr-se eo bezañ bet skrivet gant… ur skrivagner. Evit un dornlevr, n’eo ket efedus. Re helavar, tanavaet an titouroù gant re a frazennoù… ret e vije adsevel ur roll eus an alioù fur da implijout peogwir eo diaes eñvoriñ anezho dindan ur c’hentañ lennadenn.
Perak bezañ bet prenet seurt levr, pa n’emaon ket e sell skrivañ romantoù suspens e mod ebet ? Bet on o urzhiañ levrioù Orson Scott Card o reiñ kuzulioù d’ar skrivagnerien, da gentañ tout peogwir e plij din kalz ar skrivagner, hag e kave din e kavfen enno alc’hwezhioù da gompren huderezh e skridoù. Hennezh ‘oa e-kichen, ha savet ennon ar c’hoant da guriuzenniñ…
Gall a ra neuze bezañ lennet evit klask lenn ar romantoù-suspens war meur a live (hini ar suspens, hini ar saverezh) pe, m’oc’h skrivagner, evit tennañ splet eus traoù ‘zo…
Ar pezh ‘m eus kavet-me dedennus :
– Skrivañ un eurvezh bemdez, kerkent ha kroget an eurvezh, hep renkañ ho purev na netra a-raok (estregedon en dez ezhomm da renkañ e di a-bezh a-raok boulc’hañ gant e labour neuze ? gwelloc’h en em santan !)
– Skrivañ ar muiañ posubl : troc’het ‘vo war-lerc’h pezh zo a re
– Chom hep reizhañ e-kerzh skrivañ, mont war-raok kousto pe gousto
D’an nebeutañ e ro c’hoant al levr-se d’en em lakaat da skrivañ, n’eo ket ur perzh fall dija.
N’on ket bet plijet tamm ebet gant ar stil. Daoust hag-eñ e teufe eus an droidigezh ? C’hem. N’in ket da lenn romantoù suspens gantañ, a gav din.