Tag Archives: Menez

Menez An Ene, Gao Xingjian, bro-Sina (1990)

menez an eneAl levr-mañ n’eo tamm ebet ur romant ; un dezrevell-beaj ne lavaran ket, diwar-benn ur veaj evel m’o c’haran : unan a zigor ene ar beajer war un dro gant e zaoulagad. Ouzhpenn ur veaj en egor eo ur veaj diabarzh eta. Kalz pajennadoù em eus kavet dedennus ha plijus-tre peogwir e oar ar skrivagner plantañ un aergelc’h gwelloc’h eget nikun, displegañ ar pezh a lak diaes an nen, pe ar pezh a lak e galon da deuziñ. Sachañ a ra war neudennoù a lak anezhañ da adkavout e vugaleaj pe da glask andon e garantezioù kozh hag a-vremañ. Deskrivañ a ra endroioù digredus, ardremezioù gouez (tud ken gouez all a-wezhioù), antreal a reomp gantañ en tiez niverus ha ken iskis an eil re hag ar re all.
Koulskoude, n’on ket eus ar vro-se. Dre ziouer a dostidigezh, a zarempredoù reoliek, ha pa vije dre hanterouriezh levrioù, n’anavezan ket kenkoulz sevenadur hengounel bro-Sina ha hini broioù all. Ha santet em eus e tremenen hebiou d’ur bern traoù el levr-mañ. Forzh pegen resis e vije deskrivet al lidoù “dao”, n’on ket evit meizañ o zalvoudegezh hag ar pouez o deus e buhez an dud-se : din ne zegasont eñvorenn ebet, netra liammet ouzh va bugaleaj pe gizioù em bije anavezet. Heñvel evit ar mojennoù niverus dastumet gant an dezreveller hag a gont d’e vestrez evit he lakaat da skrijañ. Hag eus politikerezh ar vro n’anavezan koulz lavaret netra ebet n’on gouest da lavaret nemet e kavan kriz anezhañ goude bezañ lennet al levr-mañ. Ne lavaran ket eo fall dizoloiñ traoù, broioù nevez dre al lennegezh, met santet em eus e vanke din ur bern rakrekizoù, evit kompren al levr-mañ da vat. N’on ket evit meizañ en abeg da betra en deus tapet ar skrivagner-mañ priz Nobel al lennegezh eta. E-lec’h mont don en e ved, lennadenn e levr ne zegas din nemet un tañva anezhañ.
Eus ar c’hentañ em eus kavet lodennoù ‘zo, evel ar pennad ma kont ar beajer penaos en em gav war an hent gant ur beajer all ha ne ziskouez ket bezañ hegarat. Skoüs ar pennad ma kav ur bugel war an hent, ha  meur a hini all. Mat eo din e vije start ar skoulmoù etre ar pezh a ra an den hag ar pezh a soñj : p’en em goll el latar e tiskouez mat e zigalon, ha kement ‘zo. Met diwar ar pezh a ra, an doare ma ra gant an dud en em gav ganto, merc’hed pe estrenien, n’em eus ket gellet tennañ breuriezh : n’en em gaven nemet ral a wezh o soñjal “graet em bije eveltañ”. Chomet eo estren an dezreveller din, nemet a vare dre vare, pa ra anv eus koshaat peurgetket, ar pezh a c’hoarvez aliesik. Ar sell a daol war ar merc’hed a greden karantezus da gentañ, met n’eo ket : n’eo karantezus nemet ouzh merc’hed yaouank koant (hag un tamm sot, hervezon), ar re all o vezañ didalvoud-krenn evitañ. Feuket on bet gant unan eus ar pennadoù war an tem-se zoken :

“Bezañ pedet da zebriñ gant ur plac’h a vev hec’h-unan : ur blijadur e tlefe bezañ. Hogen tremenet eo ganti oad kaer ar merc’hed, un dremm spinek hag amloariet dezhi, marchodennoù balirek, ha pa vount war he marc’h-houarn pe pand a a-c’haol warnañ, nend eo ket tamm kenedek. Digalonekaet e troadikellan en ur glask un dra bennak da lavarout dezhi.”

Dre vras eo kentoc’h plijus al levr da lenn. Douget e vezen gant ar skritur, goustadik, betek en em gavout gant un nebeut pajennadoù a gaven dreist hag a gomze din da vat. Reoù all a gaven enouüs, pe ne zeuen ket a-benn d’o meizañ mat. Dre vras e kav din e vank al levr-mañ a framm, ha daoust ma ouezfe Gao Xingjian depegnañ resis kalon mab-den e kav din n’eo ket trawalc’h evit ober ur bennoberenn eus Menez an Ene.

Ret eo lavaret (ur wezh n’eo ket atav) em eus kavet diaes va lennadenn e-keñver yezh ivez. Implijet e vez gant an troer ur geriaoueg n’on ket boaz da zornata, ha seul ziaesoc’h pa vez luziet sujed al levr… Evidon eo bet ul lennadenn a oa traoù da rastellat enni, hep bezañ un dudi divesk.

Advertisements

Reun Menez Keldreg, melezour ur vuhez ?, Malo Bouëssel du Bourg (2007)

Reun Menez Keldreg goloMorse ne vezan dipitet pa lennan ul levr bennak eus an dastumad Barn, ha pa n’em bije ket lennet al levr a vez anv anezhañ zoken, evel hennezh : Merc’hed, gant Reun Menez Keldreg.

Un diverrañ eus pep danevell a gaver e fin al levr.

Plijet on bet gant stil Malo Bouëssel du Bourg, daoust ma ne vije ket e levr un oberenn lennegel. Poellek ha soutil e kavan e zoare da empentiñ an traoù. Danvez preder a  vez pourchaset d’al lenner el levriad-mañ, ha danvez-preder hollek dreist-holl : petra zo lennegel, petra n’eo ket, hag ul lod eus e vuhez a vez lakaet gant ar skrivagner en e skridoù ? Soñjoù diwar-benn reizhañ brezhoneg ar skrivagnerien, ha kement ‘zo… Diaes eo da gompren a-wezhioù pa vez implijet un nebeut gerioù arbennik, war ar bredelfennerezh da skouer. Hogen displeget e vezont e brezhoneg er marzh.

Dizolet em eus en Reun Menez Keldreg ur skrivagner dezhañ un ijin ledan ha liesseurt, ha kalz a gizidigezh. N’eus nemet ur c’hoant, ur wezh serret al levr-mañ : lonkañ an danevelloù. Met n’eus ket anezho siwazh… Emichañs e vo heuliet kuzulioù Malo Bouëssel du Bourg hag embannet oberennoù klok Reun Menez Keldreg un deiz bennak ?