Tag Archives: éloge

Éloge de la fesse, Hans-Jürgen Döpp, Frañs ?? (2002)

Ne gavan netra diwar-benn an hini en deus savet al levr-mañ, emichañs eo ur gall pa ne welan meneg ebet eus un droidigezh.

Ul levr skeudennoù eo da gentañ tout : delwennoù, livadurioù, luc’hskeudennoù diouzh giz ar bloavezhioù 20.

Un destennig a zeu da heul, met n’eo ket ar pep pouezusañ. Displegañ a ra an Ao. kelenner Hans-Jürgen Döpp -kelenner war betra, me garfe gouzout, an erotelezh marteze, pa welan e anv war meur a c’holo eus ar bleud-se e-barzh Google ? pe kelenner va revr, fasil- penaos e veze gwelet pe soñjet al lodenn-se eus ar c’horf, ar revr, gant red an amzer hag ar sevenadurezhioù. Skouerioù ha bommoù meneget a vez kavet e-kerzh al lennadenn.

N’eo ket skrivet fall, na loudour. N’eo ket displijus da lenn kennebeut, met n’eus netra dreistordinal da zizoloiñ ha n’eus riskl ebet da vougañ diwar re a ditouroù. Gwir eo n’eo ket ken brav ar skeudennoù hag ar pajennaouiñ pa lenner war ul lennerez (evel ‘m eus graet) ha war baper ivez…

Ul levr skañv eo, war bep keñver. Da follennata ma kouezh dindan ho torn. Redek war e lerc’h ne dalv ket ar boan.

Advertisements

Éloge de l’hypocrisie, Olivier Babeau, Frañs (2018)

Pell a vezañ ur perzh fall da lakaat an hu warnañ, ar pilpouserezh eo ar pri eo bet lakaet a-viskoazh ar gevredigezh da ziwan warnañ. Kevredigezh ebet hep pilpouserezh, tu ebet da vevañ asambles. Setu ar pezh a zispleg Olivier Babeau el lodenn gentañ eus e veuleudi dezhañ, gant forzh skouerioù tennet eus Istor ar bed ha daveoù pinvidik.

Emañ an traoù o cheñch avat, ha stad a vez graet d’an treuzwelusted er bed a-vremañ. Un doare pilpouserezh nevez, kuzhet gwelloc’h met mammenn a zistruj. En eil lodenn, e ra anv Olivier Babeau eus techoù nevez ar gevredigezh, en o zouez ar red da vezañ eeün a spered, diskoach, pa vever ur vuhez ha n’eo ket bet morse ken a-wel d’an holl, dre ar rouedadoù sokial dreist-holl.

Lonket em eus al levr-mañ gant kalz kuriusted ha n’em eus ket paouezet da zizoloiñ traoù ennañ betek ar bajenn ziwezhañ. Kendrec’hus eo lavar ha dielfennañ ar skrivagner, a ziskouez bezañ speredek ha gouiziek. Degas a ra un doare nevez da empentiñ an darempredoù sokial.

Ul levr da lenn, evit livañ gevier hep morc’hed ha gounit muioc’h a frankiz.


Éloge des femmes mûres, Stephen Vizinczey, Bro Hongri (2001)

éloge des femmes mûres

Ul levr plijus eo daoust ma ne vije ket dreistordinal an tem : un den o kontañ e garantezioù gentañ. Hennezh oa sorc’hennet gant ar maouezed koshoc’h evitañ. Evel just ez eus fent ha from war un dro, interest atav. Skrivet mat eo, ha lod en em santer e planedenn an haroz… keit ma pad ar romant ! Skrivet e oa er rakskrid e oa deuet brud buan d’al levr hag e oa bet lennet ha prenet gant ur mor a dud ; souezhus e kavan peogwir ne lakfen ket anezhañ da bennoberenn alato ; n’afen ket d’e lenn meur a wezh. Ar pezh em eus kavet ar gwellañ tout a-benn ar fin eo… an titl ! Ijinet mat-tre ! Ha tremen ur serten oad eo sklaer e vo prenet gant kement maouez a oar lenn 😀