Tag Archives: Adam

Les instructions, Adam Levin, Stadoù Unanet (2011)

les instructionsChomet on gennet war ar romant hir-meurbet-mañ e-pad an hanter eus an hañv, ha daoust da se, ne ouezan ket peurvat petra soñjal diwar e benn, daoust m’em bije bet amzer d’en em soñjal ha lennet kalzig skridoù all etretant.

Kontet eo an istor gant un “dezreveller n’heller ket fiziout ennañ” (kavet em eus ar formulenn-mañ en ur pennad diwar-benn ar romant ha kavout a ra din e klot resis gant va ezhomm). An dezreveller, an haroz eta, zo 10 vloaz bennak. Ur paotrig yuzev donezonet-dreist ez eus anezhañ, ur seurt savantenn. Krediñ a ra mort eo ar mesiah nevez. Emañ o paouez bezañ lakaet er-maez eus ar skol yuzev a heulie kentelioù enni peogwir en deus un emzalc’h feuls, ha lakaet eo bet en ur skol all ma heul ur program evit ar vugale diaes : ar “gaoued”, ul lec’h heñvel ouzh un toull-bac’h war meur a boent.

Dont a ra a-benn ar paotrig da strollañ un armead bugale tro-dro dezhañ : ul levezon eus ar souezhusañ en deus war e genseurted ha tamm-ha-tamm ez a an itrik war-zu un diskoulm feuls ha digredus.

Un dra bennak souezhus a zo e stil ar skrivagner : dindan ouzhpenn 1000 pajennad, ne gont nemet un dornad devezhioù. Tost eo e zoare-ober eus deskrivadurioù an naturalisted pishañ, en ur mod, nemet eo troioù, distroioù ha korntroioù soñjoù an haroz a vez plusket ha diblusket ken munut m’en em goller en e empenn follet, ha pa zeu e-barzh an istor unan bennak dezhañ soñjoù poellek, e lakaer un tamm amzer a-raok adkavout e gempouez hag adreiñ d’ar fedoù o ster gwir. Ne c’hoarvez nemet ral a wezh er romant forzh penaos.

An eil tra digustum-kenañ eo ne glask ket ar skrivagner-mañ reiñ ton ar wirionez d’e skrid : holl vugale an istor a zo speredek-meurbet, komz a reont gant gerioù sirius, sevel a reont itrikoù evel gwir dorfedourien… ha daoust da se ez a ar romant en-dro evel pa vije da vat eus ar skol, eus an dud-se : touellet eo al lenner gant e lennadenn, peogwir eo ken resis ar bed deskrivet ma lakaer anezhañ da wirion. Ha kement-se, hep bezañ mezevellet gant ul lennadenn a lakafe an unan da blavañ.

Hag un trede tra, diouzh liv an amzer marteze met ral a-walc’h er bras eus ar romantoù, ur romant feuls-kenañ eo Les instructions, ken ma vezer skoet gant ar feulster dirollet en em gaver gantañ e-ser lenn a-wezhioù.

Hir eo roll an traoù a c’heller menegiñ diwar e benn : diskouez a ra kalz gouiziegezhioù diwar-benn ar relijion hag ar gizioù yuzev, da skouer, ken ma c’heller en em goll enno ! gwelloc’h eo bezañ arroutet war ar Bibl evit kregiñ ganti. Lakaat a ra da soñjal e-barzh ur romant brudet all ivez, en ur mod : Sa majesté des mouches gant William Golding. An dra-se a oa bet lavaret din pell ‘zo pa oa bet roet al levr din, ha disoñjet em boa penn-da-benn, met splann eo pa erruer tro ar fin. Ha koulskoude, ne c’hellfe ket bezañ disheñveloc’h an endro kinniget.

D’am soñj on bet plijet a-walc’h gant romant Adam Levin, daoust ma n’em bije kavet kazi gwezh ebet ennañ doareoù da veajiñ, da zisoñjal va endro : dont a ra eus al lusk gorrek iskis roet gant ar skrivagner moarvat. Hag echuet em eus anezhañ gant ar santimant n’em boa ket peurgomprenet pep tra, e vije da adlenn un deiz bennak marteze… Ur romant iskis-bras eo eta, a alian d’ar re a blij dezho terriñ o fenn gant traoù un tamm luziet ha dizoloiñ skridoù divoutin-kaer.

Advertisements