La lupo sur Kapitolo, Stellan Engholm, bro-Sued (1932-1958)

lupo sur kapitoloAr suedour Stellan Engholm en deus skrivet pevar romant en esperanteg ha troet kalzig oberennoù ivez. E holl zanevelloù eo a zo kinniget el levriad-mañ, deuet a-ziwar ar wask e 1997 (embannet e oant bet a-strew e kazetennoù liesseurt a-raok).

Div zanevell a zo merket don gant levezon kontadennoù H.C. Andersen : Knabo kaj birdo / paotrig ha labous ha La branĉetoj / ar skourroùigoù.

An danevelloù all eo souezhus a-walc’h o zon. Gwelet e vez emañ ar skrivagner o ribotat e soñjoù en e benn, goustadik. E dudennoù ne heuliont ket ul linenn eeun ha n’eo ket gwall sklaer atav ar pezh a glaskont ober. Pe, m’eo sklaer, e troont chupenn, e vagont keuz rak o oberoù ur wezh m’int kaset da benn, hag ar c’heuz-se eo a cheñch o doare da welet ar bed. N’eo ket danevelloù eeunik eta, pa zigoront klas d’ar preder. Filozofek int, en ur mod.

Daoust da se, n’int ket diaes da lenn. Tapet e vez mabden war e bemdez, e munudoù e vuhez, gant se e c’hell al lenner en em lakaat e plas ar penndudenn. Taolennoù kaer eus an natur hag eus ar santimantoù a gan-hi e kreizon an unan a gaver e-leizh. Lec’h ar preder eo. A-hend-all, an diaes ma vez rannañ e vuhez gant tud all, mankoù mabden, e zaolioù-kaer aet d’ar c’hleuz zo e kreiz ar jeu. N’eus ket klodoù el levr-mañ, ne ra nemet chuchumuchiñ e istorioù e pleg ar skouarn, d’al lenner da brederiañ, ma kar.

Un nebeut testenioù diwar-benn ar skrivagner a gaver e fin al levr, kement hag hiraat ar geusteurenn. Klotañ a ra e skridoù, hervez, gant an den ma oa : tavedek, chaokan a rae e c’herioù seizh gwezh warn-ugent a-raok o distagañ. Daoust ma oa gouest da labourat buan-tre ha gant awen, pa veze ret (evit troidigezhioù da skouer), n’en deus ket skrivet kement-se a oberennoù a-hed e vuhez : un den goustad e oa dre anien.

Plijet on bet gant al levr dre vras : melkonius eo hep bezañ ankenius. An destenn on bet skoet ar muiañ ganti, Ar bleiz war ar c’hapitol, zo ken berr ma n’on ket sur e c’heller ober un danevell anezhi, daoust ma rofe hec’h anv d’an dastumad. Lakaat a ra en ur geñver emdroadur sevenadurezh Roma gant stuz al loened, gwallgaset gant mabden.

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s