Istor fentus stadoù hag impalaerezhioù al loar, Savinien Cyrano de Bergerac, Frañs (tro 1650)

Ne lennan ket alies skridoù eus ar XVIIvet kantved. Marteze e teu eus an droidigezh, met an dra gentañ a zeu d’am spered eo ez eo modern a-walc’h skritur al levr-mañ. Plijus ha buhezek eo e stil, daoust ma vije troc’het an istor ingal gant distroelloù skiantel pe filozofek, evel ma plije kement d’ar skrivagnerien ober er mare-se. N’eus forzh peseurt sujed a vije skrivet diwar e benn, e chom plijus an oberenn da lenn a-fed yezh, lusk, stumm ar frazennoù.

Unan eus an oberennoù “arlañs” (tad-kozh ar skiant-faltazi eo, ne ouezan ket re petra ober eus se e brezhoneg : “anticipation” e galleg) kentañ eo ar romant-mañ. Evidon ez eo kentoc’h ur seurt kontadenn, liammet ouzh bed ar marvailhoù : memes d’ar mare ma oa bet skrivet, n’eo ket kontet evel un istor stag ouzh an amzer-dazont, met evel unan a vije posubl e amzer-vremañ ar skrivagner.

Ar pezh em eus kavet un tammig diskoñfortus en istor eo ne vezen ket gouest atav da zidouezhiañ soñjoù ar skrivagner : pegoulz e veze oc’h ober goap ouzh e genseurted, pegoulz e veze o kinnig traoù poellek, war zigarez diduiñ pe lakaat da c’hoarzhin, ha pegoulz e laoske frankiz war moue e ijin, traken. Aesoc’h e oa da gompren evit tud e vare, sur-mat. Evidomp, ez eo alies an notennoù bihan a sikour da gompren ar mennad kuzh. Splann e vez evit an tammoù a zo bet troc’het gant an embannerien da vare pe vare, met a-wezhioù ne vezen ket sur. Evit reiñ ur skouer : goude kement a ijinadennoù, a soñjoù nevez roet gant ar skrivagner, e echu al levr gant un distro trumm d’ar moral kristen. Hag ur red e oa, evit kuzhat kentelioù ar romant ha permetiñ dezhañ bezañ embannet ? pe mouezh “dreistme” ar skrivagner, en em roe da glevet en un doare naturel ?

Deuet mat eo ar pennad-digeriñ gant an droourez, Mich Beyer, da ginnig war un dro ar skrivagner hag an oberenn, a-hend-all ez afe pep lenner da glask an titouroù zo ennañ e Wikipedia gallek pe saoznek.

N’eo ket ul levr gwall dev, lennet e vez dindan nebeut amzer. Dedennus-tre eo evit gwelet penaos e tremene tud ar XVIIvet kantved eus ar rambreadennoù prederouriek d’an difraeoù skiantel. Test eo eus temz-spered ar mare, a gav din, ha dudius da lenn evidomp, 4 c’hantved war-lerc’h.

 

Advertisements

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

2 responses to “Istor fentus stadoù hag impalaerezhioù al loar, Savinien Cyrano de Bergerac, Frañs (tro 1650)

  • Michael

    “… N’eo ket ul levr gwall dev… ” Hogen n’eus nemet hanter an istor.
    Al levr klok orinel e galleg ” Les États et Empires de la Lune – Les États et Empires du Soleil ” a zo 432 bajenn gantañ ( gant Folio ).

  • pevarlagad

    Emichañs vo troet an eil ! aesoc’h eo da werzhañ pa ne vez ket re dev, emichañs…

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s