Tag Archives: chien

Prenez soin du chien, J. M. Erre, Frañs (2006)

Hemañ eo romant kentañ J. M. Erre. Lakaet en deus ac’hanon da soñjal en romant Muriel Barbery L’élégance du hérisson, dre ma c’hoarvez pep tra en ur savadur hag e ranndioù an dud a zo o chom ennañ. Kement-se gant donezon J. M. Erre da lakaat an dud da c’hoarzhin.

Ar pezh a gavan mat er romant-mañ eo ne grog ket diouzhtu an dichadennaoueg. Amzer ‘zo da anavezout an tudennoù, pep hini gant e follentez dous (arabat lenn re vuan evit pakañ pep frazenn farsus…) Ur wezh lañset avat, e teuer da grediñ eo ar skrivagner a zo troet da sot, ken brav e teu a-benn da strobañ al lenner.

Evel e romantoù all ar skrivagner emañ an alc’hwez er fin. Pep tra a gav e blas a-feson. Hag ebat ‘zo bet, etre ar bajenn gentañ hag an hini ziwezhañ !

Mat eo, hep bezañ ken fentus ha Le mystère Sherlock, pell a-us d’e romantoù all, a gav din.

Advertisements

Sans parler du chien, Connie Willis, Stadoù-Unanet (1997)

 sans-parler-du-chienTo Say Nothing of the Dog eo titl orin al levr-mañ.

Ur romant skiant-faltazi zo anezhañ : anv zo ennañ eus ar veajoù dre an amzer. Ur plac’h he deus cheñchet un dra bennak en amzer-dremenet en ur zegas ur c’hazh eus an XIXvet kantved ha ret eo adlakaat pep tra en urzh evit ma c’hello an dazont en em skrivañ evel m’eo dleet : istor klasel eta !

N’eo ket dre zegouezh eo bet laeret istitl levr Jerome K. Jerome evit hennezh : awenet eo bet Connie Willis gantañ ha kavout a reer ur mor a zaveoù dezhañ. Er stumm da gentañ : kinnig a ra Connie Willis un diverrañ eus pep pennad e penn kentañ anezhañ, tre evel e Three men in a boat. Ur bern traoù soutiloc’h zo ivez evel just, en doare da ginnig ar chas hag ar c’hizier da skouer, ha daveoù roet gant an haroz e-unan peogwir en deus lennet al levr a-raok en em gavout el lec’h-se d’ar mare-se. Awen pennañ To Say Nothing of the Dog eo Three men in a boat met daveoù d’ur bern levrioù, skrivagnerien ha tud brudet all zo ivez : en em gavout a reer gant Alice (distro eus bro ar Marzhoù emichañs), meneget e vez labourioù Conan Doyle war ar spiritism, kemeret e vez harp war enklaskoù Hercule Poirot evit kavout diskoulmoù d’an enklask (n’eo ket memes prantad met bezit dichal, displeget eo)… Leuskel a ran a-gostez ar re n’anavezen ket met kalz anezho a oa ivez. Unan eus perzhioù dedennusañ al levr eo an daveoù-se.

Pa ya harozed Connie Willis hebiou d’an tri den en o bag war ar stêr Damouez (hep ober anv eus ar c’hi) ha pa anavezont bommoù lavaret ganto el levr orin eo ur gwir trid evit al lenner : dispar ! Darbet em eus tagañ gant ar c’hoarzh gwezhioù ‘zo ivez.

Traoùigoù zo n’on ket bet plijet kement ganto : daveoù re anat, ur stil a gaven un tammig laosk, ur c’hoant da lakaat c’hoarzhin doare Jerome K. Jerome, efedus alies met pas kenkoulz hag ar pimpatrom…

N’eus ket amzer d’en em soñjal forzh penaos : dichadennet eo an darvoudoù ha lenn a reer ar romant d’an daoulamm ruz.

Bet en doa To Say Nothing of the Dog ar priz Hugo e 1999.