Tag Archives: enfants

Que deviennent les enfants quand la nuit tombe ?, Jean-Paul Nozière, Frañs (2013)

Desachet on bet gant titl kevrinus ar romant-mañ evit ar yaouankiz.

Etre ar bloavezhioù 60 ha 80 e oa degouezhet war douar bras Frañs ur 1600 bugel bennak o tont eus ar Reunion : bugale dezho 7 da 14 vloaz, tennet digant o familhoù gant an DDASS, laeret a-wezhioù zoken, war zigarez n’o dije ket un dazont brav a-walc’h lec’h ma oant ganet. Ar pal a oa lakaat da ziskenn niver a vugale an enezenn dre adpoblañ departamantoù ‘zo eus Frañs a oa bet dilezet gant o annezidi abalamour d’an divaeziañ : Corrèze, Gers, Lozère…

Maget eo romant Jean-Paul Nozière gant tonkad ijinet daou eus ar vugale-se. Lakaet en deus kalzig a lusk en e oberenn dre implijout un istor kroaziet, etre ar pezh a c’hoarvez en amzer-vremañ (ur grennardez a zizolo klopenn ur bugel e kraoù an ti emañ o paouez anneziñ ennañ) hag istor perc’henn ar c’hlopenn, tro 1966, er Reunion. Kaset e vez al lenner war hentoù-dall a-raok na c’hellfe peurgompren an traoù, pell eus ar pezh en deus ijinet.

Deuet eo brav gantañ, ha plijus e vez atav dizoloiñ tammoù kuzh eus an Istor, ha pa vije dre levrioù bihan difouge evel hennezh.

Advertisements

Miss Peregrine et les enfants particuliers (2) : Hollow City, Ransom Riggs, Stadoù-Unanet (2014)

miss peregrine2Eil levrenn an heuliad a deir, hag a zeu da vezañ estoueiat (=adiktek) da vat !

N’hellfen ket mont er munudoù hep treitouriñ ar steuñvenn. Evit deskrivañ ar bed iskis a bourmen ar strollad vugale ennañ, em eus c’hoant da venegiñ ar film Freaks, ha filmoù Jeunet ha Caro, daoust ma ne vijen ket souezhet e vije bet desachet Tim Burton gant an danvez. Un azasadenn a zo bet aozet gantañ, hag a vo kinniget er salioù a-benn nebeut ha ne c’hellin ket chom hep mont da welet anezhi.

War al lennegezh, ez eus un doare kerentiezh gant Les orphelins Baudelaire, war-bouez ar fent ha n’eus takenn ebet anezhañ el levrioù-mañ.

An eil levrenn-mañ, Hollow City, a zo iskisoc’h c’hoazh eget an hini gentañ -ar zoo !!!- met pa anavezer donoc’h an tudennoù e vever an istor a-dostoc’h. Un taol-arnod eo heuliañ an tudennoù e Londrez e-pad bombezadegoù an eil brezel-bed, hag implijet eo bet an endro a-zoare gant ar skrivagner.

Kalz suspens a zo, ha kalz ijin da dennañ an tudennoù eus an degouezhioù luziet e vezont sac’het enno ingal. Un taol-kaer zo tro ar fin da zistreiñ an istor diouzh hec’h ahel ha da adlammat : dic’hortoz-kaer !

N’eo ket bamusoc’h ar stil eget el levrenn gentañ, met ne reer van ebet ken, evel just. Emañ e servij an ober.

Paouez da lenn e fin al levr-mañ n’en dije ster ebet : emaer e kreizig-kreiz an istor. Ar saga zo teir levrenn oc’h ober anezhi.


Miss Peregrine et les enfants particuliers (1), Ransom Riggs, Stadoù Unanet (2011)

miss_peregrine1Ur romant evit ar yaouankiz eo, met ‘m eus aon e rafe aon d’am bugale. Ret eo gortoz e vijent bras a-walc’h : kentoc’h 14 eget 11.

Ar pezh a gavan dreist el levrioù-mañ eo e c’heller heuliañ ijin ar skrivagner. Roet en deus, asambles gant e destenn, ar pezh en deus awenet anezhañ : luc’hskeudennoù kozh, en deus ijinet ur bed a-bezh war o zivout.

N’em eus ket kavet dreistordinal penn kentañ al levr, hag ar stil ne gavan ket dreist kennebeut. Re voutin e kavan anezhañ.

Ur wezh lañset an avañtur avat, dont a ra da vezañ fiskal !

N’on ket gwall domm ouzh ar c’hannoù hag a-wezhioù e kav din ez eus re a feulster en istor -doare a-vremañ-. A-hend-all e plij din kalz ar bed a vezer stlejet ennañ gant ar skrivagner. Ar bedoù, a zlefen lavaret, p’ez eus un afer beajoù en amzer adarre.

Mont a ra Ransom Riggs da heul e faltazi en un doare digompleks, ar pezh a ra eus al levr-man unan da zizoloiñ. Tri zo bet skrivet en holl er rummad-mañ.