Tag Archives: Lee

Les 50 ménagères de Gray, James Lee, Stadoù Unanet (2013)

Kavet em eus farsus ar soñj luadenniñ best-seller E. L. James Fifty Shades, ha ne oa ket plijet din : kement hag ober, kenkoulz tennañ ur vad bennak eus an oberenn… Setu perak em eus lakaet va fri el levr-mañ, ha dre ma ne oa ket hir em eus lennet anezhañ penn-da-benn.

Digoret ez eus ur c’hleub-lenn e kêriadenn Gray. Hentet e vez gant merc’hed nemetken. Kinnig a reer Fifty Shades da lenn d’ar maouezed, 50 anezho. Ul lod vras, spered puritan ganto, a guita ar sal. Ar re a chom a grog da geñveriañ sekselezh Anastasia gant o hini, plañ-plañ ha reuzeudik. Ha setu ma tiviz lod anezho pebrañ buhez o c’houblad, en un doare tagus a-walc’h…

Soñjoù mat a zo, hag o dije gellet bezañ farsus ma ne vije ket bet skrivet ken fall al levr. Ne gomzan ket eus ar fazioù reizhskrivañ droch, met eus an dic’houest m’emañ ar bluenn da ren ur pennad, da zegas suspens, da gaout an disterañ soutilded (ur fentigell, na pegen farsus e c’hellfe bezañ, a goll pep blaz ma vez divinet div bajenn a-raok en em gavout ha ma chomer da arguzenniñ diwar e benn e-pad div bajenn all). Hag ar pep gwashañ, marteze, eo n’eo ket barrek ar skrivagner(ez ?) war an erotelezh : deskrivañ a ra senennoù a c’hellfe bezañ dedennus, met gant ken nebeut a zonezon ma kollont pep interest.

Ponner eo, eta : ne dalv ket ar boan, dre ret, lenn en tu all da bedervet pajenn ar golo. Nemet da gaout greun nevez da valañ m’ho peus ur bern mignonezed a vije sot, c’hoazh, gant Fifty Shades

 

Advertisements

Va et poste une sentinelle, Harper Lee, Stadoù Unanet (2015)

va et poste sentinelleUr gevrin vras eo bet e-pad bloavezhioù : perak n’eus ket fellet d’ar skrivagnerez donezonet m’eo Harper Lee kenderc’hel gant he resped skrivagnerez ? Perak n’he deus ket heuliet un hent he doa divoulc’het gant kement a zonezon ? Perak n’eo ket bet kalonekaet da vont pelloc’h gant an degemer entanet a oa bet roet d’he romant kentan ?
Erru eo kozh ar skrivagnerez en deiz a hiziv : goude bezan nac’het a-hed he buhez, n’he deus ket bet an nerzh da genderc’hel da stourm enep tud he familh a aspede anezhi da rein he brouilhedoù kozh da embann c’hoazh. Ha koulskoude, goude bezan lennet he eil romant, e kredan e oa ar gwir ganti : ouzhpenn kaout ur bluenn gapabl, e oueze ivez didouezhian, anavezout greun diouzh linad. Goude kement a splannder e kav din e teu an eil romant-man da zilufran sked an hini kentan un disterig.
Dont a ra Va et poste une sentinelle dres goude Ne tirez pas sur l’oiseau moqueur, koulskoude. Adkavet e vez Scout hag he zad (marvet eo ar breur bras etretant). Hi zo aet da vevan e kêr, pell eus keriadenn he yaouankiz. Ar plac’hig leun a ijin hag a startijenn zo deuet da vezan ur vaouez yaouank o klask hec’h hent, hag iskis eo kompren ne ziskouez ket bezan tennet kement-se a vad eus he desavadurezh leun a frankiz : mezh a ziskouez kaout, kentoc’h, pa verz n’eo ket diouzh moull an an holl. An tad n’en deus ket koshaet gwall vrav kennebeut, dipitet eo Scout gant e emzalc’h, gant gwir abeg moarvat. Tavet eo an denelezh a evode dioutan evit rein plas d’un emzalc’h muioc’h politikel ha ne glot ket gant ar skeudenn hor boa eus an dudenn… Dipitus bras eo ar romant eta, pell dindan an hini kentan.
Ne lavarfen ket chom hep e lenn koulskoude : meur a wezh e teu da Scout envorennoù eus he yaouankiz. Ma anavezer lod anezho, reoù all zo nevez d’al lenner, ha kontet gant kement a fent ha gwezhall. Taget em eus gant ar c’hoarzh o lenn unan anezho dreist-holl, hag a dap kern ar fent goude bezan en em staliet gant diegi e-pad pajennadoù hir. Pa ne vije nemet abalamour dezhan, on laouen o vezan kaset va lennadenn betek penn : un astenn blijus a ra d’al labous goapaer…


Ne tirez pas sur l’oiseau moqueur, Harper Lee, Stadoù Unanet (1960)

oiseau moqueurChomet on pell a-raok kredin tapout krog el levr-man, em boa klevet kement a vad diwar e benn m’em boa aon da vezan dipitet, a-benn ar fin (re alies e c’hoarvez din pa vez meulet un oberenn bennak gant an holl…)
Tamm dipit ebet ar wezh-man avat, ha ne gredan ket e c’hellfe bezan ! Ur romant brav-tre eo, a ziskouez eus ar gwellan ambians ur geriadenn vihan eus kreisteiz ar Stadoù-Unanet er bloavezhioù 30. Kontet eo gant ur plac’hig vihan, Scout, a zo desavet gant he zad peogwir eo marvet he mamm pa oa ur babig c’hoazh. Kement-se a zispleg perak ne glot ket tre-ha-tre ar benndudenn gant skeudenn ar plac’hig direbech a c’hellfer gortoz eus seurt lec’h ha seurt metoù. Hep bezan laosk, he zad n’eo ket debret gant ar c’hoant d’ober evel an holl. Un den desket eo ouzhpenn, ha pa vije dre skiant-prenet muioc’h eget dre zeskadurezh lonket. Bez en deus ur moral dezhan e-unan, heulian a ra e roudenn, ar pezh a ro tro d’en em sonjal pishoc’h war oberoù tudennoù all ar romant.
Ur romant dreist eo diwar-benn ar gouennelouriezh met diwar-benn ar vugaleaj ivez. Farsus eo e meur a lec’h, talvoudus pa ouezer eo bet awenet bras gant yaouankiz ar skrivagnerez ha p’en em gaver gant ur bugel he deus kemeret da bimpatrom d’e zepegn ar skrivagner Truman Capote. Rein a ra gwir gentelioù a vuhez ivez, dre dudenn an tad, dezhan ur bersonelezh marzhus ha dreistordinal.
Plijet on bet penn-da-benn gant ar romant, gant e ambians dibar, gant ton dichek ha gwirion ar vugale : n’eo ket laeret an etikedenn a bennoberenn a zo peg ouzh e dal.