Tag Archives: Tasmant

An tasmant fromet, Paol ar Meur (2022)

tasmantMat eo an istor ha kontet brav. N’em eus ket kavet dreist-ordinal ar romant, dre m’em boa lennet kalz oberennoù evit ar yaouankiz war an hevelep dodenn, met diverrañ a ra an amzer en un doare skañv. Dedennus an itrik ivez.

N’on ket sur ez eo ur romant evit ar grennarded e gwirionez : e fent n’eo ket aes da gompren evit ar bras anezho, d’am soñj. Divinout a ran ez eo dibab ar publik krennarded un afer ti-embann : da betra skrivañ romantoù ha ne vint lennet gant den ? Met derc’hel a ran da soñjal, memestra, ez eo Paol ar Meur, e sevenadur ledan, e ijin strujus, e eil derez soutil, ur skrivagner evit an dud gour.

Netra ne vir outo da lenn oberennoù Priz ar Yaouankiz, evel-just. Gant ma ouezint peseurt re dibab.


Texüe, Tasmant kastell Brest, Paskal Hervio (2019)

Ar romant-mañ em eus kavet fentus-mat. Ur romant istorel eo, pa c’hoarvez an istor anezhañ etre an daou vrezel-bed, e Brest -koulz lavaret gwezhall-gozh evit ar skolajidi a-vremañ. An haroz, Fili, zo kazetenner, ha techet da fourrañ e fri e pep lec’h. Ur c’henarroud istorel zo implijet, a c’heller tennañ e vad dioutañ evit mont pelloc’h gant an istor gant ar re yaouank.

Skrivet eo ar romant gant ur santoud eus al lusk ha ne gaver ket alies en istorioù e brezhoneg. War ar poent-mañ, ha war meur a hini all, e kav din e tenn an istor-mañ d’un enklask eus Tintin : fent, skañvder memes pa vez tapet an dud en ur blegenn fall, darvoudoù nevez forzh pegement, “happy end” degaset en un doare soutil (ha kompren a raio ar grennarded ?).

Ebat em eus bet o tizoloiñ daveoù niverus da… a bep seurt traoù, lod ijinet ganin marteze, lod all anatoc’h.

Ur romantig dudius, danvez fonnus ennañ, a laka an unan war e du mat.


Tasmant en ti, Agustin Fernandez Paz, bro-Spagn (2013)

golotasmantenti_0Gant ar golo brav-se em boa kredet e oa Tasmant en ti ul levr evit ar vugale, met n’eo ket.

Ur romant-skrij eo, savet en un doare klasel a-walc’h, gant tiretennoù : kontañ a ra ar c’hoar ar pezh zo bet skrivet dezhi gant he breur a oa e-unan oc’h eskemm lizhiri gant ur mignon, perc’henn an ti tasmantet.

Gant se e vez kemeret kalzig amzer evit plantañ an aergelc’h ha lakaat ar suspens da greskiñ. Loc’hañ a ra dousig, met dont a ra da vezañ enkrezus tamm-ha-tamm hag a-benn ar fin n’heller ket mui serriñ al levr a-raok gouzout petra eo deuet an holl dud dianket da vezañ.

Ar romantig-mañ zo da renkañ en ul lec’h bennak etre Poe ha Maupassant evit a sell ouzh an efedusted ; modernoc’h eo koulskoude. Ur gwir diskoulm zo roet d’an traoù, ur seurt lid a-enep ar speredoù drouk o doa graet o reuz war an tudennoù.

Peadra da dremen ur prantad plijus e-keit m’emañ an avel o yudal er-maez…