Tag Archives: Paol

Kuzh, Paol ar Meur (2017)

Echu oa ar romant-mañ e 2014, daoust ma n’eo bet embannet nemet e 2017. Ur romant-polis brestad a c’hellfe bezañ graet anezhañ. Mont a reer war roudoù un den a zo aet diwar-wel, diwar an testennoù brezhonek a zo chomet en e urzhiataer dreist-holl, ha diwar ar pezh a lavar ar re o deus bet darempredoù gantañ. Don a-walc’h eo ar poltred, p’eo ret kaout meur a savboent da gompren aes peseurt doare den e oa.

Met ar pep pouezusañ, ar pezh a zesach an evezh dreist pep tra, eo kêr Brest, metoù bihan ar vrezhonegerien tro-dro d’ar greizenn a c’hell bezañ an Tara Inn : un testeni bennak eus ar vuhez e 2014, na petra ‘ta… Hag un nebeut temoù a-dreñv ivez : naturegezh, abegoù ar skrivañ e brezhoneg…

En ur stil disheñvel en deus lakaet ac’hanon da soñjal e romant Frañsez Favereau Dianket, hag en hini Yann Gerven Brestiz o vreskenn.

N’eo ket kaset an itrik gant ul lusk dichadennet, met dedennus ha pinvidik eo memestra.

 

Advertisements

Eus an eil steredenn d’eben, Paol ar Meur (2012)

eus an eil steredenn d'ebenMat eo kontet ar romantig skiant-faltazi skañv-mañ, met re eeun, re voutig evit desachañ da vat evezh an den gour ma z’on.

Mousc’hoarzhet e vez pa vez degouezhet gant anvioù tud anavezet a-boan distreset, mousc’hoarzhet ledanoc’h c’hoazh pa ra goap ar skrivagner outañ e-unan e kreiz al levr. Ar pep gwellañ, war ma meno, eo lamm-chouk-e-benn ar fin, dic’hortoz ha farsus, met ne z’a ket gwall vat gant ton ha spered an istor en he fezh, marteze.

N’eo ket deuet a-benn va spered da stagañ da vat ouzh an istor : enouus a-walc’h em eus kavet va beaj etresteredennek ar wezh-mañ.


Bed ZH, Paol ar Meur (2012)

Un dastumad danevelloù skiant-faltaziek eo.

Sot on gant ar skiant-faltazi : n’eo ket bet ergerzhet kalz ar jener-se e brezhoneg c’hoazh. Atav e vezan laouen ha birvidik pa grogan gant seurt levr eta.

Pezh a gavan diaes en hennezh eo ar c’hodoù, a cheñch a zanevell da zanevell. Ne dremen ket an danevelloù en un endro difiñv, gwezh e vez an dud o vevañ en nec’h gant pontoù-gwint, gwezh all dindan zouar, gall a reer mont da gerc’hat tud en amzer-dremenet en unan, labouret er baradoz en unan all… Leun a faltazi eo met diroudennañ a ra al lenner un tammig, dreist-holl pa ne bad pep danevell nemet un nebeut pajennoù. Kalz muioc’h a vec’h vez lakaet oc’h en em staliañ er bedoù-se eget o vevañ enno, evel pa vijec’h atav oc’h adkregiñ gant ul levr nevez (pezh n’eo ket ar pep plijusañ el levrioù, ar bajenn gentañ, nemet re Orson Scott Card e vije !).

Gant se em eus santet al levr-mañ evel un dastumadeg soñjoù implijabl ha ne vez ket tennet o holl vouedenn diganto.

Ur wezh lañset e c’hell an istorioù bezañ plijus tre da lenn, dreist-holl pa vezont hirik, evel Brezel ar sistr. Ha neuze e vezer souezhet gant ar fin, re drumm, nebeut awenet peurliesañ.

A-hend-all eo aes ar yezh da lenn ha leun a fent (c’hoarioù-gerioù dreist-holl). Pezh ne oa ket evit plijout din, met a raio sur da dud all…


Kambr ar stered, Paol Kalvez (2007)

Kambr ar stered
Evel ma c’heller lenn war pennadoù-kinnig al levr el lec’hiennoù-gwerzh, n’eo ket ul levr lennegezh er ster ma c’heller gortoz. Emañ Paol Kalvez o kontañ e vuhez, ha eñ erru tro 80 vloaz, da vMalo Bouëssel du Bourg. Un diviz eo kentoc’h eget ur skrid.
Bet em eus ar santimant koulskoude ne oa ket ponner bezañs an aterser, a-boan ma vez santet e gwirionez. Ur wezh lañset ar c’honter, n’eus harz ebet d’e deod evit doare ! Ha gwell a se.
Lonket ‘m eus an eñvorennoù-se en un tenn (pe zaou, ul levr hir eo !) ha gant kalz a blijadur.
Kalz e teu eus personelezh Paol Kalvez, a zizoloer e-pad al lennadenn. Diskouez a ra bezañ kempouez, start en e soñjoù -n’int ket va re alies, met n’eus forzh !-. Plijus eo dre ma ne bleg ket, ne heul netra nemet e hent ha n’en deus ket cheñchet kalz abaoe e yaouankiz.
Tro ‘m eus bet da vousc’hoarzhin alies dirak mennozhiooù ‘zo, diwar-benn ar merc’hed da skouer, pe oad an dimeziñ… Ezteurel a ra anezho gant kement a gred ma ne lazh ket an interest a zo oc’h heuliañ ar vuhez pinvidik-se, er c’hontrol.
Desket ‘m eus ur bern traoù diwar-benn an Emsav, KEAV, Skol an Emsav, Saded. Anvioù-bihan an dud oberiant heuliet gant pennlizherenn o anv-familh zo trawalc’h d’o anavezout, ha da gompren gwelloc’h danvez an ereoù a oa etrezo : gwallgentelius al levr war ar poent-se.
Chomet on war va naon evit pezh a sell ouzh darempredoù Paol Kalvez gant Arc’h Lanza del Vasto, em eus anavezet mat em yaouankiz : ne ra nemet menegiñ an dra-se, siwazh.
Kompren a ran mat ne c’heller ket kontañ dre ar munut 80 vloaz buhez dindan 200 pajenn bennak koulskoude. Mont a ra buanoc’h evit pezh a sell ouzh fin e vuhez eget ouzh ar penn kentañ : un tech naturel, pa goshaer, a lavarer…
Ul levr talvoudus eo, d’am soñj. Aes da lenn, en ur brezhoneg uhel hep bezañ kimiek -lavarout a ra Paol kalvez e-unan e implij brezhoneg e dadoù kentoc’h eget unan re arnevez, daoust ma oa oberiant e SADED -.
E-keñver eñvorennoù tud all e kavan dedennus al levr-mañ dre ma vez santet int reoù un den speredek, boaz da brederiañ. N’eus forzh da belec’h e vije kaset gant e brederiadennoù, cheñch a ra eus an eñvorennoù niverus o kontañ ar vuhez war ar maez e Breizh-Izel e 19… n’ouzon ket petra ; kalz pelloc’h ez a an traoù gant Paol Kalvez.


Boudig an aod, Paol Feval, Frañs (1850)

Boudig an aod

Emañ an embannadur vrezhonek eus 1987.

Aes eo kompren perak eo bet lakaet meur a levr gant Paol Feval e brezhoneg : lavarout a rae e oa breton ha lorc’h ennañ gant se. Lakaet eo bet war-wel en Boudig an Aod muioc’h eget e levrioù all gantañ marteze. Arouezius eo ar senenn a weler enni ar c’hozh Huon a Vaorever o tiouganiñ diskar Breizh daoust ma tremenfe ar romant tro 1400.
Plijus a-walc’h eo ar romant da lenn, dre m’en deus ar stek Paol Feval evit itrikañ un ober rouestlet a-walc’h, daoust ma vijemp engortoz eus an darvoudoù alies gant ar boaz m’emaomp ouzh an istorioù, etre an tele, al levrioù hag all ! ha kavet en deus din e oa mat an droidigezh graet gant Per Denez hag Ernest ar Barzhig : daoust ma vije aes ar brezhoneg da lenn e teskan gerioù ur wezh an amzer ha plijus eo.
Koulskoude en deus kavet din ivez e oa un tammig re c’hros an tudennoù, re bimpatromet ; dreist-holl ar re a eil renk ; krediñ a rafer bezañ en ur film pe en ur pezh-c’hoari… Soñjet ‘m eus e oa marteze gwelloc’h evit bugale eget evit tud gour, met ar pezh a lakfe bugale 8 bloaz da c’hoarzhin n’int ket prest d’e lenn e brezhoneg, ha pa vije lennet dezho ne gomprenfent ket kalz tra en abeg m’eo ret kaout un nebeut gouiziegezh war an Istor evit kompren ar pezh a liamm etrezo ar fermourien hag ar binvidien da skouer. Evel kalz a levrioù brezhoneg eo unan n’en deus publik ebet moarvat.
Nemet evit an dud a zesk, marteze ? Aesoc’h eo kompren un istor emaer engortoz ag an ton hag ar son anezhi ?
Chom a ra atav an endro dispar : Menez Mikael ar Mor, a vez implijet amañ e draezhennoù mouk hag e vanati kement ha kement. Plijusoc’h eo sellet outañ e mod-se eget dre e stalioù diniver a c’hoarielloù nul made in Sina sur !


Ruz-bev, Paol ar Meur (1991)

Chomet on pell o tornata, o follennata, o pigosat el levr-mañ hep gellet gouzout hag-eñ e oa ur romant (evel m’em boa gwelet skrivet en ul lec’h bennak) pe un torkad 3 danevell hir. Ur romant eo, a-benn ar fin. Diaes eo da c’houzout en ur vraslenn peogwir e heuilh meur a benndudenn, e meur a lec’h : ne baouez ket anvioù an tudennoù da cheñch kar niverus int.
Ar pezh a heuilh Paol ar Meur er romant-mañ eo e ijin : un enezenn didud eus ar meurvor Habask (ur menez-tan e gwirionez) a vefe bet ur bagad brezhonegerien oc’h anneziñ warni daou c’hant vloaz ‘zo bennak : o fal oa sevel ur porzh evit gellout ehanañ evit aesaat ar veajoù etre Breizh ha Bro-Sina. Kollet e vije bet roud eus an drevadennerien-se pa oa aet d’ar strad al lestr a zlee distreiñ da Vrest da gelaouiñ an dud war an dizoloadenn-se. Disoc’h : un enezennad a-bezh o vrezhonegañ hep ger galleg ebet… Fiskal !
Ur romant avañtur eo dreist-holl. Evel-just eo bet an Amerikaned o lakaat o fri e-barzh ar jeu. Evel-just o deus c’hoant eneziz ‘zo d’en em zizober deusouto. Evel just ez eus ur bebrenn pe ziv da bebrañ ar meuz.
Un neuz foutouilhek zo d’an darvoudoù a-wezhioù : Superemsaver, an eil lodenn, zo dic’hortoz a-walc’h ! Da heul ar skrivagner e kantreer e Enez Frañs ar wezh-mañ : Ti ar Brezhoneg e Pariz, da skouer… koulskoude emaer atav e-barzh an istor gent, anavezout a reer Gwenola, unan eus an harozed pennañ ma n’eo ket AN harozez… N’ouzon ket re !
Diluziet e vez kevrinoù ‘zo en trede lodenn, ha reoù all a chom a-ispilh… Ha dav eo din anzav n’em eus ket peurgomprenet ar fin, kevrinus a-walc’h.
Labouret eo bet war ar yezh, en un doare lenneg. Dibabet spis eo ar gerioù, n’eo ket ar re aesañ da gompren, met un unvaniezh a zo e-barzh ar stil : n’eo ket displijus daoust ma ne sonfe ket naturel kenañ ar brezhoneg.
Dre vras eo bet ur souezhadenn vrav ar romant-mañ evidon ; kalz a ijin a ziskouez Paol ar Meur kaout ennañ daoust ma chomfe war sujed an emsav, tonkad ar brezhoneg hag all. Ha dre m’eo prederiet gant ar sujedoù-se a sell ouzhimp holl, just a-walc’h, eo dedennus da lenn.