Tag Archives: Bradley

Flavia De Luce 5 : Schlussakkord für einen Mord, Alan Bradley, Bro-Ganada (2013)

Kenderc’hel a ra Flavia da fistoulat e pep lec’h en he c’hêriadenn, ha dont a ra brav ganti. N’he deus ket he far evit klevout c’hwezh un torfed, ha pa vez ur c’helan bennak e c’heller bezañ sur n’emañ ket pell.

Emañ he c’hoar henañ war-nes dimeziñ. Honnezh he deus kemeret ivez ar garg dieub a ograourez ar barrez. Rediet eo Flavia, gant he zad, da chom ganti pa z’a da bleustriñ en iliz betek diwezhat : ne vije ket dereat d’ur plac’h yaouank chom pell ouzh he domani, diouzh an noz, hep ambrougerez. Tro da Flavia, a gav hir hec’h amzer, da ziskoachañ un dra bennak dic’hortoz en ograoù…

Donaet e vez an darempredoù-familh evel ar re gant an amezeien en opus-mañ. Dedennus-kenañ eo gras d’e zarempredoù gant ar sonerezh. Adkavet e vez ar framm boaz, anatoc’h dre ma z’eer war-raok gant an heuliad ; tudennoù iskis, liammoù gant an tremened, degouezhioù droch a ra aon (Flavia o kantren e-barzh ur bez kozh eus ar vered e-kreiz an noz, ar wezh-mañ !)… eo barrek-kenañ Alan Bradley d’o reiñ da santout. Farsus e kavan an troioù-distroioù a ra Flavia evit en em silañ etre divesker an dud vras ha kas hec’h enklask da benn. Hag evel bep tro ez eus er fin ur senenn m’emañ he buhez en arvar. Chom a-ra a-us da bennoù ar re zDe Luce kleze gwerzh o maner familh, dre ma n’eus bet kavet diskoulm ebet d’o c’hudennoù arc’hant c’hoazh.

N’he deus ket Flavia kement a aes hag an dud gour da vont da heul he neudenn, dre ma vank dezhi pouez o oad hag o aozadurioù. Koulskoude e sec’h o fri, evel boaz, pa gav an diskoulmoù a-raozo, en ur harpañ war he anaoudegezh don eus ar gimiezh. Reiñ a ra kalz orinded d’an oberennoù-se, a zo kalz danvez enno. Gant ar pempvet romant-mañ e weler ne z’a ket ijin Alan Bradley war zisteraat, er c’hontrol.

Advertisements

Flavia de Luce 4 : Vorhang auf für eine Leiche, Alan Bradley, bro-Ganada (2011)

Evit ar pedervet levrenn-mañ e kemer troioù-kaer Flavia de Luce un tres nevez. Echu eo gant ar baleadennoù war gein Gladys. Dont a ra ur skipailh sinema da dreiñ ur film e maner ar familh de Luce, a zo bountet gant an diouer a arc’hant da feurmiñ ha rannañ e di-annez da vare Nedeleg. Lakaat a ra an endro da soñjal e Tintin Bravigoù ar Gastafiorenn, un tamm bihan. Pedet eo holl barrezianiz ar gêriadenn da arvestiñ ouzh ur pezh-c’hoari er maner. Ne c’hellint ket kuitaat anezhañ gant ur gorventenn-erc’h.

Un “huis-clos” evit hor Miss Marple 10 vloaz neuze. N’on ket bet ken bamet rak al levrenn-mañ ha ma oan bet gant ar re all. Kavet eo din e oa hir an traoù d’en em staliañ. Amzer d’ober gwelloc’h anaoudegezh gant tud ‘zo, koulskoude. Soñjal a ra din ne vez ket implijet eus ar gwellañ an dud niverus a zo stanket war al lec’h : dre forzh heuliañ Flavia e kredfer emañ kazi hec’h-unan en ti, da vareoù ‘zo. N’eo ket gwall luziet an itrik, a ziviner aes. Ur suspens a-zoare ‘zo tro ar fin avat.

N’eo ket fall, met n’eo ket ar romant-mañ tre-ha-tre a-live gant ar re all. N’eo ket se a harzo ouzhin da genderc’hel gant ar rummad. Klozañ a ra ar pedervet levrenn-mañ an heuliad lakaet e galleg, evit poent, met e saozneg hag en alamaneg ez eus 7 levr bennak en holl. Ret eo tennañ e vad diganto : n’eo ket gwall yaouank ar skrivagner, ganet ma oa e 1938. Kompren a reer perak emañ en e vleud o teskrivañ buhez ur bugel 10 vloaz tro ar bloavezhioù 50, daoust ma vije-eñ kanadian ha ma vevfe Flavia e bro-Saoz…


Mord ist kein Kinderspiel, Alan Bradley, bro-Ganada (2009)

flavia-de-luce-2-mord-ist-kein-kinderspielEilvet romant an heuliad “Flavia De Luce” eo hennezh. Ur c’houblad margodennerien a zegouezh e kêriadenn Flavia, ha ne goll ket amzer evit magañ mignoniezh ouzh ar vaouez…

En enklask-mañ en em vesk gant soutilded ur muntr a-vremañ hag unan bet. Firbouchal ha fistoulat a ra Flavia a-gleiz hag a-zehou gant poell hag herrded, ar pezh a lak anezhi par d’ur Miss Marple oadet a 10 vloaz. Tennañ a ra d’ul logodennig ivez, abalamour d’he zech da antreal e ti an dud hep gouzout dezho da glask prouennoù : magañ a ra brav ar suspens ! Implijet e vez eus ar c’hentañ donezon hag interest an harozez yaouank evit an taolioù-arnod kimiek, ha peadra he deus da gelenn o micher betek d’ar boliserien a-benn ar fin.

Gwelloc’h-gwellañ e anavezer tud ar gêriadenn ha familh Flavia, a ya war ledanaat. Ouzhpenn d’an ijin ha d’ar blijadur o lenn un oberenn frammet evel unan glasel, e kaver ur bern daveennoù da oberennoù all ; lennegel peurgetket. A-wezhioù e vezont anvet, met a-wezhioù e kredan gwelet heklevioù tanav, soutiloc’h ivez. N’on ket sur. Ar pezh a zo anat, eo eo bet maget oberennoù Alan Bradley gant ur sevenadur fetis. Pinvidik int, ha ne zisoñjont ket ar fent ur wezh an amzer. Krog on da vezañ sot gant an heuliad !


Flavia de Luce 1 : Mord im Gurkenbeet, Alan Bradley, Bro-Ganada (2009)

mord-im-gurkenbeetThe sweetness at the bottom of the pie eo titl orin al levr-mañ, bet skrivet e saozneg da gentañ ha troet e meur a yezh goude, ar galleg en o zouez (Les étranges talents de Flavia de Luce). Levr kentañ Alan Bradley eo, en deus roet da embann pa oa 70 vloaz dija. Embannet e vo a-benn nebeut 9vet romant ar rummad.

Un enklask-polis eo Mord im Gurkenbeet, ar pezh a gomprener mat gant an titl en alamaneg met n’eo ket anat e saozneg nag e galleg : n’eo ket souezhus, kar en tu all d’an enklask ez eus ur bern traoù dedennus. N’eo ket 11 vloaz c’hoazh an harozez, Flavia. Ar pezh a blij dezhi dreist pep tra eo ar gimiezh : staliet he deus he lab e maner he zad, ma vev gant div c’hoar koshoc’h egeti. Marvet eo o mamm pa oa bihan Flavia ha n’he deus ket soñj anezhi.

Lavarout a ra Alan Bradley bezañ bet awenet gant Sherlock Holmes, en deus skrivet ul levr diwar e benn ivez. An embannerien a veneg Agatha Christie en o c’hinnig eus ar rummad, evit an endro emichañs : maner bourc’hiz gant ur geginerez hag ul liorzhour e bro-Saoz ar bloavezhioù 50 evit familh Flavia, kêriadenn a anavezer an holl dud a zo o vevañ enni evel e enklaskoù Miss Marple… Soñjet em eus kalz e levr Donna Tartt Le petit copain en ur lenn ar romant-mañ ivez. Heñveledigezhioù zo etre an div harozezed a-fed oad ha tro-spered lemm, met dreist-holl int o-daou romantoù ambiañs. Kement ha ken brav ma kavan dedennusoc’h an endro, an istorioù familh hag an darempredoù etre an dud eget an enklask hec’h-unan (evel gant Harry Potter !). Suspens a zo koulskoude, er fin dreist-holl. Itriket mat eo an istor eus ur penn d’egile, hep na vije laosket netra en deñvalijenn er fin.

Ur rummad dedennus-tre eo Flavia de Luce da zizoloiñ. Gouest eo da gilhañ koulz krennarded ha tud deuet tomm ouzh an enklaskoù-polis.