Tag Archives: maison

La maison de terre, Woody Guthry, Stadoù-Unanet (2014)

Ganet e oa Woody Guthrie e 1912 ha marvet e 1967. Skrivet e oa bet e romant nemetañ La maison de terre tro 1930. Evit abeg pe abeg, ne oa ket bet moullet pa oa bev ha chomet e oa o kousket betek ma vije adkavet hag embannet evit ar wezh kentañ er bloavezhioù 2010.

Pa ne vije ket bet sinet, em bije kredet bezañ o lenn ur Steinbeck. Un hevelebiezh a zo, ken en temoù ken er skritur, ha betek er gizidigezh.

Plediñ a ra gant ur c’houblad tud paour ha n’o deus tachenn-douar ebet dezho da sevel un ti. Dont a ra an ti-se da vezañ un hunvre, ur seurt kerzenn a vez a-dreñv pep tra, evel sonerezh perlezenn Steinbeck. Teir zaolenn a zo : karantez, pemdez, gwilioudiñ, bev-buhezek, o reiñ eus ar gwirionañ an ambiañs hag al liammoù a stag an tudennoù etrezo.

Ken dedennus hag ar romant eo ar goudeskrid. Kinnig a ra buhez hag oberenn Woody Guthrie, ha n’anavezen ket tamm ebet (dibabet em boa ar romant evit e c’holo !). Ur c’haner e oa a-raok pep tra. Lod eus e ganaouennoù zo brudet-kenañ, evel This land is your land. Ur 1400 bennak en deus skrivet en holl, ha lod eo eus folklor hengounel ar Stadoù Unanet. Un den start en e soñjoù a-gleiz e oa ivez, gant ar frazenn This Machine Kills Fascists skrivet war e holl c’hitarioù. Unan eus e sorc’hennoù a oa ar sevel tier pri. Savet eo e romant tro-dro dezhi, daoust ma n’en dije morse kaset anezhi da benn.

Un dizoloadenn gaer.

Advertisements

La maison dans laquelle, Mariam Petrosyan, bro-Armeni (2009)

Splujañ en 891 pajennad a ya d’ober ar romant-mañ zo kement ha splujañ er c’houronk bras. Kinniget eo e jener, gant Wikipedia, evel “realism hud”.

An ti a zo anv anezhañ zo ul lec’h-buhez evit bugale ampechet. Lod anezho eo o divrec’h a ra diouer dezho, lod all o divesker (“ar re a ruilh”), unan bennak e zaoulagad… Lod all n’emañ ket o fenn ganto, pe a vare da vare nemetken. Ar pezh a zo iskis eo an doare ma teu ar vugale-se da berc’hennañ an ti, daoust ma vije tud gour tro-dro : kelennerien, klañvdiourien, edukatourien, tud ar vugale ur wezh an amzer. Nemet eo an ti a berc’hennfe ar vugale ? Ur bed kenstur a savont e-barzh an ti, dezhañ e c’hizioù, e gredennoù, e reolennoù (a c’hell bezañ kriz, betek ar marv).

Gwelout a ran gant ar romant-mañ un doare kerentiezh gant romant Adam Levin em boa kinniget ur pennad ‘zo : Les instructions, o vezañ ma vez savet ur bed kuzh gant ar vugale dindan ar framm ofisiel. N’eo ket anat, e penn kentañ, e kaso an itrik d’ul lec’h bennak, met ur wezh echuet e komprener eo bet savet munut gant an aozerez. Tremenet he deus bloavezhioù gant he c’hrouadurioù ha krouadennoù, a oa tresadennoù a-raok dont da vev dindan he fluenn. N’he doa skrivet ar romant-mañ nemet eviti er penn kentañ.

Meur a savboent a implij da gontañ an istor liesvouezhiek-mañ. Kollet e vez ar reteroù en amzer ivez, evit abegoù displeget e-kerzh an istor. Kontet e vez an traoù bet, a bep eil gant an traoù o vezañ. Hag ar mor a dudennoù, dezho lesanvioù a cheñch gant red an istor hervez o ferzhioù nevez, a lak an traoù da vezañ un tammig luziet. Met ken pinvidik eo ar bed, ma vo ur blijadur adlenn al levr, gant an alc’hwezioù a sikouro da gompren penaos eo bet fardet. Ur seurt kanevedenn eo, marvailhus, hud, ha war un dro realist-kenañ, en divizoù da skouer. Kalzig a fent a vez ivez. Ur romant dispar diwar-benn ar grennardiezh ez eo, kontet en ul luchañ war-zu ar moliac’h, er fin dreist-holl.

N’eo ket aes kaozeal diwar-benn un oberenn ken anpar, ne c’hellan nemet aliañ al lennadenn anezhañ. Splann eo din eo ur romant ne c’heller ket disoñjal.


Méto 1 : La maison ; Méto 2 : L’île ; Méto 3 : Le monde, Yves Grevet, Frañs (2008, 2009, 2010)

Skrivet gant ur skolaer, ar rummad teir levrenn-mañ he deus alvaonet ac’hanon. Gant nebeut-tre a voienoù, frazennoù berr hag eeun, e teu a-benn ar skrivagner da lakaat al lenner da cheñch bed kerkent ha pajennadoù kentañ ar romant.

Kavout a ra din eo aesoc’h da lenn evit bugale yaouank eget labour ur skrivagner evel Timothée de Fombelle. N’eo ket un oberenn diwar rabad koulskoude. Chomet on oc’h en em soñjal un tammig war ar fed he dije un istor ken klasel (ukroniezh ha distopiezh war un dro, evel na ped a ra berzh evit ar grennarded er mare-mañ) rastellet 13 priz lennegel bennak.

Lakaat a ra Yves Grevet ar biz war ar gwiridig. Ar goulennoù diazez savet gant pep bugel outañ o-unan a gav amañ ur respont lieskementet. Petra a zeu goude ar vugaleaj ? Penaos e c’hell hennezh bezañ un doare toull-bac’h, pa vije er skol, e ti e dud, pe en ur meni frankiz ? Petra eo ur plac’h, pa vever en ur bed ma n’eus nemet paotred ha ma vez didroc’het ar pajennadoù o tiskouez anezho el levrioù-skol ? Penaos kavout e dud ? Ha gellout a ra un toull-bac’h bezañ gwelloc’h eget ur vuhez frank ? Petra eo ur vro, un diktatouriezh ? Penaos sevel un demokratelezh, en desped da aonioù ha boazioù an dud ?

Ar galon hag ar speredegezh eo a saveta an haroz dreist-holl, daoust ma vije kreñv ivez bezañs al lealded hag ar vignoniezh -gant o c’hontrol e-tal dezho : treitouriezh, dorloiñ… Ne ra ket diouer ar feulster, sellet e vez ouzh ar marv war-eeun alies, met prantadoù teneridigezh ha barzhoniel a vez ivez. Spi ur vuhez gwelloc’h a red penn-da-benn ar pajennadoù.

Marteze e c’hellfe bezañ kavet re eeun, pimpatromel, gant tud ‘zo. Evidon n’eo ket, ul levr eo hag a z’a pell ganti, da brofañ brokus adalek 10 vloaz, ha da renkañ en e levraoueg gant doujañs e-kichen Tobie Lolness, La stratégie Ender pe Harry Potter.