Tag Archives: Meur

Kuzh, Paol ar Meur (2017)

Echu oa ar romant-mañ e 2014, daoust ma n’eo bet embannet nemet e 2017. Ur romant-polis brestad a c’hellfe bezañ graet anezhañ. Mont a reer war roudoù un den a zo aet diwar-wel, diwar an testennoù brezhonek a zo chomet en e urzhiataer dreist-holl, ha diwar ar pezh a lavar ar re o deus bet darempredoù gantañ. Don a-walc’h eo ar poltred, p’eo ret kaout meur a savboent da gompren aes peseurt doare den e oa.

Met ar pep pouezusañ, ar pezh a zesach an evezh dreist pep tra, eo kêr Brest, metoù bihan ar vrezhonegerien tro-dro d’ar greizenn a c’hell bezañ an Tara Inn : un testeni bennak eus ar vuhez e 2014, na petra ‘ta… Hag un nebeut temoù a-dreñv ivez : naturegezh, abegoù ar skrivañ e brezhoneg…

En ur stil disheñvel en deus lakaet ac’hanon da soñjal e romant Frañsez Favereau Dianket, hag en hini Yann Gerven Brestiz o vreskenn.

N’eo ket kaset an itrik gant ul lusk dichadennet, met dedennus ha pinvidik eo memestra.

 

Advertisements

Eus an eil steredenn d’eben, Paol ar Meur (2012)

eus an eil steredenn d'ebenMat eo kontet ar romantig skiant-faltazi skañv-mañ, met re eeun, re voutig evit desachañ da vat evezh an den gour ma z’on.

Mousc’hoarzhet e vez pa vez degouezhet gant anvioù tud anavezet a-boan distreset, mousc’hoarzhet ledanoc’h c’hoazh pa ra goap ar skrivagner outañ e-unan e kreiz al levr. Ar pep gwellañ, war ma meno, eo lamm-chouk-e-benn ar fin, dic’hortoz ha farsus, met ne z’a ket gwall vat gant ton ha spered an istor en he fezh, marteze.

N’eo ket deuet a-benn va spered da stagañ da vat ouzh an istor : enouus a-walc’h em eus kavet va beaj etresteredennek ar wezh-mañ.


Bed ZH, Paol ar Meur (2012)

Un dastumad danevelloù skiant-faltaziek eo.

Sot on gant ar skiant-faltazi : n’eo ket bet ergerzhet kalz ar jener-se e brezhoneg c’hoazh. Atav e vezan laouen ha birvidik pa grogan gant seurt levr eta.

Pezh a gavan diaes en hennezh eo ar c’hodoù, a cheñch a zanevell da zanevell. Ne dremen ket an danevelloù en un endro difiñv, gwezh e vez an dud o vevañ en nec’h gant pontoù-gwint, gwezh all dindan zouar, gall a reer mont da gerc’hat tud en amzer-dremenet en unan, labouret er baradoz en unan all… Leun a faltazi eo met diroudennañ a ra al lenner un tammig, dreist-holl pa ne bad pep danevell nemet un nebeut pajennoù. Kalz muioc’h a vec’h vez lakaet oc’h en em staliañ er bedoù-se eget o vevañ enno, evel pa vijec’h atav oc’h adkregiñ gant ul levr nevez (pezh n’eo ket ar pep plijusañ el levrioù, ar bajenn gentañ, nemet re Orson Scott Card e vije !).

Gant se em eus santet al levr-mañ evel un dastumadeg soñjoù implijabl ha ne vez ket tennet o holl vouedenn diganto.

Ur wezh lañset e c’hell an istorioù bezañ plijus tre da lenn, dreist-holl pa vezont hirik, evel Brezel ar sistr. Ha neuze e vezer souezhet gant ar fin, re drumm, nebeut awenet peurliesañ.

A-hend-all eo aes ar yezh da lenn ha leun a fent (c’hoarioù-gerioù dreist-holl). Pezh ne oa ket evit plijout din, met a raio sur da dud all…


Soner, Yann Meur, Frañs (2002)

Soner

Petra eo al levr-mañ ma n’eo ket un dastumad eñvorennoù kreizennet war ar vicher ? En e blas e vije bet e-kichen d’an hini ‘meus lennet n’eus ket pell ‘zo e dastumad “Ar vicher ha Breizh” krouet gant Al Liamm. N’eo ket bet skrivet war-eeun e brezhoneg, avat, daoust ma vije kaoz alies eus ar brezhoneg e-barzh, o vezañ m’eo brezhoneger an aozer ha tomm ouzh ar yezh… komzet nemetken ? …bet eo Stefan Moal oc’h en em silañ en e groc’hen, hag e tisoñjer eo bet troet al levr gant an naturel ma teu e droidigezh. Labour brav tre.
Skoet on bet gant taolenn al levr er penn kentañ anezhañ : aozet mat eo, gant titloù harmonizet etrezo, hag ur c’hromm oc’h heuliañ ur soñj resis, un diorren bennak : gant ar gwir labour a skrivagner-se ‘oan engortoz ag un oberenn lennegeloc’h. N’eo ket skrivet fall met ne ra nemet heuliañ red an amzer evel n’eus forzh peseurt dastumad eñvorennoù. Plijus kenañ eo da lenn daoust ma ne vije ket kalz traoù nevez da zeskiñ evit unan a anavez ar metoù-se tamm-pe-damm dija. Kavet ‘n eus din e skrive kalzig war un ton diskouez, evel pa vije c’hoazh war al leurenn : chom a ra a-ziavaez en ur ober van da vezañ “soñjet” : e gwirionez ne ra nemet implijout klichedoù diwar-benn an idantelezh ha gwiskañ ar groc’hen-soner a ijiner e oar gwiskañ. N’eus forzh, lennet vez aes, c’hoarzhet ‘vez, hag anavezet tud ‘zo e-ser tremen. N’eus ket ezhomm muioc’h evit tremen ur prantad-lenn plijus.


Ruz-bev, Paol ar Meur (1991)

Chomet on pell o tornata, o follennata, o pigosat el levr-mañ hep gellet gouzout hag-eñ e oa ur romant (evel m’em boa gwelet skrivet en ul lec’h bennak) pe un torkad 3 danevell hir. Ur romant eo, a-benn ar fin. Diaes eo da c’houzout en ur vraslenn peogwir e heuilh meur a benndudenn, e meur a lec’h : ne baouez ket anvioù an tudennoù da cheñch kar niverus int.
Ar pezh a heuilh Paol ar Meur er romant-mañ eo e ijin : un enezenn didud eus ar meurvor Habask (ur menez-tan e gwirionez) a vefe bet ur bagad brezhonegerien oc’h anneziñ warni daou c’hant vloaz ‘zo bennak : o fal oa sevel ur porzh evit gellout ehanañ evit aesaat ar veajoù etre Breizh ha Bro-Sina. Kollet e vije bet roud eus an drevadennerien-se pa oa aet d’ar strad al lestr a zlee distreiñ da Vrest da gelaouiñ an dud war an dizoloadenn-se. Disoc’h : un enezennad a-bezh o vrezhonegañ hep ger galleg ebet… Fiskal !
Ur romant avañtur eo dreist-holl. Evel-just eo bet an Amerikaned o lakaat o fri e-barzh ar jeu. Evel-just o deus c’hoant eneziz ‘zo d’en em zizober deusouto. Evel just ez eus ur bebrenn pe ziv da bebrañ ar meuz.
Un neuz foutouilhek zo d’an darvoudoù a-wezhioù : Superemsaver, an eil lodenn, zo dic’hortoz a-walc’h ! Da heul ar skrivagner e kantreer e Enez Frañs ar wezh-mañ : Ti ar Brezhoneg e Pariz, da skouer… koulskoude emaer atav e-barzh an istor gent, anavezout a reer Gwenola, unan eus an harozed pennañ ma n’eo ket AN harozez… N’ouzon ket re !
Diluziet e vez kevrinoù ‘zo en trede lodenn, ha reoù all a chom a-ispilh… Ha dav eo din anzav n’em eus ket peurgomprenet ar fin, kevrinus a-walc’h.
Labouret eo bet war ar yezh, en un doare lenneg. Dibabet spis eo ar gerioù, n’eo ket ar re aesañ da gompren, met un unvaniezh a zo e-barzh ar stil : n’eo ket displijus daoust ma ne sonfe ket naturel kenañ ar brezhoneg.
Dre vras eo bet ur souezhadenn vrav ar romant-mañ evidon ; kalz a ijin a ziskouez Paol ar Meur kaout ennañ daoust ma chomfe war sujed an emsav, tonkad ar brezhoneg hag all. Ha dre m’eo prederiet gant ar sujedoù-se a sell ouzhimp holl, just a-walc’h, eo dedennus da lenn.