Tag Archives: Olier

Kelc’h an amzer, Youenn Olier (1971)

Ar pezh a zo bet etre va daouarn eo ul levrig divalav, biziataet gant ur mekanik-skrivañ kozh : kaset eo bet al labour embann en un doare artizanel. Ur c’hemm splann ‘zo gant talvoudegezh an diabarzh. Un adembannadur eus an oberenn-mañ a zo bet e 1994.

Kavet em eus mat tre an dastumad barzhonegoù-mañ, kement a-fed soñjoù hag a-fed stumm. Aes a-walc’h eo da lenn, renket brav ar sonioù er gwerzennoù, dispakañ a ra Youenn Olier e frazennoù en un doare naturel.

Er pennad-digeriñ e tispleg ar skrivagner ne ra nemet adkemer prederiadennoù en deus graet anv anezho en e gomz-plaen c’hoazh. Anat eo, met ar varzhoniezh a daol ur gouloù nevez warno. Fraesoc’h int da glevet, da entent. Skeiñ a reont muioc’h ar spered.

Petra eo ar soñjoù-se ? Prederiadennoù un emsaver, alies. Unan nec’het gant laoskentez e genvroidi, gant alouberezh e vro, gant an Istor n’he deus ket troet war an tu mat. Hag e-kichen da se, soñjezonoù klaseloc’h : ster ar vuhez, natur, marv… dedennet on bet en un doare ispisial gant testennoù ‘zo ma tiskouez e feiz oc’h horjellat., da skouer Digarez.

Moien ‘zo da welet ha da bellgargañ al levr-mañ evit netra, amañ.

 

Advertisements

Poanioù-spered an tad Gwazdoue, Youenn Olier (1963)

Poaniouspered_an_tad_GwazdoueEvit an eil gwezh e lennen al levr-mañ, goude bezañ laosket 14 bloaz bennak da dremen. N’on ket bet dipitet. Da gentañ, peogwir e kav din ez eus kement a zanvez e levrioù Youenn Olier ma n’heller ket ober tro e levrioù dindan ur sell nemetañ. Da eil, peogwir on bet plijetoc’h an eil gwezh eget an hini kentañ, kavout a ra din zoken eo al levr a blij din ar muiañ e-touez re ar skrivagner -ne lavaran ket eo an hini gwellañ tamm ebet, met an temoù a bled ganto ennañ a blij din, an endro difouge ivez, an enep-haroz m’eo an tad Gwazdoue-.

Ar rebech pennañ a c’heller ober d’al levr-mañ eo an digempouez m’eo a lodenn da lodenn. Kregiñ a ra eus ar gwellañ, gant un ton sirius ha don, met seul vui ez eer war-raok seul vui ez a an traoù da furlukinat, betek koll kazimant pep gwirheñvelded : en em gavout a ra ar paour-kaezh haroz o laerezh arc’hant digant ar beorien pe o kemer perzh en ur genstrivadeg prederouriezh en ur sirk ma vez sellet outañ gant miliadoù a dud ouzh an tele… Ar gudenn, gant Youenn Olier, eo n’eo ket gwall soutil e fent siwazh ha pout eo kement taol-arnod da lakaat al lennerien da c’hoarzhin.

Ma vez lakaet an dra-se a-gostez ez eus kalz traoù dedennus el levr, ha gwezh ebet ne vez kollet e neudenn gant ar skrivagner daoust da emdroadur an ton : kontañ a ra ar pezh en deus prometet en titl, da lavaret eo ur barrad disfiz a-berzh un den a Zoue e-keñver ar feiz, ar goulennoù don a sav outañ e-unan diwar-benn an hent en doa kemeret, e blas e-keñver e genlabourerien hag an dud a-us dezhañ, e drubuilhoù micherel, ha traoù skañvoc’h marteze met lod eus ar vuhez ivez : plediñ gant e loened, ober van da vezañ klañv, klask arc’hant, klask gwalc’hiñ e c’hoantoù hep bezañ gwelet gant an dud… Kelenner war ar brederouriezh ma z’eo e kaver ur bern daveoù da brederourien ha da oberennoù prederouriezh.

Dedennus eo al levr penn-da-benn en desped d’e wanderioù. Boued-spered zo e-barzh, ha plijadur da gaout gant ar yezh : anat eo eo bet labouret kalz, pe e plijfe d’an dud pe ne blijfe ket. Din-me e plij stil Youenn Olier hag al levr-mañ n’eo ket gwall ziaes da lenn.


Porzh an ifern, Youenn Olier (1982)

Romant diwezhañ Youenn Olier eo. N’eo ket gwall aes da lenn abalamour d’e stumm : n’eo ket ur gwir levr met ur pakad follennoù biziataet gant ur mekanik da skrivañ, klochedet ha paket en ur golo divalav a-walc’h. Niverenn 150 Imbourc’h eo e gwirionez, setu perak.
Sañset eo bezañ ur romant skiant-faltazi c’hoazh, met e gwirionez n’eus nemet un nebeut pajennoù o tremen e penn kentañ ar XXIvet kantved. Ur c’helenner yaouank en em gav gant un den kozh a gont e vuhez dezhañ : pep tra a dremen en amzer dremenet eta adal ma krog ar c’hozhiad gant e gofesadenn. E vuhez-pad en deus klasket enebiñ ouzh madelezh hag hollc’halloud Doue : en e gest a c’halloud e klask en em lakaat par da Zoue e-unan.
Ur seurt euzhvil eo an den : skrijus eo ar pezh a gont eus e vuhez. Peadra da sevel ul levr gwallzedennus, gant suspens. Ne oa ket pal ar skrivagner avat : n’eo ket ur romant-ober. Kontet e gouloù savboent an emsaver bredoniour ha teologian ma oa Youenn Olier eo gwall bonner da ziazezañ. Soñjoù mouk, gwisket gant un nebeut fedoù difetis, testenn re helavar o tegemer randonennoù hag ambreadennoù difin tostoc’h ouzh balboterezh un deizlevr, depegnoù stamboc’hus : koumoulek em eus kavet ar pezh en doa c’hoant ar skrivagner da lakaat da dremen. M’en dare hag-eñ ez eus bet kalz a dud o vont betek ar fin…
Lakaet ‘n eus ac’hanon d’en em soñjal war tudennoù romantoù Youenn Olier : re glok e kavan anezho, ne oar ket tennañ diouto un nebeut perzhioù anat da stagañ al lenner outo. Tudennoù re wirion int en ur mod : luziet eo o soñjoù evel hon re ; en em glask hag en em goll a reont en o c’hest evit reiñ ur ster d’o buhez. Perzhioù denel a vank dezho re alies ivez, daoust ma ne vijent ket anti-harozed kennebeut : n’int ket sichant, gwallgas a reont o mignoned pe o mignonezed… n’o deus netra dreistordinal, ha dipitus eo. Evel just e c’hell bezañ un dibab lennegel met domaj eo e vije treset e holl harozed hervez ar memes pimpatrom.

Ur gudenn zo gant ar merc’hed ivez : n’eus nemet ar c’harantezioù n’heller ket tizhout a vije hoalus. Ar maouezed a vever ganto zo heskinus, ar mammoù a wallgas o bugale, emaer en ur bed 100 % evit ar baotred. Bedoù du-pod a soub e lennerien enno.
Me soñj din eo mat lenn pep hini eus e romantoù daoust da bep tra. Pinvidik mat int, hag a dra-sur ne vint ket komprenet er memes mod gant an holl.


E penn an hent, Youenn Olier (1981)

E penn an hent
En amzer-dazont emaomp : an dispac’h breizhad n’eo ket bet biskoazh ken feuls. Kontet eo an istor hervez daou savboent disheñvel : hini un dezreveller, Loeiz Dibreder, skrivagner, a gont penaos e tilez ur mignon dezhañ e familh evit mont davet ur strollad emsaverien a gavo e varv ganto ; ha deizlevr Gwenole Riou, an emsaver, a glask sklêrijennañ ar fedoù dre an diabarzh, en ur bouezañ war an tu psikologel ha speredel. Stumm an deizlevr en deus permetet d’ar skrivagner leuskel muioc’h a c’houlennoù eget a respontoù d’an displegadenn-se avat. Mat eo : n’eo ket gwenn pe du mabden, gwenn HA du eo, e zibaboù n’int ket anat atav… Emañ Gwenole Riou, evel pep tudenn ijinet gant Youenn Olier, oc’h horjellañ diehan etre ar feiz kristen hag an netra. Petra eo ar garantez ? Perak reiñ e vuhez evit an emsav, ne vije ket evit skoachañ diaesterioù diabarzh an nen ? Perak en em gannañ evit ur bobl ne garer ket ?… Evel ma weler eo Gwenole Riou unan a blij dezhañ terriñ e benn gant goulennoù a sell ouzh ster e vuhez. Ne dorr ket re hini al lennerien avat, dedennus eo ar romant daoust ma ne vije ket lusket espar, reiñ a ra boued d’en em soñjal.
Soñj ‘m eus pegen diaes em boa kavet yezh Youenn Olier pa ‘m boa lennet ar romant evit ar wezh kentañ. Gerioù resis a implij, e vrezhoneg zo a live uhel. Muioc’h a skiant eget a santoud zo en e yezh alies avat. Kompren a reer ar gerioù, met an doare ma vezont lakaet kichen-ha-kichen e brezhoneg a c’hell bezañ souezhus hag a redia al lenner da dremen dre ar galleg en e benn evit peurgompren a-wezhioù. Kement a oberennoù en deus skrivet ma z’eus amzer d’en em voazañ, ha ne vezer ket direnket ken goude ur prantad.


Poanioù-spered an tad Gwazdoue, Youenn Olier (1963)

N’eo ket bet adembannet romant kentañ Youenn Olier ha diaes eo kavout anezhañ el levraouegoù zoken. Ur skouerenn anezhañ a c’heller lenn e levraoueg Kêr Roazhon, n’heller ket e amprestiñ avat.

Kontet eo en trede gour. 5 kevrenn zo er romant. En div gentañ e reer anaoudegezh gant an haroz, kelenner war ar brederouriezh en ur skolaj relijiel. N’en em glev ket gant prefed ar skolaj, an tad Bleiz. Heuliañ a reer e dourmantoù denel ha speredel. Goude marv ur skoliad difeiz e krog Gwazdoue da goll e feiz ivez.
Cheñchamant ton : e holl soñjoù a lak en ur c’hwil-tan, a fellje dezhañ prenañ daoust ma n’en deus ket a-walc’h a arc’hant. En em lakaat a ra da livañ gevier ha da laerezh evit kas e soñj da benn vat. Gwashoc’h-gwashañ e teu da vezañ an darempredoù etre eñ hag an tad Bleiz, betek ma ya d’e lazhañ : neuze e adkav hent ar feiz… Ur c’hlozadur-bimpoellenn a gloz an oberenn.
Ur stumm klasel en deus ar romant, met digempouez bras eo : diaes eo krediñ e vije anv eus ar memes den en eil hanterenn hag en eben ! N’eo ket displijus da lenn, peadra zo d’en em soñjal, met n’ouzer ket re da belec’h en deus c’hoant ar skrivagner da gas ac’hanomp. Just da heul e faltazi moarvat, un tammig evel Erwan Evenou e Pardon Sant Fiag… Youenn Olier a lavare e-unan diwar-benn an oberenn-mañ e oa “dizunvan” ha ne ouie ket hag-eñ e oa da leñvañ pe da c’hoarzhin rak poanioù-spered e haroz, met n’eus ket fellet dezhañ labourat muioc’h warni.
Spi m’eus e vo adembannet un deiz bennak peogwir eo mat da deurel sklêrijenn war e romantoù all, enskrivet en un heuliad hir anezho.


Enez ar Vertuz, Youenn Olier (1965 ha 1966)

enezvertuz1

Div wezh em eus lennet ar pezh-mell levr-se (e div levrenn en embannadenn 2005) ha soñjal a ra din e c’hellin e adlenn meur a hini c’hoazh peogwir eo liesseurt ar pezh a c’heller kavout e-barzh. Karout a rafen lenn levr Yec’hann Marion a zo ar memes anv dezhañ ivez evit gouzout perak ez eus fellet dezhañ dibab an hevelep titl.
Deuet eo brav gant Youenn Olier penn kentañ e romant, al lodenn skiant-faltaziek da vat. Met n’eo nemet ar pennad-digeriñ, en ur mod, peogwir en em gaver goude en ur bed warlerc’hiet a-walc’h, tres ur seurt krennamzer dezhañ. Goude-se e komprener eo Breizh en amzer dazont. Met kollet hon eus an interest pennañ, al lusk a oa er penn kentañ, ha teuziñ a ra an neudenn kent a-dreñv hini un istor karantez. Diwezhatoc’h c’hoazh eo gant ar ouezidi e vo desachet hon evezh. Ret eo gouzout eo kontet an istor gant un den war e zalaroù adalek an eil lodenn, ha ne gav ket din e vefe implijet mat an ostilh-se ; disoñjal a reer ar c’honter nemet pa sil anv an den emañ o tibunañ e vuhez dezhañ, Morgan. Morgan n’eo nemet ur skouarn, ne respont ket, ne ziskouez ket selaou peurliesañ. A-fed teknik, n’eo ket mestroniet mat.enezvertuz2
Kaset omp da bourmen e meur a lec’h, e meur a ardamez, evel e kalz levrioù gant Youenn Olier, n’eo ket displijus ar vizitadenn daoust ma vije re hir lodennoù ‘zo moarvat (diaes e vije troc’hañ forzh penaos). Un dra zo displijet din a-viskoazh el levr-se koulskoude zo skeudenn ar ouezidi, da lavaret eo ar c’hallegerien. Lakaet int da reuzidi, da baourkaezh tud droch, hag evit ober al lu dezho en deus implijet Youenn Olier klichedoù evel ar bered, ar vagetenn, ar c’hilhog. Ne nij ket uhel. Marteze en deus graet kement-se diwar c’hoarzhin, hogen pout e kavan e fent, diaes da lonkañ en ul levr a breder a-hend-all, kavout a ra din eo ibil brein ar savadur.
Ha diaes eo da lenn pe get ? Ar wezh kentañ em boa kavet stambouc’hus ar geusteurenn, an eil gwezh em eus kavet aes ; aesaet eo kalz gant ar stumm nevez zo bet roet d’al levrioù gant Imbourc’h, ha gourc’hemennoù a gasan d’an dud o deus ijinet ha treset ar golo peogwir eo deuet brav ganto hag e treuzo mat an amzer e-pad un toullad bloavezhioù emichañs. Kement-se zo pouezus evit al levrioù brezhoneg hag a chom pell hep bout adembannet!