Tag Archives: Didier

Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.

Advertisements

Thomas Drimm 1 : La fin du monde tombe un jeudi, Didier van Cauwelaert, Frañs (2009)

Un eneb-haroz kuilh, a-boan 13 vloaz dezhañ, o stlejal e pep lec’h e nanarzh tartouz eo deuet da repuiñ ennañ tasmant ur gouiziek brudet emañ o paouez lazhañ dre zegouezh war an draezhenn gant e sarpant-nij… Un istor eneoù ha ne c’hellont ket sevel, bac’het m’emaint dindan ur blatinenn enep-danvez a warez ar pezh a chom eus ar bed : An “États-Uniques”… Ur genbardonerez techet da evañ a vag Tomaz karantez outi, daoust ma vije en oad da vezañ e vamm… Un tad hag ur vamm dinatur, an eil boesoner hag eben o tamwallgas he mab, en deus foeltret he buhez gouez dezhi… Ludresadenn ur bed eus an dazont digammedet, daoust ma vije gwirion a-walc’h war sujedoù ‘zo. Peadra zo da vezañ divarc’het !

Teir levrenn a ya d’ober an istor-mañ en he fezh. Dibabet em boa anezhi dre ma oa kinniget evel ur romant “ekologel”, un anv-gwan a vez lakaet war Tobie Lolness ivez. El levrenn gentañ-mañ, n’eus anv ebet a ekologiezh. Plantañ a ra an dekor evit ar pezh a zeuio da heul.

Disheñvel eo an ton eus hini ar romantoù all evit ar grennarded. N’on ket sur e vije evito da vat, e gwirionez, poan en deus ar skrivagner o kuitaat e ved a zen deuet. Kavout a ran un tammig iskis an afer eneoù ivez, a zegas speredelezh e-barzh ar jeu, ar pezh a zo dic’hortoz a-walc’h.
A-benn ar fin e kinnig Didier van Cauwelaert un distopiezh orin-kenañ, gant ur stil a seblant ponner da gentañ met a z a en-dro a-feson e servij e itrik. Ijinet-kaer eo an istor, retorn an dud enni. Paket e vezer gant red an darvoudoù ma ‘z eer pelloc’h hag ar pennadoù kentañ a c’hell reputuiñ.


Simple comme Ubuntu : à la découverte de Linux, Didier Roche, Frañs (bep 6 miz)

Ubuntu

Pa m’eus kroget da lavaret e vijen kontant da cheñch “système d’exploitation” eo bet profet din al levr-mañ gant mignon gwellañ va urzhiataer : lennet ‘m eus anezhañ pa oan gant Windows c’hoazh eta.
Iskis e c’heller kavout, en ur vraslenn, an niver a niverennoù e traoñ ar pajennoù ne servijont da seurt nemet da farsal, an ton bourjiner pe c’hodiser a-wezhioù… Pa vezer o lenn en un tenn e c’hellan asuriñ deoc’h e kaver gras gant ar fent-se : daoust ma vije skrivet al levr evit tud n’int ket gwall varrek war an urzhiataerezh e vije gwall zreinek da lonkañ hep al louzeier-mel-se !
Kalz a berzhioù mat a welan d’al levr-mañ. Lennabl eo, dija, ha kompren a reer madik ar pezh zo e-barzh memes ar wezh kentañ. Displeget mat tre eo. Ha, dreist pep tra, e laosk da gompren pegen entanet eo ar skrivagner gant an ostilh-mañ hag e ro c’hoant da gemer perzh en avañtur ar meiziantoù dieub.
Goude va c’hentañ lennadenn ‘m eus lakaet skarzhañ Windows evit mont davet Linux Ubuntu, bloaz pe zaou a zo, ha n’em eus ket bet tro da vagañ keuz. Alies e addigoran al levr-mañ pa choman bout war tra-pe-dra hag e kavan ar respont a fell din e-barzh, peurliesañ : ur gwir dornlevr eo eta. Adlennet ‘m eus anezhañ penn-da-benn dec’h (un embannadenn nevesoc’h eta) evit kavout trukloù nevez, traoù aes d’ober ganto ha n’on ket boaz d’ober peogwir ‘m boa ket tapet ar pleg c’hozah ; ha me da blegañ korn pep pajenn dedennus… n’eus nemet se e-barzh ken !
Aliañ a ran kement hini a zo dedennet gant Linux met ne gred ket ober gantañ kregiñ gant lennadenn al levr-mañ : tevel a ra ar guriusted ha kelenn ur bern traoù, hep skuizhañ. Ha koulskoude, n’on ket ur mailh war an urzhiataerezh !
Ale, warc’hoazh e kaozein deoc’h diwar-benn dornlevr va yenerez pe hini ar skaoterez du-mañ 😉