Tag Archives: ober

Aon pe ober traoù, Yann-Baol an Noalleg (1975)

Ur pezh-c’hoari berr, e daou arvest, kinniget gant Preder. Meizidik-kenañ, ne gont istor ebet ha n’eo ket eoriet er vuhez. Ne ra nemet merat soñjoù uhel. An tudennoù, brastreset, ne eskemmont ket da vat etrezo, santet e vez emaint o… c’hoari.

Ur gwir striv en deus graet ar skrivagner evit lakaat anezho da fiñval ha da drouzal war al leurenn, doare Comedia del arte prederouriek. Pep tra a ya re bell avat, hag ar fent zo bet klasket plantañ gant ar skrivagner ne sko ket er gwenn.

Emichañs eo talvoudusoc’h a-fed soñjoù eget a-fed lennegezh, ma z’eus ur ster bennak da dennañ. Evidon, daoust da gompren ar bras eus ar gerioù, ne glaskfen ket kontañ eus petra zo kaoz…

Test eo seurt testennoù eus ur vuhez kevredigezhel arbennig e brezhoneg er bloavezhioù 70, en ur metoù resis, evel m’en diskouez al lugan a gaver p. 64 : “Lennit Preder ha beajit en amzer”… Emaomp war dachenn ar “private jokes”, ar farsadennoù prevez : petra a droe e penn lod tud, penaos e implijent ar brezhoneg, betek pelec’h e vezent kaset gant o ijin… Pell a-walc’h e gwirionez : ar bloavezhioù 70 a oa bloavezhioù dieub. A-hend-all, ne welan interest ebet d’an destenn-mañ. Komzoù toull. Oc’h ober goap anezhañ e-unan hag ouzh e vigoned emañ Yann-Baol an Noalleg moarvat, met diaes eo d’an neofited pegañ enni.

Advertisements

Seizh tra da ober, Jean Le Clerc de la Herverie (2018)

Un den war e leve, ken glas hag ur paotr yaouank… en e benn e sav bemnoz listenn ar seizh tra en do d’ober an deiz war-lerc’h. Ha traoù ‘zo d’ober, e gwirionez, pa zilojer !

Ul levr disoursi eo. Ne c’hoarvez ket ur mor a draoù ennañ. Kontañ a ra an dezreveller e vuhez pemdez, a zeiz da zeiz, er ranndi nevez emañ o paouez anneziñ e kêr, eñ hag en doa bevet pell war ar maez. Ur paotr sioul eo an dezreveller, douget war ar sonerezh hag ar rimoù. Tasmantoù an dud en deus karet a vev gantañ, hep na vijent e kreiz an istor. Muioc’h a bouez a vez roet d’an istor karantez, hep na vije splann kennebeut.

Un istor a-vremañ eo, en un endro intimist a ro tro da implijout geriaoueg ar pemdez. Meur a wezh em eus soñjet en ur romant “chick-lit”, kerentiezh a zo, a gav din, daoust ma vije ur paotr eus an haroz.

A-hend-all eo plijus ar yezh, kempouez ar romant, ne enouer ket. Ul lennadenn simpa eo, pa ne vez ket c’hoant da derriñ e benn.