Tag Archives: Loeiza

Loeiza, Laurence Lavrand (2015)

loeiza-laurence-lavrandDispartiet eo he zud, ha divizet he deus he mamm kuitaat Breizh evit mont d’en em staliañ e… Mayotte ! Start eo evit Loeiza, ha hi merc’h nemeti ar familh, pa zle ober he zistro-skol 6vet klas ken pell eus korn-bro Karaez.

Poan em bez o kompren an darempredoù etre merc’h ha mamm el levr-mañ, ne seblantont ket din bezañ gwall wirheñvel. Emzalc’h ar vamm dre vras a gavan iskis hag un tammig emgar, forzh penaos.

Ar pezh a zo plijus eo e splujer en ur bed all, a weler eo bet amprouet gant ar skrivagnerez hag en deus, ar wezh-mañ, tres ar wirionez. Ul levr jentil eo hag a lak al lenner da veajiñ. Evit ober war-dro kudennoù donoc’h, eo ret gortoz bezañ un tamm brasoc’h eget ar publik bizet gant al levr-mañ (merc’hed 10-12 vloaz).

Advertisements