Tag Archives: Thomas

Thomas Drimm 2 : La guerre des arbres commence le 13, Didier van Cauwelaert, Frañs (2010)

Daoust ma vije liammet start ouzh al levrenn gentañ, hag heuliad poellek ar pezh a zo bet kontet kent, an eil levrenn-mañ eo disheñvel-mat hec’h aergelc’h. Kaset eo bet da get gant Thomas ar blatinenn enep-danvez. Dispar evit dieubiñ an eneoù, met degas a ra un dañjer nevez : droug a vag an natur ouzh mabden ha mennet eo d’e ziverkañ diouzh gorre an douar. Nemet e vije meret ar bobl gant ur Stad en deus diskouezet c’hoazh bezañ diskrupul a-bezh ?

Emaer e kreiz ar romant “ekologel” prometet. Ne c’hell ar c’hudennoù bezañ diskoulmet nemet en ur sevel ul liamm nevez gant an natur. Ijinet mat eo, mont a ra en-dro an itrik. Ludresadenn ar Stad-diktatouriezh a sikour, sur a-walc’h, ar re yaouank da gompren penaos e c’hell an traoù mont da vrein buan hag aes e bed ar politikerezh.

Kenderc’hel a ran da vezañ direnket un tammig gant ur seurt speredelezh a gavan re vezant, re splann. Ne harzo ket ouzhin da echuiñ gant ar rummad, a gavan dedennus dre m’eo disheñvel diouzh ar re all ha leun a souezhadennoù.

Advertisements

Thomas Drimm 1 : La fin du monde tombe un jeudi, Didier van Cauwelaert, Frañs (2009)

Un eneb-haroz kuilh, a-boan 13 vloaz dezhañ, o stlejal e pep lec’h e nanarzh tartouz eo deuet da repuiñ ennañ tasmant ur gouiziek brudet emañ o paouez lazhañ dre zegouezh war an draezhenn gant e sarpant-nij… Un istor eneoù ha ne c’hellont ket sevel, bac’het m’emaint dindan ur blatinenn enep-danvez a warez ar pezh a chom eus ar bed : An “États-Uniques”… Ur genbardonerez techet da evañ a vag Tomaz karantez outi, daoust ma vije en oad da vezañ e vamm… Un tad hag ur vamm dinatur, an eil boesoner hag eben o tamwallgas he mab, en deus foeltret he buhez gouez dezhi… Ludresadenn ur bed eus an dazont digammedet, daoust ma vije gwirion a-walc’h war sujedoù ‘zo. Peadra zo da vezañ divarc’het !

Teir levrenn a ya d’ober an istor-mañ en he fezh. Dibabet em boa anezhi dre ma oa kinniget evel ur romant “ekologel”, un anv-gwan a vez lakaet war Tobie Lolness ivez. El levrenn gentañ-mañ, n’eus anv ebet a ekologiezh. Plantañ a ra an dekor evit ar pezh a zeuio da heul.

Disheñvel eo an ton eus hini ar romantoù all evit ar grennarded. N’on ket sur e vije evito da vat, e gwirionez, poan en deus ar skrivagner o kuitaat e ved a zen deuet. Kavout a ran un tammig iskis an afer eneoù ivez, a zegas speredelezh e-barzh ar jeu, ar pezh a zo dic’hortoz a-walc’h.
A-benn ar fin e kinnig Didier van Cauwelaert un distopiezh orin-kenañ, gant ur stil a seblant ponner da gentañ met a z a en-dro a-feson e servij e itrik. Ijinet-kaer eo an istor, retorn an dud enni. Paket e vezer gant red an darvoudoù ma ‘z eer pelloc’h hag ar pennadoù kentañ a c’hell reputuiñ.


An Utopia, Thomas More, Rouantelezh Unanet (1516)

Graet eo bet troidigezh pennoberenn Thomas More e brezhoneg gant Fañch Morvannoù. Pouezus eo e venegiñ, peogwir eo gantañ eo bet savet ar pennad-digeriñ hir a ginnig buhez Thomas More, ha notennoù puilh e-kerzh an destenn o tisplegañ liammoù istorel, o resisaat an ton, ar fent, hag o reiñ resisadurioù diwar-benn an droidigezh. Labouret en deus diwar al latin, met en ur sellet ivez ouzh troidigezhoioù e yezhoù all (saozneg, galleg…).

Teir lodenn a zo el levr-mañ a-benn ar fin : Buhez Tomas More gant Fañch Morvannoù da gentañ, a zo war un dro gwallzedennus ha marzhus. Al lodenn-man em eus kavet plijus-kenañ ha diellet a-zoare.

Goude-se e krog an droidigezh da vat. Rannet eo e div lodenn. El levrenn gentañ e vez kinniget ur seurt diviz etre Rafael Hytlodaios, un dudenn ijinet, ha Tomas More e-unan. Diaes-kenañ e vije da gompren hep notennoù puilh Fañch Morvannoù : bep eil frazenn e kaver un dave d’an endro istorel, da fedoù c’hoarvezet nevez ‘zo, kritikoù diwar-benn ar politikerezh ha kement ‘zo. Fonnus eo an danvez, met un tammig arabadus, p’eo da lenn evel ma studier ha neket evel ma studier. Ret eo mont goustadik, kemer amzer da ziazezañ an titouroù, da geñveriañ, d’o adlakaat en o flas e-keñver an Istor…

Er c’hontrol, an eil levrenn, a ginnig aozadur peurvat ar vuhez war “Enezenn an Utopianed”, a vez lennet ken aes ha tra. Perzhioù un oberenn faltaziek modernoc’h ha skañvoc’h he deus. Distagoc’h eo diouzh he amzer, ha dre-se, aesoc’h da veizañ. Ret eo lavaret e ouezer, goude bezañ lennet al levrenn gentañ, ouzh petra e ra dave Tomas More. N’eus ket ezhomm da lakaat kement a notennoù ken, ar pezh a aesa al lennadenn a-galz, daoust ma ne vijer ket dilezet penn-da-benn gant Fañch Morvannoù a gendalc’h gant e zisplegadennoù pa vez ret.

Ul levr eo hag en deus bet pouez en istor, mat eo e vije bet lakaet e brezhoneg en un doare lennabl. Danvez-studi eo kentoc’h ha danvez-beajiñ, met talvezout a ra ar boan. Saourus eo troidigezh ha displegadennoù Fañch Morvannoù ennañ.


A comme Alone, Thomas Géha, Breizh (2005)

Un ardigell eo al levr skiant-faltazi-mañ evit meur a abeg.

Da gentañ e c’hoarvez un hanter vat eus an istor a-hed an RN 12 hag e Roazhon, d’ur mare m’eo bet distrujet hor sevenadurezh ha ma ne chom nemet aspadennoù diouti, un nebeut tud en o zouez. Plijus-meurbet eo bizitañ ar bed hon eus bevet ennañ dindan e dresoù apokalips.

D’an eil eo souezhus-mat an ton hag al live-yezh implijet da gontañ an istor : izel, difoutre, gros a-walc’h, skeudenniñ a ra brav tro-spered an haroz-dezreveller, un Alone, meni den gouez a zreistbev dizalc’h er bed rivinet-se dre m’eo barrek-mat d’en em gannañ ha d’en em zibab. Direnkus e oa din al live-yezh e penn kentañ, boazet ma z’on ouzh oberennoù skiant-faltazi klaseloc’h en o skritur.

Derc’hel a ra an evezh penn-da-benn ; ijinet brav eo ouzhpenn. Ar rebech nemetañ em bije da ober eo ez a re zillo an traoù, ez int un tamm diwar-c’horre marteze. Ne lazh ket ar blijadur, peogwir eo savet mat, met ur wezh echu ez eus keuz o vezañ kavet re verr ar romant 🙂

Daou levr zo da heul evit doare.

Gall a reer pellgargañ ar romant-mañ evit netra (pe evit un dra bennak, evel ma karit) amañ, ha gant asant ar skrivagner mar plij !