Tag Archives: Hervio

Pennogio, Paskal Hervio (2017)

Ul levr skouer eo eus ar pezh em bez diegi o lenn diouzh boaz : ur gontadenn aztommet, skuilhet warni lipig fresk darvoudoù a-vremañ… ne oa ket uhel va youl.

Met ur raksoñj faos e oa, penn-da-benn !

Da gentañ em eus bet kalz ebat oc’h addizoloiñ Pennogio giz Afrika an Norzh. Tost eo azasadur Paskal Hervio ouzh an destenn orin, er penn kentañ d’an nebeutañ, kalz startijenn enni. Santout a reer ur ouiziegezh don eus ar vro hag eus gizioù he annezidi : pinvidikaat a ra ar gontadenn e-lec’h he distresañ.

Ouzhpenn, ar yezh a implij ar skrivagner zo un drugar he lenn : pinvidik ha resis ar geriaoueg anezhi, daoust ma chomfe aes da lenn atav. Kement ha m’en deus gellet en deus silet en destenn gerioù arab a vez komprenet gant an holl en deiz hiziv : tro da zigeriñ ar gaoz, gant ar skolajidi, war orin ar gerioù-se hag emdroidigezh ar yezhoù dre vras.

Adal ma kuita Pennogio ar gêr m’en doa kavet e stumm denel, e pella an istor eus kontadenn Collodi evit pegañ ouzh kudennoù ar bed a-vremañ (ne vin ket resisoc’h evit leuskel deoc’h plijadur ar souezhadenn). Graet eo en un doare soutil, ha kavadennoù farsus zo a-fed geriaoueg pe evit lakaat bed Pennogio da glotañ gant hon hini.

Ur gontadenn gentelius eo Pinocchio Collodi, Pennogio Paskal Hervio zo enni div wezh kement a gentelioù, pasket gant fent hag ijin avat.

Setu ur brouenn e c’heller kontañ n’eus forzh petra, gant ma vije gant donezon… hag ez eus.

N’eus da ziwall nemet un dra : dre m’eo stag ouzh darvoudoù a c’hoarvez er bloavezhioù-mañ, ez eus chañsoù bras ne goshao ket kenkoulz Pennogio ha Pinocchio. Na laoskit ket anezhañ e-pad 10 vloaz dindan ho perniad levrioù da lenn…

Advertisements

Ur vaot en oabl, Paskal Hervio (2013)

ur vaot en oablDigudenn e vez lonket ar romantig-mañ, trede hini ar rummad goude Tamasheq ! ha Bro-gozh Mamadou. Adkavet e vez ar memes framm eeun hag efedus (pennad e Breizh, kreiz e Afrika, distro). N’eo ket gwirheñvel pep tra met ne ra forzh, tremen a ra mat peogwir eo lusket ha ditouret a-feson. Gwelet em eus gant plijadur e oa bet skarzhet an daou furlukin a laboure gant ar vamm hag a gaven re bonner evit lakaat da c’hoarzhin. Digêradur asuret !

D’am soñj eo echu ar rummad peogwir eo bet dilezet he labour gant ar vamm hag eo abalamour d’al labour-se e veze beajet gant Fili. Marteze e lakao Paskal Hervio en e benn skrivañ evit an dud gour bremañ m’en deus lemmet e bluenn gant an tri romant-mañ ? un dra vat e vije evit al lennerien, war a seblant en deus kalz traoù da gontañ.

 


Bro gozh Mamadou, Paskal Hervio (2012)

bro gozh mamadouSetu ur romantig pijus da lenn estreget evit ar skolajidi eo bet skrivet evito. Dont a ra da heul Tamasheq : ne vez ket foranet amzer o kinnig an dud dre ar munud peogwir eo ar memes re. Ar wezh-mañ ez a al lenner da bourmen en ur gêriadenn Dogon.

Dedennus tre eo an endro, deskrivet mat, hag an istor a ya war-raok gant startijenn daoust ma ne vije ket gwall wirheñvel -ul lod eus he hoal eo marteze-. Desket e vez ur bern traoù diwar-benn an Dogoned.

Siwazh eo bet troc’het divaskell ar c’honter gant ment rekis al levrioù-se, kinniget d’ar skolajidi c’hwec’hvet ha pevare klas evit Priz ar Yaouankiz. Domaj eo peogwir e santer e c’hellfe mont kalz pelloc’h ur wezh lañset. Marteze e skrivo un dra bennak evit an dud gour ur wezh bennak ?