Tag Archives: Paskal

Perlez va Daeloù, Paskal Tabuteau (2018)

Un dastumad barzhonegoù klasel o stil on bet boemet ganto. Ar garantez eo an tem pennañ, a red dre an dri zem all : Koll, Harlu ha Dasorc’h. Sevel a ra istor buhez ar skrivagner e kleuz dirak daoulagad al lenner, a-lommoùigoù skañv.

Un drugar eo echuiñ gant testennoù laouenoc’h an trede lodenn, p’eo teñval an div gentañ. Reiñ a ra un digor war an dazont, degas a ra spi ha drantiz. Kizidik on ouzh fent ar skrivagner pa ra anv eus seks war an ton-se, en Pêr ha Naig he bodig faezh pe Kourtez itronezed da skouer : un dra em boa bet tro da verzout e testennoù all digant e zorn c’hoazh.

Paskal Tabuteau n’eo ket un nevesaer a-fed stumm, plijout a ra dezhañ implijout frammoù a eil dorn, pa n’int ket pleustret abaoe kantvedoù. Met n’eus ket kalz tud da implijout anezho gant kement a zonezon. Staliet e stern koñfortus gwerzennoù klasel pe enklotennoù doare krennbrezhoneg, en em lak an ene da nijal pell, distag diouzh trubuilhoù ar pemdez.

Ar barzhonegoù-mañ a gavan war un dro lennek ha soutil. Evidon, e skoont er gwenn bep tro, ha pa vijent awenet gant mojennoù keltiek kozh pe testennoù eus an Henamzer ha ne zesachont ac’hanon tamm ebet e mod all:  Gwerz bugale Lir, Kalipso... Kavet e vez enno trivliadoù fraost, kement hag er barzhonegoù a denn eus hon amzer-vremañ : Klouar eo an noz, Samhain, Erc’h àr An Intel, Hunvreerez ar Pont Quai-de-Seine… Gant re anezho en em santan unvan evit gellout o menegiñ holl.

Ur bed dezhañ e-unan a ginnig al levr-mañ, ur bed en em santan du-mañ ennañ. Kaer-meurbet.

Advertisements

Pennogio, Paskal Hervio (2017)

Ul levr skouer eo eus ar pezh em bez diegi o lenn diouzh boaz : ur gontadenn aztommet, skuilhet warni lipig fresk darvoudoù a-vremañ… ne oa ket uhel va youl.

Met ur raksoñj faos e oa, penn-da-benn !

Da gentañ em eus bet kalz ebat oc’h addizoloiñ Pennogio giz Afrika an Norzh. Tost eo azasadur Paskal Hervio ouzh an destenn orin, er penn kentañ d’an nebeutañ, kalz startijenn enni. Santout a reer ur ouiziegezh don eus ar vro hag eus gizioù he annezidi : pinvidikaat a ra ar gontadenn e-lec’h he distresañ.

Ouzhpenn, ar yezh a implij ar skrivagner zo un drugar he lenn : pinvidik ha resis ar geriaoueg anezhi, daoust ma chomfe aes da lenn atav. Kement ha m’en deus gellet en deus silet en destenn gerioù arab a vez komprenet gant an holl en deiz hiziv : tro da zigeriñ ar gaoz, gant ar skolajidi, war orin ar gerioù-se hag emdroidigezh ar yezhoù dre vras.

Adal ma kuita Pennogio ar gêr m’en doa kavet e stumm denel, e pella an istor eus kontadenn Collodi evit pegañ ouzh kudennoù ar bed a-vremañ (ne vin ket resisoc’h evit leuskel deoc’h plijadur ar souezhadenn). Graet eo en un doare soutil, ha kavadennoù farsus zo a-fed geriaoueg pe evit lakaat bed Pennogio da glotañ gant hon hini.

Ur gontadenn gentelius eo Pinocchio Collodi, Pennogio Paskal Hervio zo enni div wezh kement a gentelioù, pasket gant fent hag ijin avat.

Setu ur brouenn e c’heller kontañ n’eus forzh petra, gant ma vije gant donezon… hag ez eus.

N’eus da ziwall nemet un dra : dre m’eo stag ouzh darvoudoù a c’hoarvez er bloavezhioù-mañ, ez eus chañsoù bras ne goshao ket kenkoulz Pennogio ha Pinocchio. Na laoskit ket anezhañ e-pad 10 vloaz dindan ho perniad levrioù da lenn…


Udora pe afer an ed-du, Paskal an Intañv (2015)

UdoraKinniget eo Udora evel ur romant “diskiant-faltazi” pe “skiant-fentazi”. N’eo ket nevez ar bedoù-se d’al lennegezh vrezhonek : kar eo ar romant-mañ ouzh labourioù ‘zo gant Paol ar Meur evel Bed ZH, pe, pelloc’h en amzer, ouzh Bouklet ha minellet ha danevelloù ‘zo gant Yann Gerven, da skouer.

Ar pezh em eus kavet mat ennañ eo an itrik a-feson : fiñval a ra, ar stek en deus Paskal an Intañv evit kas ur pennad, adlammat, mirout al lusk. Kentel an diluziadenn a abeg a-feson peurrest an istor. Kavet em eus ijinet brav tudennig ar roboplac’h Jennifer ivez. Plijus eo ar yezh ouzhpenn. N’eus ket peadra da enouiñ, a priori…

Ha koulskoude !

N’on ket evit en em ober ouzh ar fent-se, a gavan pout alies : atav an hevelep randonennoù diwar-benn Breizh pe elfennoù breizhat o dije graet o zreuz betek an dazont (an ed-du amañ, lakaomp). N’on ket gwall gizidik ouzh ar fent, dre vras, ha n’heller ket rebech ouzh al levr-mañ bezañ ar pezh ez eo, deuet eo brav evit e stil. Met n’hellan ket mirout ouzh soñjal e oa aze danvez ur gwir romant skiant-faltazi ha n’eo ket bet kaset ar soñj betek penn. Herzel a ra ar fent (pa ne c’hoarzher ket a galon frank) ouzh en em lakaat da vat e-barzh an istor, peogwir e vezer atav o keñveriañ referañsoù, o tielfennañ. Hag an doare-lenn-se ne zere ket brav ouzh va zro-spered.

Bo, ma ne lak ket da dridal, n’eo ket displijus al lennadenn…


Ur vaot en oabl, Paskal Hervio (2013)

ur vaot en oablDigudenn e vez lonket ar romantig-mañ, trede hini ar rummad goude Tamasheq ! ha Bro-gozh Mamadou. Adkavet e vez ar memes framm eeun hag efedus (pennad e Breizh, kreiz e Afrika, distro). N’eo ket gwirheñvel pep tra met ne ra forzh, tremen a ra mat peogwir eo lusket ha ditouret a-feson. Gwelet em eus gant plijadur e oa bet skarzhet an daou furlukin a laboure gant ar vamm hag a gaven re bonner evit lakaat da c’hoarzhin. Digêradur asuret !

D’am soñj eo echu ar rummad peogwir eo bet dilezet he labour gant ar vamm hag eo abalamour d’al labour-se e veze beajet gant Fili. Marteze e lakao Paskal Hervio en e benn skrivañ evit an dud gour bremañ m’en deus lemmet e bluenn gant an tri romant-mañ ? un dra vat e vije evit al lennerien, war a seblant en deus kalz traoù da gontañ.

 


Bro gozh Mamadou, Paskal Hervio (2012)

bro gozh mamadouSetu ur romantig pijus da lenn estreget evit ar skolajidi eo bet skrivet evito. Dont a ra da heul Tamasheq : ne vez ket foranet amzer o kinnig an dud dre ar munud peogwir eo ar memes re. Ar wezh-mañ ez a al lenner da bourmen en ur gêriadenn Dogon.

Dedennus tre eo an endro, deskrivet mat, hag an istor a ya war-raok gant startijenn daoust ma ne vije ket gwall wirheñvel -ul lod eus he hoal eo marteze-. Desket e vez ur bern traoù diwar-benn an Dogoned.

Siwazh eo bet troc’het divaskell ar c’honter gant ment rekis al levrioù-se, kinniget d’ar skolajidi c’hwec’hvet ha pevare klas evit Priz ar Yaouankiz. Domaj eo peogwir e santer e c’hellfe mont kalz pelloc’h ur wezh lañset. Marteze e skrivo un dra bennak evit an dud gour ur wezh bennak ?


Lae Izold, Paskal Tabuteau (2012)

Un trevell en deus kaset Paskal Tabuteau da benn gant an 3700 gwerzenn-mañ, lakaet da rimañ gant enklotadurioù hervez an hengoun.

E c’hiz dezhañ eo da adperc’hennañ danvez Breizh, evel m’em boa merzet e meur a destenn all gantañ savet diwar an hevelep patrom gant kalz a ampartiz. Gouzout a ouien eta ne vijen ket dipitet gant al levr-mañ.

Ouzhpenn ober gant ar gwerzaouiñ kozh e tenn e demoù eus danvez hengounel Breizh ivez : Tristan hag Izold, ar wezh-mañ.

An tem ne gosha ket (kontrol da vuhezioù sent, lakaomp), met o vezañ m’am boa adlennet Tristan hag Izold Langleiz n’eus ket dek vloaz zo em boa ar santimant da anavezout mat an diabarzh evit pezh a sell ouzh an daou zevezh kentañ, pezh n’eo ket gwall blijus met a bermet en em stagañ muioc’h ouzh ar stumm e-pad ma lenner.

Alies eo ret lenn a vouezh uhel, n’eo ket evit kompren peogwir eo aes ar stêr, met evit kavout lusk ar werzenn (ha gwiriañ, alies, emañ an 12 troatad aze, hep mui, hep nebeutoc’h, n’oan ket evit herzel !). Rediañ a ra da gemer e amzer, met plijus eo.

An trede devezh oa un tres disheñveloc’h warnañ a gredan. Dudiusoc’h eget pep tra em eus kavet perzh an Ankou ennañ.

Santout a reer ur gwir vestroni a-fed yezh ha doare-gwerzaouiñ penn-da-benn al levr : ret eo bezañ ampart tre evit dont a-benn da gontan un istor dedennus gant redioù ken strizh. Kavet en deus Paskal Tabuteau e vouezh hag e ostilh, emichañs e kendalc’ho da bourveziñ deomp oberennoù all er stumm-se adlakaet diouzh ar c’hiz gantañ, evit brasañ dudi empenn ha kalon al lennerien.