Tasmant en ti, Agustin Fernandez Paz, bro-Spagn (2013)

golotasmantenti_0Gant ar golo brav-se em boa kredet e oa Tasmant en ti ul levr evit ar vugale, met n’eo ket.

Ur romant-skrij eo, savet en un doare klasel a-walc’h, gant tiretennoù : kontañ a ra ar c’hoar ar pezh zo bet skrivet dezhi gant he breur a oa e-unan oc’h eskemm lizhiri gant ur mignon, perc’henn an ti tasmantet.

Gant se e vez kemeret kalzig amzer evit plantañ an aergelc’h ha lakaat ar suspens da greskiñ. Loc’hañ a ra dousig, met dont a ra da vezañ enkrezus tamm-ha-tamm hag a-benn ar fin n’heller ket mui serriñ al levr a-raok gouzout petra eo deuet an holl dud dianket da vezañ.

Ar romantig-mañ zo da renkañ en ul lec’h bennak etre Poe ha Maupassant evit a sell ouzh an efedusted ; modernoc’h eo koulskoude. Ur gwir diskoulm zo roet d’an traoù, ur seurt lid a-enep ar speredoù drouk o doa graet o reuz war an tudennoù.

Peadra da dremen ur prantad plijus e-keit m’emañ an avel o yudal er-maez…

About pevarlagad

Ul lennerez o reiñ deoc'h pezh he deus skrivet goude he lennadennoù e-pad bloavezhioù. Deoc'h da reiñ ho soñj ivez. Gwelout an holl notennoù gant pevarlagad

One response to “Tasmant en ti, Agustin Fernandez Paz, bro-Spagn (2013)

  • kris Braz

    …”kemeret kalzig amzer evit plantañ an aergelc’h…” ya, un tammig re memestra, se zo kaoz n’ont ket aet betek fin, inouet ma an gant an eskemm lizhiri diehan doare 19vet kantved. Ma. Ma vez heuliet ar pezh a lârez e rankin adkregiñ ganti ur wech bennak.

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out /  Kemmañ )

Google photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google Log Out /  Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out /  Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out /  Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s