Tag Archives: Texüe

Texüe, Tasmant kastell Brest, Paskal Hervio (2019)

Ar romant-mañ em eus kavet fentus-mat. Ur romant istorel eo, pa c’hoarvez an istor anezhañ etre an daou vrezel-bed, e Brest -koulz lavaret gwezhall-gozh evit ar skolajidi a-vremañ. An haroz, Fili, zo kazetenner, ha techet da fourrañ e fri e pep lec’h. Ur c’henarroud istorel zo implijet, a c’heller tennañ e vad dioutañ evit mont pelloc’h gant an istor gant ar re yaouank.

Skrivet eo ar romant gant ur santoud eus al lusk ha ne gaver ket alies en istorioù e brezhoneg. War ar poent-mañ, ha war meur a hini all, e kav din e tenn an istor-mañ d’un enklask eus Tintin : fent, skañvder memes pa vez tapet an dud en ur blegenn fall, darvoudoù nevez forzh pegement, “happy end” degaset en un doare soutil (ha kompren a raio ar grennarded ?).

Ebat em eus bet o tizoloiñ daveoù niverus da… a bep seurt traoù, lod ijinet ganin marteze, lod all anatoc’h.

Ur romantig dudius, danvez fonnus ennañ, a laka an unan war e du mat.