Tag Archives: Pierrette

Roparz Hemon, un ene tan, Pierrette Kermoal (2002)

Un dastumad studiadennoù war lod eus oberennoù Roparz Hemon a vez kinniget amañ gant an oberourez. E komz-plaen pe e barzhoniezh, lakaet keñver ouzh keñver gant oberennoù tud all pe studiet div ha div, pe o-unan.

Evel boaz em eus lennet al levr, brokus, gant interest ha plijadur. Displeget e vez don, dielfennet munut. Degaset en deus soñj din eus oberennoù ‘zo (Roparz Hemon a lennen pa oan o teskiñ brezhoneg, dre vras, ha n’em eus ket graet nemeur abaoe !), roet c’hoant din d’o adlenn evit ar re a anavezen dija, pe d’o lenn evit ar re all (barzhoniezh).

Koulskoude, erru er fin em eus ar santimant eo un tammig untuek an enklaskoù. Un displegadenn a dalvez evit kalz oberennoù : emskiantek e oa Roparz Hemon eus levezon bras-meurbet e oberenn veur : Gwalarn, war lennegezh ar brezhonek. Ha reiñ a ra e soñj war an dra-se en e oberennoù, hervez ar bloaz m’int bet skrivet. Ma, degemer a ran ar mennozh-se hep ginañ ! prouet e vez ouzhpenn ur wezh el levr. Met lakaet e vez ar skrivagner war ur sichenn marmor, n’eus nemet ur meizad glan anezhañ, en ur mod.

Padal, e karfen-me ober donoc’h anaoudegezh gant an den, en deus laosket dre ret roudoù niverus en e skridoù ivez. Kutuilhet e vez unan bennak ur wezh an amzer a-hed al levr… met dre vras e choman gant va sec’hed war an dachenn-mañ.

Gouzout a ran n’eo ket aes, e oa Roparz Hemon un den kuzh. N’on ket sur eo posubl zoken. Met karout a rafen gellet tostaat muioc’h outañ.

Danvez ul levr all, marteze !

 

Advertisements

Dre lennegezhioù ar bed, Pierrette Kermoal, Joelle Kermoal-Furic, Gwenael Maze, Yann-Ber Quirion, Marie-France Coïc, Morgan ar Menn, Tangi Legavre, Jakez Tomaz (2008)

N’eus ket kalz tiez-embann o kinnig dielfennadurioù lennegel e brezhoneg, atav e vez ur blijadur din lenn anezho. Ar 27 testenn kinniget amañ gant 8 skrivagner a oa bet embannet kent e-barzh ar gelaouenn Aber, etre 2004 ha 2008.

E penn kentañ e soñjen e vije dedennusoc’h lenn pennadoù diwar-benn oberennoù a anavezen dija, da skouer ar re vrezhonek (Gwerz an Aotrou Nann…), hag e gwirionez e kav din e vez bountet pelloc’h an dielfennañ war ar re-se. Desket em eus traoù, dedennus eo ar soñjoù kinniget.

Goude-se ez eus ur bern pennadoù diwar-benn oberennoù n’int ket ken tost ouzhomp, dre ar vro m’int bet skrivet pe dre ar fed n’int ket holl oberennoù milanavezet. Ha gant ar re-se em eus bet kalz ebat ivez, dre ma taol pled aozerien ar pennadoù ouzh kinnig mat tudennoù hag istor pep levr. Estreget se a reont, pa ginnigont hentoù da gompren an traoù, liammoù gant traoù all. Mont a reont donoc’h eget ne ra Yann lenner en e lennadenn diwar dremen. Ur veaj lennegel eo, gwallzedennus. Echuet e vez gant ar c’hoant lenn an oberennoù dizoloet, evel-just.

Ur rebech bihan em bije d’ober gant lec’h ar pennad diwezhañ : An oberenn arzel, ur bed o tiwanañ, un hent o tigeriñ, gant Joelle Kermoal-Furic. Kompren a ran e vije bet lakaet er fin, dre ma klask digeriñ hentoù dre vras. Met harpañ a ra kalz war oberenn Harriet Scott Chessman a oa bet skrivet pennadoù all diwar he fenn. Gwelloc’h e vije bet, d’am soñj, strollañ an holl bennadoù a bled gant al levr-mañ. Ha ma oa dav lakaat hemañ er fin, plantañ ar re all araozañ, hep lakaat traoù all etre daou.

Met n’eo nemet ur munudig ; ul levr mat-kenañ eo a vez lennet gant entan, tamm ebet arabadus evel ma c’hellfer gortoz digant seurt levrioù.


War an treuzoù, Pierrette Kermoal (2011)

Un torkad danevelloù eo War an treuzoù. Ergerzhout a reont diabarzh an unan, dre e zigenvezded, e jestroù munut, e vam dirak ar vraventez… Ur wezh an amzer ez eus ur fin dic’hortoz a gredfer e teu un tammig a-enep da santimant ar skrivagnerez (nemet a-enep da hini al lennerien e vije ?). Rak a-benn ar fin ar pezh a gont en destennoù-se eo ar gwirionded denel a zo enno, hag a c’hell pep hini en em anavezout ennañ. Gant se, an danevelloù o deus plijet ar muiañ din el levr a gont bommoù buhez, emichañs : Nozvezh hellazat, An toennoù zink… Ur wezh an amzer e vez ur paotr e kreiz ar jeu, met peurliesañ e vez merc’hed, ar pezh a ra eus an danevelloù-mañ skridoù gwregel en o c’hizidigezh evel en o zemoù. Ha n’eo ket gant ur ster disteraat e implijan ar ger-mañ, n’int ket a-ziwar-c’horre e mod ebet.

Ul levr mat evit dizoloiñ ur skrivagnerez ha n’eo ket brudet a-walc’h, n’eo ket en abeg ma ne vije ket prizius he skridoù, abalamour da spered chapel metoù al lennegezh vrezhonek ne lavaran ket.


Un hent hag un dremmwel, Joelle Kermoal, Pierrette Kermoal ha Yann Mikael (1972)

El levrig-mañ eo bet bodet 8 danevell skrivet gant tri skrivagner disheñvel, div blac’h hag ur paotr. Danevelloù Yann Mikael a anavezen c’hoazh, dre m’em boa lennet anezho en dastumad danevelloù gantañ e-unan e oa bet moullet e 2008 : An emgav chanter ha danevelloù all. Adlennet em eus anezho ha kavet anezho mat un eil gwezh. Ar re all, gant Joelle ha Pierrette Kermoal, eo evito em boa prenet al levrig peogwir e kave din ne gavfen ket anezho e lec’h all. Ha n’em boa ket lennet anezho c’hoazh, e gwirionez.

Plijet on bet ganto dre vras : ar memes perzhioù mat o deus an div skrivagnerez. Danevelloù-ambiañs a ginnigont, o tepegn eus ar bravañ ur momed, ur pred e buhez mabden ma vez an unan o klask e hent pe war var eus an dazont. Momedoù hiraezh ha levenez tro-ha-tro. Ur skritur gwregel tre eo, a-benn ar fin -daoust ma kavfe din n’eo ket ken anat an diforc’h etre skridoù paotred ha merc’hed, en deiz a hiziv, tost da 50 vloaz diwezhatoc’h. Perzhioù gwan o deus ivez : daoust ha danevelloù int, pe skridoù nemetken, n’anavezer ket re vat penn diouzh lost anezho… ha peg int ouzh ar vuhez bevet, hep mont pelloc’h. En se int tost ouzh danevelloù Yann Mikael hag e ro ur seurt unvaniezh d’an hollad.

Al levrig n’eo ket ur binijenn e lenn, met ne laosko ket ur roud don em spered kennebeut.


Skleur en noz, Pierrette Kermoal (2006)

skleur en nozTres teñval ar golo a lakae ac’hanon da soñjal e vije start an danevelloù-se da lenn.

Tamm ebet, aes int, ha skrivet brav. A vare da vare e santer levezonioù Saint Exupery pe, dreist-holl, Roparz Hemon, en doare ma lak Pierrette Kermoal loened ha c’hoarielloù da brederiañ ha da gaozeal. Plijet on bet gant Kanenn an nozelennoù war ar par-se.

Koulskoude em bez kavet hir va amzer alies en ur lenn al levr-mañ : an temoù dibabet, an istorioù, ne vezen ket dedennet ganto peurliesañ, war-bouez unan pe ziv en o zouez Skleur en noz. Ha seul dostoc’h an danevell eus ur gontadenn, seul washoc’h evidon –En tu all d’ar ganevedenn da skouer.

Ul levr mat, a c’hell plijout, met n’eo ket diouzh va c’hrad.


Hunvre, d’an Hollsent, Pierrette Kermoal (2008)

hunvre d'an hollsent3
Ul levr marzhus eo, leun a varzhoniezh, kontet gant frazennoù berr-kenañ ha gerioù o-unan a lak ac’hanon da soñjal, a-fed stil, en “Ar follez yaouank” gant Meavenn.
Souezhet on gant an implij skoaz-ouzh-skoaz eus “me” pe “ni” hag “int”, marteze eo evit diskouez muioc’h a gerentiezh etre ar skrivagnerez hag he zudennoù gwezhioù ‘zo. Bommoù eñvorennoù e seblantont bezañ, un nebeut tachoù lugernus o lufrañ muioc’h eget ar re all en ur vuhez.
N’em eus ket kavet ken lipet ar fin eget ar penn kentañ ; boutinoc’h e teu da vezañ adal m’emañ ar plac’h el lise.
Marvet eo unan bennak, se a ouezer abaoe an titl, met piv an diaoul ez eo ? N’on ket avañsetoc’h goude bezañ lennet al levr. “Hi” o vezañ pe ar vamm, pe ar c’hoar. Gant an elipsoù e chom direspont ar goulenn. Moarvat eo dispis a-ratozh, evel un hunvre just a-walc’h. Tachennoù kevrinus a vez atav en hunvreoù, kregiñ a reont gant tud zo hag a cheñch penn pe oad pe reizh a-vuzul ma ya an noz war-raok. Unan a vank, setu tout, da bep lenner da leuniañ an toull evel ma kar.
N’eus forzh, lakaet on diaes oc’h adserriñ al levr hep bezañ diluziet ar gudenn, un dra bennak a vank, din ivez. Diroudet on un tammig.
A-fed yezh eo aes da lenn, a-boan ma kaver un dornadig gerioù amsklêr : souezhus diouzh perzh an hini he deus lakaet “Ar Priñs bihan” e brezhoneg gant gerioù ken begek.
Ur souezhadenn vrav, ul levr da adlenn.